Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Diellou Brud Nevez
Muzikou ha kan
gand Bernez Quillien
Ma 'z eus eun den anaoudeg evid pez a zell muzik ar vro, eo Bernez Quillien. Unan euz Ar Bleizi Ruz eo bet e-pad bloaveziou. Labouret e-neus hag e ra c'hoaz e-wechou evid abadennou brezoneg an tele war France 3 Breizh, koulz hag evid re ar radio war France Bleu Breizh-Izel.
A bell 'zo eo boaz da skriva 'barz Brud Nevez eur renta-kont euz ar pladennou e-nevez bet tro da zelaou.
War al lehienn-mañ e vo kavet bremañ eun dibab euz e bennadou war o hed. Daou, evid kregi. Ha re all a vo laket ouspenn, tamm ha tamm.
Ma fellfe deoh kaoud an niverenn euz Brud Nevez gand hini pe hini deuz ar pennadou-mañ, war baper pe e stumm PDF (ma 'z eus deuz outo c'hoaz !) gwelit penaoz en em gemer en eur glika amañ.
Adembann a reer ar pennadou amañ dres en doare ma oant bet kinniget d'an ampoent er gelaouenn Brud Nevez.
Foto a-uz : ar strollad Takadidoum Batucada euz Roazon, bet klevet e Lambaol-Plouarzel e miz even 2017, sod gand ar muzik taboulinou 'giz er Brezil.
Ar strollad Startijenn e Brud Nevez 315
Lennit ar pez a skriv Bernez Quillien war al lehienn-mañ diwar-benn Startijenn da geñver o 20 vloaz.
Rozenn Talec & Yannig Noguet
Eur vouez a vo par d'ar re gaerra
Goude ma vije bet klevet o lakaad an dud da zañsal er festou-noz gand Mari Stervinou, goude eur bladennig warni peder ganaouenn, e teu Rozenn Talec en-dro gand eur bladenn fardet hag aozet asamblez gand Yannig Noguet.
Anavezet eo Yannig abaoe pell evid beza bet o seni deuz an akordeoñs diatoneg gand Gwenfoll, Fillifala, Gilles Servat, Delahaye pe c’hoaz Jacques Pellen. Deuz ar rummad sonerien akordeoñs « nevez »-ze, eo a-dra-sur Yannig Noguet unan euz ar re wella toud : lakaad a ra startijenn ha spered er pez a ra. Toniou koz a vez sonet gantañ evel just, ha toniou all savet gantañ e-unan, ha n’int ket divalo, evel m’ho-po tu da gleved war Mouezh an Diaoul peogwir ez eus seiz ton gantañ diwar an daouzeg a zo war ar bladenn.
Seni a ra Yannig ingal gand eur homper all, Sylvain Barou, doue nevez ar fleüt a-dreuz, an uilleann pipes ha me 'oar-me. Anavezet am-eus anezañ e Roazon ouspenn deg vloaz a zo, ha d’ar poent-se dija e oa anezañ eur soner ampart-tre. N’eo ket kosaad a ra Sylvain Barou, gwellaad eo ! D’an deiz a hirio e vez diêz keja gantañ e Roazon, peogwir e vez aliez o foeta an hentou hag al leurennou er bed a-bez, asamblez gand Dan ar Braz ha nousped strollad euz Iwerzon pe Bro-Skos. War bemp kanaouenn e vez klevet Sylvain war Mouezh an Diaoul, ha bewech e ro eul liou ouspenn d’ar ganaouenn, evel e Kalon glac’haret.
Keleier ha n'int ket euz Plogoñ
Ne glaskan ket lavared e vije bet paour hag enoeüz an traou heb Sylvain Barou, med pa ‘m-eus resevet ar bladenn 'm-eus en em houlennet peseurt muzik a vije da gleved gand eur vouez hag eun akordeoñs diatoneg nemetken. An dibab kanaouennou, mouez tomm Rozenn, hag an doare da ficha an toniou eo a ra pinvidigez ar bladenn. Eul labour dreist e-neus kaset Yannig Noguet da benn, rag laoskel a ra plas d’ar han. Harpet eo mouez Rozenn gand kensonerez ha lusk boest an diaoul. Fin ha speredeg am-eus kavet al labour greet en-dro d’an akordeoñs.
Deuz kreiz Breiz e teu Rozenn, hag evel just e kaver toniou euz ar horn-ze war Mouezh an Diaoul, a gomañs gand eur galv d’an dañs, ar gavotenn, anad deoh ! Bet eo bet o klask geriou kanaouennou e leor dastumadennou Y.-F. Kemener, ha brao eo disklêria deuz peleh e teuont - aliesoh-aliesa e vez greet an dra-ze gand an arzourien a-hirio. Gwechou all e kemer geriou hengounel, ha cheñch a ra anezo ma vez ezomm, evel da skwer 'barz Keleier Plogoñ, eur ganaouenn skrivet gand Denez Abernot d’ar poent ma oa ano da zevel eur greizenn nukleel eno : dond a ra da veza, dindan bluenn Rozenn, eur ganaouenn a-eneb an êrborz a fell da lod sevel nepell euz an Naoned.
A-wechou eo tost ar muzik-se euz ar « swing » : an akordeoñs an hini a zo kaoz, hag ivez an doare da gana traou zo, ha ne vefen ket displijet o selaou deuz an daou-ze asamblez gand paotred Ozan Trio !
Yaouank eo Rozenn Talec c’hoaz, hag o teski ema bepred. Dre Kreiz Breizh Akademi eo paseet, ha gand Marthe Vassallo ema o labourad. Setu perag e vez klevet, amañ hag a-hont, o kana dres evelti : eun doare da boueza war eur zilabenn, pe zoken eun tu da zistaga ar geriou, a zo tostoh euz Tregastel pe Rostren evid na vefe deuz Karaez. Heñvel eo evid toud an dud : gra 'giz ar mestr hag e teski !
Eun taol brao eo Mouezh an Diaoul evid eur bladenn genta - heb dizoñjal an hini vihan gand Mari Stervinou. Kavet he-deus Rozenn eur homper a-feson, ha ma vank dezi marteze c’hoaz eun tamm nerz en he mouez pa gan uhel, a-benn nebeud amzer, d’am meno, e vo komzet euz outi evel ma reer euz Annie Ebrel, Marthe Vassallo pe Nolwen Korbell.
Bernez Quillien
Diwar Brud Nevez, n° 299, miz gouere 2013
Rozenn Talec & Yannig Noguet, Mouezh an Diaoul, embannet ha skignet gand Coop Breizh.
Lehienn internet: http://www.rozenntalec.bzh
Joa ! Armel an Hejer, Malo Carvou ha Ronan Blejean
Toniou brao, kanet brao
Da vare kenstrivadeg ar viniaouerien daou-ha-daou e Gourin eo deuet Armel an Hejer da weled ahanon gand eur bladenn nevez e-noa greet gand daou gañfard all, Malo Carvou ha Ronan Blejean. Kaner eo Armel, evid ar re ne ouient ket, hag ar re-mañ a vo mad dezo e chomfe an ano-ze en o fenn, rag deuz Armel e vo komzet e-pad pell c’hoaz. Soner fleüt a-dreuz eo Malo, ha diatoneg eo akordeoñs an trede.
Anvet eo "Joa" ar strollad, hag ar bladenn ivez, ha moarvad o-deus dibabet an ano-ze evid rei joa, eürusted ha levenez d’o zelaouerie. Evid lared deoh dioustu ar pez a zoñjan, plijet-braz on bet gand ar bladenn-mañ.
N’int nemed tri barz ar strollad, hag e teu an traou ganto eun tammig evel gand eur houblad sonerien daou-ha-daou : peurvuia e vez respontet d’ar haner gand unan euz an daou venveg, med gwechou all eo just a-walh mouez Armel a respont d’ar fleüt pe d’an akordeoñs, ha gand ken nebeud a vinviou int deuet a-benn memestra da rei deom da gleved eur bladennad a doniou n’int morse skuizuz pe torr-penn.
Studiet mad eo bet ganto peseurt plas rei da beb hini, hag al labour war ar hensoni a zo bet speredeg. Ne glask hini ebed euz an tri soner en em lakaad en a-raog, klask a reont servijoud ar muzik d’ar gwella toud. Skriva a ran ‘tri soner’, rag kana a ra Armel an Hejer evel ma vefe e vouez eur benveg sonerez. Ma ‘z on bet plijet braz gand Ronan Blejean hag e akordeoñs, ha dreist-holl gand fleüt Malo, eo sur gand doare-kana Armel on bet boemet. Mignoned eo an tri-ze abaoe bloaveziou, sonet o-deus er memez strolladou (Ozan, Deus 'ta, ha me 'oar-me…) hag e lare Armel din en eur gaozeal euz Malo : "Me 'gav din emaon o vond da zimezi gantañ a-raog pell… peogwir ez eus droad bremañ !"
Labour speredeg ha dihortoz
Tra-walh e vefe ar ganaouenn genta evid lakaad ahanoh da brena ar bladenn : istor Yann Nikolaz a gomañs gand mouez Armel e-unan, a-raog m’en em gavfe ar fleüt da rei eul liou all d’ar ganaouenn. Tomm eo mouez Armel, hag aze e kan e brezoneg – kanet e vez toud ar hanaouennou e brezoneg war "Joa" – gand doareou na vezont ket klevet e Breiz med kentoh e broiou… ar Reter Pella marteze. Gouest eo ar haner da jeñch doare da gana hervez al liou a fell dezañ rei d’eur ganaouenn, ha m’on-eus soñj euz ar mod ‘swing’ a oa gantañ war bladennou Ozan Trio, e kan amañ en eun doare tostoh euz kanerien Kreiz-Breiz, marteze eun tamm evel Lors Jouin a-wechou.
Re aliez am-eus bet c’hoant, en eur gleved kanerien yaouank, da lared : "Erik Marchand, deus 'mêz euz ar horf-mañ !" Rag red eo deski, ha deski a vez greet en eur glask ober evel ar mestr - red eo renta enor d’al labour greet gand Erik e-pad bloaveziou, hag ivez d’ar re o-deus desket gantañ. E-unan ema Armel an Hejer o kana 'giz ma ra e Breiz, ha gwell a-ze deom ! Disheñvel ar paotr, disheñvel an doare da gana euz ar pez a glever hirio er vro, hag eur blijadur ouspenn d’on diouskouarn.
Marteze 'peus komprennet penaoz on bet plijet kentoh gand an toniou melkoniuz, med toniou ha kanaouennou da zañsal a zo ivez war "Joa". E-pad bloaveziou ema bet an tri homper o lakaad tud da zañsal e festou-noz ar vro, ha war an dachenn-ze int mistri ivez. War veur a don o-deus pedet tri mignon all dezo, n’eo ket o-dije bet ezomm sikour, med c’hoant ganto rei eun êrgelh all d’an toniou-ze. Ar re pedet ganto a zo Soig Siberil, Xavier Lugué (ouz ar gourrebed) ha Jaimie Mac Menemy. Gand an tri-ze evel just ne heller kleved nemed traou peurlipet ha kempennet brao, med atao eo an ton a deu a-raog an dud.
Toniou ha kanaouennou brao, kanet ha sonet brao, enrollet ha kemmesket brao, labour speredeg, dihortoz a-wechou, ha fromuz an arzourien, setu ar pez a zo da zizolei war ar bladenn-mañ. Evidon eo bet eur blijadur beteg an notenn ziweza. Joa !
Bernez Quillien
Diwar Brud Nevez, n° 301, miz du 2013
Ar bladenn "Joa" a heller kaoud er staliou, moarvad, pe e ti Coop Breizh. Ar gwella tra eo prena anezi war-eeun war ar bajennad a zo evid se war al lehienn Joa-music 18 € ar CD gand ar mizou. Ma fellfe deoh kaoud eur vynil da heul ha ma 'z eus c'hoaz deuz ar re-mañ, e kousto deoh 45 €.
Evid lenn ar pennadou muzik e Brud Nevez
kerkent ha ma vezont embannet
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou