Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 315
Tri-ugent vloaz 'zo : ar gelaouenn Brud
E-kerz an hañv 1957 an hini eo bet embannet niverenn genta eur gelaouenn nevez a oa bet roet dezi an ano a v/Brud gand ar re a oa ar mennoz en o fenn eur pennadig a oa.
Taolenn ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid gelloud lenn ar pennadou-mañ war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 315 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Brud, tri-ugent vloaz a zo
E gwirionez eo e kerz an hañv 1957 an hini eo bet embannet niverenn genta eur gelaouenn nevez a oa bet roet dezi an ano a v/Brud gand ar re a oa ar mennoz en o fenn eur pennadig a oa. Lañs a oa bet roet dezi gand ar re o-doa bet savet Emgleo Breiz dija daou vloaz a-raog, da lavared eo gand tud Ar Falz, ar Bleuñ-Brug, Kendalc’h ha reou all. Ar memez re a oa bet dibabet ganto ivez d’ar memez poent eun doare all da skriva brezoneg hag e oa bet kroget ganto d’embann leoriou en or yez, kerkoulz lennegez ha kelennadurez.
N’eus nemed selled ouz taolenn an niverenn genta-ze hag ar re a zo deuet war-lerh evid intent kerkent en em gave da skriva e Brud skrivagnerien anavezet dija evel Yeun ar Gow, Loeiz Lok (an Dr Dujardin), Reunan ar Mougn, Visant Seite ha reou all ne oant ket deskarded ken, med n’o-doa ket bet embannet kement-se skridou evid c’hoaz evel Per Helias, Per Trepos, Per-Mari Mevel, Charlez ar Gall, Gweltaz Bernier, Christian Brisson…
Ma tispleger ano Brud war e hed, e ranker lavared “Brud ar yez hag ar vro”. Gwir eo e oa dija euz Al Liamm abaoe eun deg vloaz bennag a oa, kosohig eta. Padal, n’o-doa ket tre an eil kelaouenn hag eben ar memez doare d’intent ar yez hag ar vro, dres, ha sed ar pez a zispleg ervad Francis Favereau e trede levrenn e studi « Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved ».
A-dra-zur e oa Brud kar-he-yez, emezañ, pa lake ar pouez war ar brezoneg pobl keit ha ma chome Al Liamm feal d’ar yez lennegel difluket etre an daou vrezel. Kar-he-bro Breiz e oa ive, ne oa ket avad gand eur spered broadel. Alese “ar fraill” a zo bet padet “eun hanter-kant vloaz da vihanna” etre ar gelaouenn nevez hag eben, hervez Favereau. Heligenta a zo bet etrezo ivez, nemed e kav dezañ ez eus bet deuet “eur vad bennag” euz ze.
E-leh astenn ar gaoz war ze, on-eus kavet gwelloh kinnig deoh eun dibab euz ar pennadou a gaver e niverenn genta Brud, n’eo ket sur ho-pefe bet tro biskoaz da lenn anezo, ha kement ha rei deoh da gompren pehini a oa d’an ampoent tro-spered he diazezerien. Ne hellem ket adembann anezi en he fez a-dra-zur, med en tu-hont d’ar re a advouller amañ e vo laket skridou all war al lehien www.brudnevez.org. Dudi a gavoh sur mad o lenn pe adlenn danevell Per Trepos, “Lod all a varv”, pe kontadenn Yeun ar Gow, “Interamant ar Garront Zuig” a vefe peadra da zevel diwarni eur gwir vandenn-dreset euz ar re vodernna. Eun emskiant lemm o-devoa tud v/Brud a-hend-all euz stad ar yez d’ar houlz-ze : ma oa bet savet neuze “devez ar brezoneg” gand Emgleo Breiz, daoust ha ne oa ket en eur mod pez eo ar Redadeg hirio ?
Brud Nevez
E berr gomzou
Setu amañ eun darn euz ar pennad digoradur a oa e niverenn genta ar gelaouenn Brud e 1957.
Diazezet eo ar gelaouenn-mañ war Emgleo Breiz, ar gevredigez vraz ma kaver enni bodet Kendalc'h, ar Bleun-Brug, Ar Falz, ar Studierien Vreizeg ha strolladou all anavezet mad abaoe pell zo evid al labour o-deus boulhet, hag a zalhont da gas warraog evid miroud da Vreiz he 'friziusa herez, ar brezoneg.
Deut eo « Emgleo Breiz » da veza, en eun nebeud bloaveziou, ar galloudusa kevredigez a zo bet biskoaz o labourad war dachenn ar yez. Poaniet he-deus dreist-oll evid gwellaad ha ledanaad kelennadurez ar brezoneg er skoliou, evid êsaad labour ar gelennerien, evid rei kalon d'ar skolidi da studia yez o bro. Poaniet he-deus ivez evid degas muiohmui a enor d'ar brezoneg e-touez ar bobl koulz hag e-touez an dud desket.
Red-mad eo dezi bremañ rei danvez-lenn ken founnuz ha ken talvouduz ha ma heller d'an oll vrezonegerien a zo bodet en-dro dezi. Setu perag eo en em lakaet da embann leoriou hag e krog hirio da embann eur gelaouenn lennegel e brezoneg penn-da-benn.
Evid mad ar brezoneg eo bet savet Brud […]
Brud
Diwar an niverenn 1
Hañv 1957
Interramant ar Garront Zuig
Setu ar gontadenn diwar bluenn ar skrivagner Yeun ar Gow a vefe peadra, evel a skrivem uhelloh, da zevel diwarni eur gwir vandenn-dreset euz ar re vodernna. Hag a helled lenn e niverenn genta Brud e 1957.
M'ho-peus c'hoant da gleved ano euz ar spontadenn am-oe eun nozvez, diwezad-braz o tistroi d'ar gêr, e livirin deoh e oan digouezet e penn ar Garront Zuig, e-leh ma klevis daouzeg taol hanter-noz o son en iliz-parrez, evidon da veza, a-benn neuze, eur pennad mad a vale diouti. Diavel ha didrouz e oa an amzer, hogen teñval a-walh o veza ma ne oa ket savet hoaz al loar. Teñvalloh e oe dioustu en-dro din, kerkent ha m'en em gavis dindan ar volz a ree, a-uh d'ar garront zon, keuneud stank ha deliaoueg an daou gleuz uhel a zave unan a bep tu dezi.
E friko merh Kerligoan e oan bet er vourh, ha, daoust da ze, ne oan ket badaouet an disterra. Med chomet e oan da zavarad goude koan, diwezad oh echui evel boaz, gand eun nebeud mignoned din e ostalidi Per an Hamon. Hag, e-ser tapa eur banneig pe zaou, e oan bet daleet ganto pelloh evid ma zoñjen.
Mond a reen etremeg Kervorvan, ma hêr, sonn ma 'fenn ha divorfil-kaer ma spered, med pounner a-walh ma divesker war-lerh abadennou-dañs stank am-oa grêt etre an daou ziazez. Pa vezen o frikota, n'eo ket chom da zelled ouz an dud all da zañsal a blije din, hogen lammad ive d'o heul er c'hoari, da 'fringal evelto, ne lavaran ket.
Goude beza kerzet gand ar garront skoachelleg, e teuas ma daoulagad da voaza ouz an deñvalijenn hag e oa êsoh din bale gand ma hent. Med dizale e klevis eun trouzig trist, heñvel ouz mouez eur hlohig-kañv hijet beb eur mare. Hanter-vouget a-wechou ha pellig etre pep hini, e tassone goustadig ar hlohadou, o koueza hini ha hini, evel greun o tizihilia diouz pennou-id re aho. Nehet eun disterra, e ris eun harp da zelaou hag, a-barz nemeur, e kreñvaas hag e tostaas an trouz […].
Yeun ar Gow
Brud
Diwar an niverenn 1
Hañv 1957
Mamenn brehoneg Gwéned
Pétra ouiam, en amzér a hiziù, a-zivoud mammenn brehoneg Gwéned ? Distér dra, aveid lared er wirioné ! Emesk papérieu koh Menati Rédon, n'eus bet miret nameid unanig hebkén ged un nebeud frazenneù ér brehoneg koh. Med aveid gouied mar doè dishañval brehoneg Gwéned doh er rérall, é vehè ret é lakad kevér ha kevér getè. Gall ket nehi boud groeit en dra zé ! Un druhé éma, a pé soñjér éma bet kollet da virùikén papérieu koh Menati Landévenneg é gré en Normaned.
J. Loth e gavè getoñ ne oè ket kohoh on brehoneg aveid er seitegved kantvléad. Aveid treu zo marsé oè gwir er péh e lare (Z deit de voud H). Med e geteh ma vè kavet pennadeu kohoh é komprenér penaoz éma ganet abretoh eged ne oèd aveid hen lared.
Revé er heltiegour braz eué ne chomè hanni é komz galianeg, dréma, a pen dé bet poblet éndro on bro, a pe zas er Vretoned, de lared é, ar droieu er hwéhved kantvléad. Er brehoneg nen dehè bet de geijein nameid ged er yéh roman de getañ, hag er galleg de houdé.
N'éma ket ali geton rah er geltiegourion […].
Gweltaz Bernier
Brud
Diwar an niverenn 1
Hañv 1957
Ar re eo bet savet Brud ganto,
darn anezo da nebeuta
• Charlez ar Gall
• Per-Mari Mevel
• an Dr. Loeiz Dujardin (anavezet ive evel Loeiz Lok)
• Armand Keravel.
(A-gleiz da zehou)
O-fevar o-deus bet skrivet e Brud. Diellou Mevel.
Per-Mari Mevel
(ar pevare er renk kenta, diwar an tu dehou)
Da heul Bretoned all ha Kembreiz, da geñver eur vodadeg etrekeltieg e Kerdiz e 1960.
Neb eo lemm e lagad a anavezo marteze unan bennag all war ar poltred-mañ ? Diellou Mevel.
Armand Keravel
Goude beza bet adsavet Ar Falz kerkent ha fin ar brezel, e-neus bountet evid ma vefe savet Emgleo Breiz e 1955 hag ar gelaouenn Brud daou vloaz war-lerh.
Diellou CRBC.
Tangi Prigent
Bet ministr al Labour-douar goude an Dieubidigez, e-kichenn ar jeneral de Gaulle en e wetur dido.
Brezoneger e oa. Er gelaouenn Ar Falz hag e niverenn genta Brud e-noa disklêriet ne oa ket deread e vefe leusket ar brezoneg er-mêz ar skol.
Diellou Jean L'Intanf.
Evid lenn ar pennadou a-uz war o hed
Ar gwella tra a hellfeh ober eo prena niverenn 315 Brud Nevez : 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, klika amañ
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou