Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 313
En Arvorig, mil bloaveziou 'zo…
N'eo ket sur ho-pefe bet klevet c'hoaz komz deuz Must Farm, eo ? Krog eo koulskoude an arkeologourien da gaozeal deuz an dachenn-ze evel ma vefe kement ha Pompei… e Bro-Zaoz ! An dismantr deuz tier e koad deuz Oadvez an Arem a zo bet kavet eno dindan al lehid, ha biskoaz c'hoaz ne oa bet kavet kêriadenn all ebed en eur stad kerkoulz, ken ema ar gomprenêzon on-oa deuz istor an amzeriou-ze o vond da jeñch a-grenn.
Turia douar a reer ive en Arvorig : er Yeoded, e Karaez, en Eusa… Hag eo eur bed nevez a ziskoacher evel-se dindan zouar.
Taolenn ar pennadou
Ne ginniger deoh amañ nemed eun diverra euz ar pennadou. Da helloud lenn anezo war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud anezo war baper pe e stumm pdf
Sell 'ta peleh e lakez da dreid
[…] Aketuz 'm-eus heuliet an ali fur-ze ha hennez 'neus servichet din war ar pemdez. E-mod-se, pa z on ginidig euz bro an aberiou e Goueled Leon, kustum on, goude ar reverziou braz, da vond da weladenni an aot pe, pa vez divare, da vond war droad d'an inizi. Ha dizoloet ganen traou koz e-leiz !
Red eo lavaroud ez eo pinvidig-mor an aot. Ar boblañs 'deus bepred kavet repu, boued, pesked, bigern hag all, ha se beteg an deiz a-hizio. Eul leor digor-braz dirazom eo an aot, ne z eus nemed selloud piz e-peleh emaom. Se 'vez desket evel e vez desket lenn, skriva pe neuial.
Amañ e bro an aberiou e vez kavet lehiou karget gand on istor : korejou, mein-hir, taoliou-mên, postou gwarded-vor, chaoseriou evid dastum bezin. Tu 'm-eus bet da gavoud ar roud euz eur chantier e-leh ma veze lakaet dour-mor da virvi e pojou-pri bihan evid ober peziou-hoalenn. Al leh-mañ a zo o vond da get gouestadig, drebet gand an taoliou-mor hag ar barrou-avel er miziou du.
E-korv ugent bloavez 'm-eus bet tu da zastum – ha ne vo ket lavaret deoh peleh, rag re êz eo da gavoud, ha da rivina – kantajou ha kantajou a dammou pojou-pri euz Amzer-an-Houarn, boudinou-kalaj […].
Hubert Arzel
Neolitikadur an Arvorig
Ar vrud he-deus Breiz da veza bro ar peulvanou hag an taoliou-mein. N'eo ket gaou. Unan deuz pinvidika teñzoriou sevenadurel Istor Mabden ez int zoken. Abaoe meur a zeg vloaz, eo bet gwellaet euz a galz an anaoudegez on-eus deuz ar ragistor hag ar proto-istor er vro-mañ. E gwirionez, abaoe an XVIIIved kantved ez eus bet klasket goud petra oa ar monumañchou-ze.
Kerkent ha 1945 e oa deuet en-dro Pierre-Roland Giot da Ensavadur an Douarouriez e Roazon, a-benn divenn e dezenn antropologiez Arvoriganed ha Bretoned. Lod deuz e studierien a rafe o harierenn diwar ar Ragistor : Yves Coppens, Jean L'Helgoualch, Jacques Briard, ha goude Charles-Tanguy Le Roux, Michel Le Goffic, Jean-Laurent Monnier.
Gand Pierre-Roland Giot e oa bet savet Ensavadur ar Ragistor, zo deuet da veza Labo an Antropologiez ragistorel. Azaleg 1955 e oa bet kroget gand furchadegou a-vraz, hini karn-meur Barnenez da skwer, e Plouezoh e Penn-ar-Bed…
Michel Le Goffic
Foto : Peulvan Kerloaz, e Plouarzel.
Mêz-Notariou Eusa :
28 vloaz a furchadegou
Piou e-nije kredet e vefe bet enez Eusa daou vil bloaz 'zo eur porz hag a zo bet darempredet kenañ gand ar bagou a veze o tond hag o vond etre ar Mor Atlantel ha Mor Breiz ? Kemer perz he-deus bet greet an enezenn, dre ze, en istor an Europ. Eskern, podou-pri, peziou moneiz ha metal ha… berniou brennig a zo bet kavet en eur furchal en douar.
Etre fin an IXved ha penn kenta ar Vved kantved a-raog J.-K., da lavared eo e kenta Oadvez an Houarn, e oa Mêz-Notariou en Eusa eur gêr vraz gand tud o chom e kreiz-kêr, dezañ ruiou bihan a-skwer, ha lodennou-tier reolieg. Tro-dro kêr e oa staliou da labourad an houarn hag an danvez, ha da dailla bravigou lignit.
Daou grugell-vez e oa bet marteze interet tud-veur enno, ar re oa bet savet kêr ganto. E-pad ouspenn 400 vloaz e oa bet tud o chom er gêr-ze hag e oant etre 200 ha 500 o veva enni diwar labour-douar ha peskerez, artizanerien anezo ouspenn […].
Jean-Paul Le Bihan
Foto : O furchal an dachenn ma vze laket e beb seurt traou evid al lidou en Oadvez an Arem.
Kêriou galian-ha-roman an Ozizmed
e Penn-ar-bed hag en Aochou-an-Arvor
Petra eh ouzom diwar-benn an Ozizmed ? Adaleg m'en em gav ar Romaned, e teu Karaez da veza eur gêrbenn. Med n'eo ket ar gêr nemeti er vro. Hag er Vved kantved goude J.-K., e oant bet dilezet, n'eo nemed kalz diwezatoh e oa bet adsavet kêriou all en o flas.
Karaez eo ar gêrbenn nevez, leh ma ra ar pennou-braz, diskennidi an noblañsou ozizm anezo, war-dro an aferiou ordinal.
D'ar poent-se ivez e vez adframmet rouedad an heñchou, tennet muioh a hounid euz an douar en atañchou hag en domaniou, ha kêriou a vez savet meur a hini tamm-ha-tamm.
Amañ n’eo ket disheñvel ar gont deuz ar pez ez eo bet e leh all er Broiou galian-ha-roman, kontrol d'ar pez a zoñje an dud 'pad pell – hag an ide ne oa ket bet re romanekaet tachennad an Ozizmed a gaver ive er vandenn-dreset Astérix ar Galian […].
Vincent Monteil
Foto : Eric Philippe
Foto : Pont-dour roman Karaez (Vorgium). E gwirionez eo eur seurt kanol dindan eun doenn vein da gas dour-ruill beteg kêr.
Er Yeoded : eur manati
euz ar Grennamzer uhel
Brudet-kaer eo en deiz a hirio chapel an Itron Varia hag an toullad tier a zo en-dro dezi er Yeoded, war barrez Ploureh, e bro-Dreger. Abaoe an amzeriou kenta zo bet tud o chom ahont avad. Sed ema bet an arkeologourien o furchal eno e-pad daouzeg vloaz, etre 1991 ha 2002. Kavadennou o-deus greet. Med na ouier ket toud c'hoaz diwar-benn ar Yeoded !
Petra a oa deuz annezadenn ar Yeoded er Grennamzer uhel ? Marteze e oa eur gevredigez labourerien-douar o veva e goudor ar muriou koz, nemed e vefe bet « ar Vretoned o tivroa euz tramor » penn-kaoz ma oa bet adaozet an douarou a-nevez penn-da-benn, e penn kenta ar VIved kantved. Perag neuze n'o-doa ket tud kêriadenn ar Grennamzer izel doujet d'ar mod ma oa aozet […].
Patrick Galliou
Foto : I. Cartwright
Foto : Er Yeoded, aspadennou batisou euz ar Grennamzer uhel. E plas ema ar mein harpet ouz ar batis.
Evid lenn ar pennadou a-uz war o hed
E hellit, a-dra-zur, ampresti niverenn 313 Brud Nevez digand eun amezeg pe en eul levraoueg bennag, med…
Ar gwella tra a hellfeh ober koulskoude eo prena anezi : 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, Penaoz kaoud
Foto : Peulvanou, taoliou-mein ha mein-veur Saint-Just, e-kreiz eul lanneg nepell euz Redon, n'int ket ken brudet ha re Garnag, med kaji kement ez eus deuz outo. Savet int bet etre 4 500 ha 1 500 a-raog J.K. Furchadegou a zo bet greet eno er bloaveziou 1990.
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou