Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 316
1918 : Fin eur brezel
N’eo ket eun eston e vefe bet chomet garanet don an eñvor deuz ar brezel 1914-18 e sperejou an dud. N’eo ket souezuz e vefe bet lidet kant vloaz an arzao-brezel gand pennou-braz eun tri-ugent bro bennag e Pariz hag e Rethondes d’an 11 a viz du 2018.
Taolenn ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid gelloud lenn ar pennadou-mañ war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 316 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Fin eur brezel
Daoust ha peurechu e vo ar reuz hag ar jolori a ra ar Jiletennou melen dre ar vro a-bez, ‘benn m’en em gavo Brud Nevez du-ze ? P’emaom-ni o peurgloza ar gelaouenn, n’eo ket peurzur. Nemed on-oa dibabet a-bell ‘zo lakad ar gaoz en niverenn-mañ war fin ar Brezel-bed kenta, evid meur a abeg.
Da genta, abalamour m’eo bet ar brezel 14-18 an euzusa darvoud kenta bet c’hoarvezet en XXved kantved, pa oa bet lahet tost da zeg million a zoudarded e nebeud amzer, heb komz euz kemend-all a ziviled hag euz eun hanter muioh a re hloazet.
N’eo ket eun eston e vefe bet chomet garanet don an eñvor deuz eur seurt brezel e sperejou an dud. N’eo ket souezuz e vefe bet lidet kant vloaz an arzao-brezel gand pennou-braz eun tri-ugent bro bennag e Pariz hag e Rethondes d’an 11 a viz du tremenet.
Ar pez a zo sebezuz eo e vefe bet lidou kerkouz all e kement parrez a zo toud dre ar vro. Bale war roudou ar zoudarded hag ar vartoloded a zo bet greet, embann al lizerou a oa bet skrivet ganto (ha pemp milion a lizerou a skrivent bemdeiz, a-hervez), sevel diskouezadegou ha kement ‘zo.
D’an emgann eo bet êet ar Vretoned ha skuilla o gwad o-deus greet ive. Kalz eo bet chomet o horvou war an talbenn pe e strad ar mor. Monumañchou, gand poziou brezoneg warno a-wechou, a zo bet savet en o enor, ha kizellet warno anoiou ar re a oa bet marvet evid ar vro. Fin eur brezel eo bet an 11 a viz du 1918. Brezeliou all a vo c'hoaz goude ze, allaz. Ugent vloaz nemetken war-lerh an hini kenta e oa bet disklêriet unan all.
Brud Nevez
Kartenn-bost bet skrivet - e brezoneg - gand René-Noël Abjean d'e wreg, d'ar 4 a viz c'hwrvrer 1918, euz Dukard. Diellou René Abjean.
Ar v/Brugerien 'eneb ar brezel
Embann o fennadou o-deus greet e 1913-1914 en eun tammig kelaouenn vrezoneg dister da weled, a oa Brug heh ano.
E Brug e veze laket ar gaoz war stad an traou e Breiz a-raog ar brezel kenta, ha dreist-oll war vuhez kaled an dud diwar ar mêz, kouerien ha mevelien. Euz bro Vreiz e veze kontet ive, deuz ar vammvro, euz ar yez hag ar skol, euz relijion hag an Iliz. Ne oa ket bet gwelet re vad skipaill Brug gand ar helaouennou brezoneg all : dioustu he-doa komprenet Dihunamb, da skwer, e oa bet savet aveid gounid an dud d’er sosialism, [sed e oa] dañjerusoh neoah aveid ar bobl rag skrivet eo e brehoneg.
Dre ma oa an daremprejou o vond war ziêsaad etre ar Frañs hag an Alamagn, e oa bet digemeret gand Kambr an deputeed eul lezenn nevez, anvet lezenn an tri bloaz, d’ar 7 a viz eost 1913 : bez’ e rankje diwar neuze ar baotred yaouank ober tri bloaz koñje, ha n’eo ket daou hepken evel a-raog.
Hervez an istorour amerikan Eugen Weber, al lezenn tri bloaz a zo bet ar gudenn bouezusa e Frañs beteg ma vo disklêriet ar brezel : Nous avons dans la loi de trois ans le point central de l’actualité du moment, emezañ.
Adaleg ma oa bet disklêriet ar brezel, e chomas sahet ar gelaouenn. Unan euz he skrivagnerien, Joz ar Braz, ginidig euz An Dre Nevez, a zo bet lahet er brezel, e penn kenta miz gwengolo 1915, e Bar-Le-Duc, d'an oad a 26 vloaz.
Fañch Broudig
Da lenn pennadou ar Vrugerien a-eneb ar brezel, gwelit e traoñ ar bajenn penaoz kaoud Brud Nevez, pe lenn al leor a zo bet embannet e 2003 dindan an ano “Eun dra bennag a zo da jeñch er bed”.
Levenez an treh en eun tu, enkrez en tu all,
eun dizamm evid an oll ?
Diwar an diou gelaouenn vrezoneg sizunieg a veze embannet d'an ampoent eo bet tapet ar pennadou-mañ, kement ha kas beteg ennoh, lennerien, eun hekleo deuz pez a veve hag a zoñje ar Vretoned e-kerz ar Brezel kenta. Diou-yezeg e oa Le Courrier du Finistère, a veze moullet e Brest, hag ar hazetenner brezoneg eno a oa Corentin Le Nours, na sine e bennadou nemed dre e ano-bihan. E brezoneg penn-da-benn e oa eben, Kroaz ar Vretoned, hag a oa renet e Sant-Brieg gand Erwan ar Moal, Ar Yeoded-Bocher ha Frañsez Vallée. Katolik e oa an eil hag eben.
Fin ar brezel er Hourrier
Ar brezel gounezet
9 a viz du 1918
Nevezentiou braz a hoarvez bemdeiz eur pennad ‘zo, hag i oll mad evidom. Goude ar Bulgari, labezet e nebeutoh eged pemzekteiz, an Turki he-deus pleget, ha war-lerh an Aotrich-Hongri n’he-deus ket daleet da ober kemend-all. An Almagn heh-unan a-eneb nao bobl, deg zoken ma teu ar Roumani d’en em zevel a-nevez a-du gand ar Frañs, Bro-Zaoz, Beljig, Serbi, Itali, Japon, Amerik, Portugal ha Gres. An anken a dle beza braz e Kerboch […].
Kaerroh : ar Tcheko-Slovaked, kement a gaoz anezo eur pennad ‘zo, ema o bro er Bohem, eur vro hag a sko war ar Sax hag ar Silezi. Da lavaroud eo ez eus war harzou pella an Almagn eur bobl prest da zailla ha da ober labour fonnuz, gand beza skoaziet eun nebeud. Evid he skoazia ez eus hent da ober : greet a vezo. Hag ar Boch a vezo labezet. Her gouzoud a ra ; ha nehet eo. Ra blego bremañ dioustu, hag e vezo berroh ar gont. O klask herzel pelloh hag asten an termen n’en-defe nemed koll da honid.
Fin ar brezel e Kroaz ar Vretoned
17 a viz du 1918
Perag on-eus bet an Treh ?
Ya, kenvroiz karet, hirio e heller hel lavared a-vouez-uhel, an Treh a zo deom ! Ar Vulgari da genta, an Durki da houde, an Aotrich war-lerh, a zo dindanom. N’en em ganner ken outo. Sinet o-deus kement a houlenned. Hag an Alamagn, d’he zro, he-deus goulennet eun “arzao-brezel”. Diskouez a ra evel-se anzao ez eo trehet.
Deut eo o zud en on linennou da gomz ouz on jeneral-meur ha da bedi da jom a-zao ha da ehana an tennou. Nemed en-deus respontet ar marechal Foch dezo evel-henn : « Tri devez ho-peus evid rei ho respont ; ahann di ne vo ket ehanet ar stourmadou ». Mad en-deus greet, rag gand tud treiz evel an Alamaned e renker beza atao war evez. Ma vefe bet ehanet ar stourmadou e-pad ar gaozeadenn, paotred Gwillou o-defe tennet en a-dreñv ar peb brasa euz o zraou ; ha pa vefe bet tremenet an tri devez, o-defe respontet : “N’eus netra hreet !”
Bremañ, er hontrol, Foch a gas e armeou war-raog heb paouez tamm ; dastum a ra tud, kanoliou hag a beb seurt traou, hag evel-se Gwillerm Daou, pe gentoh ar re a zeuio war e lerh, a renko plega dizale pe beza konfountet da viken. Sklêr eo eta an abadenn : an treh a zo deom a-vremañ !
Med perag on-eus bet an treh ? Dre n’on-eus nemed eur mestr, Foch, eun den gouizieg-meurbed, hag, ouspenn ze, eur hristen euz an dibab, hag a oar e teu e ouiziegez a-berz Doue […]. Perag eta on-eus bet an treh ? Eur wech c’hoaz, dre m’on-eus pedet ha dre m’en-deus an Aotrou Doue selaouet or pedennou. Med n’eo ket echu. Pedom c’hoaz, ken n’en em gavo devez ar Peoh benniget ha devez an distro e-touez on tud, en tiegeziou hag en on Bro garet Breiz-Izel.
Lennit muioh a bennadou er gelaouenn baper, gwelit izelloh
Eur beleg-soudard, o skriva, o tresa hag o liva
Pennad-kaoz gand Nelly Blanchard
E Kleder, e Bro-Leon, eo bet ganet Jean-Marie Conseil, e 1884. Ar seizved bugel e oa diwar nao en eur famill a labourerien-douar. Brezoneg a veze komzet eno, med galleg a ouie e dud. Tremen ar vachelouriez a ra e 1906 hag ober daou vloaz koñje goude ze, a-raog distrei d’ar hloerdi braz e Kemper. Beleget eo e 1912 hag anvet da gure ar bloaz war-lerh e parrez Sant-Vaze Montroulez.
Adaleg m’eo disklêriet ar brezel, eo galvet da vond da zoudard d’ar 1ª a viz eost 1914. En eur zikour eur hamarad, eo lahet d’ar 4 a viz gwengolo 1916, d’an oad a 32 vloaz. Etretant, e-nevo bet skrivet eur hant lizer bennag d’e dud, d’e vreur beleg eveltañ, d’eur c’hoar seurez hag a oa divroet e Stadou-Unanet an Amerik… N’eus ket kalz a lizerou e brezoneg, mez bez’ ez eus…
Nelly Blanchard : Nann, n’eus ket med daou lizer, skrivet penn da benn e brezoneg, hag a-hend-all eur pemzeg bennag hag a zo enno eun nebeud frazennou e brezoneg. Gwir eo e-neus skrivet toud e lizerou 'pad ar brezel e galleg. Evel an oll zoudarded pe dost. E-pad an amzer e-neus tremenet er brezel, etre toud e-neus skrivet eur hant bennag, daou oll-vrezoneg.
Petra 'zo kaoz n'o-deus ar zoudarded skrivet nemed e galleg kazimant d'ar houlz-ze ? Hervez lod, n'e-neus ket bet fellet dezo skriva muioh e brezoneg, komz a reer deuz censure. N'eo ket se ?
Diêz eo displega da vad petra zo bet. N'eus ket med Loeiz Herrieu 'benn ar fin e-neus skrivet toud e lizerou e brezoneg. Daniel Carré e-neus labouret kalz war ar re-mañ, e-neus klasket ive kompren petra 'n-eus laket anezañ da skriva e brezoneg. Med Loeiz Herrieu oa dija 'barz an emzao hag e-nevoa c'hoant braz da skriva toud e brezoneg.
Padal, Jean-Marie Conseil ne oa ket tamm ebed 'barz an emzao, hag e oa eun den deuz e amzer evel al lodenn vrasa deuz ar Vretoned, hag eun den desket. Eñ oa bet stummet er hloerdi 'barz Kemper, ha stummet e galleg. Er gêr e kaozee brezoneg, galleg er skol. Boaz oa da skriva ha da lenn e galleg. Ar prantad-amzer-mañ a zo dija merket ha merket mad. Me 'zoñje din eo etre an daou vrezel e oa merket an traou gand an diglossie, med a-benn ar fin e oa dija merket mad evid ar veleien hag a oa desket da vad 'barz ar skoliou d'ar mare-ze.
[…]
Iñfirmier eo bet e-pad ar brezel, rag ar veleien ne vezent ket kaset war an talbenn. N'eo ket se memetken. Tresa a ree, livaduriou n'ouzon ket ped…
Adkavet on-eus ouspenn kant taolenn pe tresadenn gantañ. Ober a ree ze war garnedou, war follennou distag pe c'hoaz a-wechou 'barz e lizerou, e-noa c'hoant da gas d'e c’hoar Athanasie er Stadou-Unanet, muioh c'hoaz d'e vreur Joseph a oa beleg 'barz Brest… Eun doare ive da ziskouez d’ar famill petra oa o veva, penaoz oa an endro, penaoz 'oa an tier en o foull endro dezañ, petra a oa e gamaraded endro dezañ. Petra 'oa e vrezel dezañ.
Ar post bihan n° 4. Fozellou koad St Mard. Taolenn livet gand Jean-Marie Conseil, d'an 28 a viz even 1915. Diellou Eskopti Kemper ha Leon.
Da lenn ar pennad-kaoz war e hed er gelaouenn baper, gwelit izelloh.
Tro-spered ha karantez-vro
Eul leor diwar-benn Jean-Marie Conseil he-deus embannet Nelly Blanchard. Kelennerez war ar heltieg ha klaskerez e Kreizenn an Enklaskou breizeg ha keltieg (C.R.B.C.) eo hi e Skoliou-meur Breiz-Izel e Brest. Studiet he-deus e vuhez hag e gredennou koulz hag e lizerou, e dresadennou hag e livaduriou, ar poltrejou a zo bet tennet gantañ ive. Drezo, e teuer da gompren pehini ‘oa tro-spered, speredelez ha karantez-vro eur beleg adaleg m’eo bet soudardet.
Beleg eo chomet dalhmad, ha displeget e-neus en e lizerou petra oa hervezañ ster relijiel ar brezel. Soegn ar zoudarded all e-neus greet war an talbenn, pa oa kravazataer hag iñfirmier. Ha war ar memez tro eo bet eur gwir arzour, daoust ma n’eo biskoaz bet e skol ebed evid se. Eul leor da veza lennet, rag pinvidig ha liesseurt eo an testeniou e-neus laosket Jean-Marie Conseil war e lerh diwar-benn daou vloaz kenta ar brezel.
Un chouan dans les tranchées. Jean-Marie Conseil, prêtre breton au front (1914-1916). Presses universitaires de Rennes, 2017, 330 p.
Jean-Marie Conseil : e lizerou brezoneg
Diwar dorn Jean-Marie Conseil ez eus daou lizer e galleg gand linennou brezoneg e-barz ha daou all e brezoneg penn-da-benn. Setu amañ unan anezo. Lakad a reom anezañ amañ dres evel m'emaint bet skrivet gand Jean-Marie Conseil pa oa war an talbenn. War veteg eur geriennou bennag, n'int ket re ziêz da intent evid eur brezoneger a-hirio. Anad eo, n'e-noa biskoaz bet eñ desket skriva brezoneg, pas zoken hervez an doare-skriva a neuze.
Jean-Claude Conseil, unan euz nizien Jean-Marie, ema miret gantañ lizerou-orin e eontr beleg. Trugarez dezañ da veza bet roet deom an aotre d'embann ar re-mañ ha lod euz an tresadennou. Trugarez ive a-greiz-kalon da Nelly Blanchard da veza bet prestet deom he fichennaouegou.
27 a viz even 1915
Jean-Marie Conseil d’e dud, Jeanne-Yvonne Abalain ha Louis Conseil
Kartenn-lizer bet kontrolet
Gand eun dresadenn
Mes bien chers parents,
Mad an traou ato. Anaout a ran breman an derempred en hon trancheou nevez, rak er gouzoud a rid dre va lezeri all homp saved eun tamik varzu an neach. Setu ama eur chroquis euz a eur « poste avancé », tostik ema dar boched : pemzek paz marteze. Kaozeal goustadik a ranker ebarz. Tri pe pevar soudard a vez ato e garde eno. Deac’h pa zoun eat da ober en droïk betek an toul, Louis Nedelec euz ar bourg a ioa e tioual anezan. Er chleved e meuz ho lavared he chapeled ken trankilik a tra. Diskoez en deuz great dhin penaoz e zea unan anezo ervech en amzer dre an toul dizour a zo d’an traon aze en tu all dar chleus en noz evit gueled ag ar boched a zo fur. N’hor ked evit mont dreist, rak gried eo an torken gant en orjall. Perik ar Poudec en deus bed chans deach : he lisser tenten [liñsel teltenn] a zo bed strinked dezan e bek ar goez. He unan ne deuz nemed en guignadenik en he vleo. Sioul kena eo an traou ama. Iach oun. Je vous embrasse et ne vous oublie pas à mes messes.
An dresadenn : Ar beleg-soudard Jean-Marie Conseil o skriva, eur vombezenn en e gichenn. Treset gantañ e-unan. Diellou : Jean-Claude Conseil.
Da lenn al lizerou all er gelaouenn baper, gwelit izelloh.
Ar monumañchou brezel a zo brezoneg warno e Bro-Leon
Ti famill va zad e Breiz-Izel 'oa e korn gevreta plasenn iliz Landivizio. Hag e-kreiz ar blasenn-se e oa dibosubl din tremen heb gweled ar pez monumant savet war-lerh ar brezel 14. Skrivet pep tra e brezoneg warnañ : « Da vugale Landivisiau maro evit ar vro ».
Daou pe dri bloaz 'zo, pa 'm beze tro da droia e-leiz dre Vro-Leon eur wech all, ha kant vloaz abaoe penn kenta ar brezel diot-se, e oan krog da notenni pa gaven monumañchou all skrivet brezoneg warne. Diwezatoh em-oa divizet o renabli, notenni petra bennag 'oa merket hag o fotoioa zoken. Ha setu kaset da benn an enklaskig-mañ pelloh, dre douez reou all a oa kaoz kenta din beza o pourmen evel-se.
Kenta tra da lavared eo n'eus ket peb a vonumant e kement kumun, hag e hiniennou ez eus estreged unan, setu ne zegouez ket a-bez ar gont anezo gand hini ar humuniou. Ez reiz, lakom, ar re 'zo eet d'ober Brest evel m'ema bremañ o-doa peb a hini pa n'eo ken war-lerh an Eil Vrezel-bed 'oa sevenet ar gendeuzadenn-se. Parreziou all 'zo, e-giz Larred, 'zo bet lonket gand unan all. Hag e kumuniou braz 'zo ez oa ouspenn eur barrez. Evel-se e Sant-Kadou 'zo diouz Sizun, med eur monumant all 'zo eno e-kichenn an iliz, ha ne oa ket eur chapel…
E peleh ez eus deuz outo
Abaoe ar poent sevel anezo, an oll vonumañchou n'int ket chomet el leh m'edont da genta. Hag e peleh ? Evid kazi oll barreziou Bro-Leon edo ar monumant harp en iliz, eun tu bennag er vered. 'Pez 'zo, e meur a hini, ar vered, deuet re vihan, 'zo bet harluet ha peurliesa eo chomet ar monumant er hloz-iliz. Unan pe zaou ‘zo bet diblaset evel e Sant Martin-war-ar-Mêz, pe greet unan nevez da heul ar vered. Eun nebeudig re all e kêr 'zo en eul leh kreiz bennag all, bered ebed tro dezo : evel-se e Gwipavaz ema e-kichenn chapel ar Reun, ha n'eo ket e-kichenn an iliz.
[…]
E peb leh 'm-eus notennet petra bennag a welen skrivet warno – nemed anoiou an dud, pa z eus, ha « sinatur » an embregrez o greas. E pe yez pe yezou 'oa va enklask kenta. Ha fotoia an oll re 'zo brezoneg warno am-eus greet. A-benn ar fin, soñjet mad peb tra, ar monumañchou brezel-se, brezoneg warno, eo an implj diavêz relijion nemetañ a welan en eur seurt ofisielaad ar brezoneg, na mui na mez hag a-wel d'an oll.
Brezoneg, galleg ha latin
Teir yez a heller lenn war monumañchou brezel 14 Bro-Leon : brezoneg, galleg ha latin.
Evid ar re-mañ, em-eus notennet an heitad dre vraz. Lod muioh a vrezoneg, lod all muioh a halleg, a-veh eun hanter ouspenn. Hag ar re diouyezeg rik hag ar memez testenn en diou yez, tu ha tu er peurliesa, evel e Tregaranteg.
[…]
Mikael Madeg
Foto : Mikael Madeg
Da lenn studiadenn Mikael Madeg war he hed er gelaouenn baper, gwelit izelloh.
Parreziou Leon
ez eus enno eur monumant-brezel brezoneg warnañ
Parreziou Leon ez eus enno eur monumant-brezel diouyezeg
Monumant ar re varo en Enez Eusa. Foto : F. Broudic
Konta ar Brezel Kenta d'ar vrezonegerien yaouank a-hirio
"Ar Brezel Bras" a oa bet embannet e stumm eul leor e 2015. […] Evel just eo kalz brasoh al leor eged an ezommou. Rag eur helenner skolaj, lakom, e-neus d'ar muia peder pe pemp eurvez labour war ar Brezel Braz, tra ken. Kement hag ober, e leh trei eul leor diwar ar galleg, e oa kerkoulz kemer skweriou e Breiz, gouzoud a reem e oa. Hag e brezoneg evel just. Da genta em-oa soñjet e vefe diêz kaoud testennou ha diellou evid peb tem, a-benn ar fin on-oa kavet.
Mad a-walh eo bet digemeret al leor. Re a draou e-barz, a lavar kelennerien 'zo, gwir eo. Dezo d'ober o jeu bremañ gand an oll ziellou a zo e-barz, hag emaint en linenn ive. Pep hini a hell kemer ar pez e-neus c'hoant, pennad pe bennad. Beb tro, evid peb tem on-eus laket pe eur filmig, peotramant eun enrolladenn : lakom, evid penn kenta ar brezel, unan gand Jules Gros o konta miz here 1914, a zo dedennuz-kenañ, aroueziuz-kenañ. Bez ez eus traou da zelaou, da zelled, ouspenn an traou da lenn. Pep hini a hell mond da besketa. Posubl eo konta ar Brezel braz penn-da-benn gand skweriou kemeret er vro… Hag e brezoneg eta !
Ar Brezel-bed Kenta a vez studiet en 3e klas er skolaj hag er henta klas el lise. Evito da genta penn eo greet eul leor evel-se, d'am zoñj. Hag evid forz piou a vefe dedennet da lenn traou e brezoneg diwar-benn ar ar Brezel Braz.
Ar Brezel 14 evid ar re yaouank ? An istor eo…
Da houzoud pehini eo tro-spered ar re yaouank a-hirio e-keñver darvoudou a zo pell ahanom memestra, e vefe red goulenn diganto o-unan ! Bremañ eo deuet da veza evid ar skolajidi eun dra bennag en istor. Pe e vefe ar Grenn-amzer pe ar brezel 14, an istor eo, n'eo ket o afer dezo ken. 'Barz al leor e kinnigom dezo ober enklaskou, war eur zoudard, war eur martolod, penaoz tenna gonid diwar eur poltred. War lehienn TES, ez eus kartenn Vreiz, ha warni eun nebeud monumañchou ar re varo, dezo da vond da weled an hini a zo en o farrez. […]
Da lenn pennad Herve Peaudecerf war e hed er gelaouenn baper, gwelit izelloh.
Kenurziet eo bet "Ar Brezel Bras" gand Herve Peaudecerf, ha prientet gand eur skipaillad deg a dud. Kavet e vez da brena er staliou. Ma n'ema ket en eur stal, displega o-deus da houlenn anezañ. Priz : 15 €.
Evid mond war lehienn TES (Ti embann ar skolioù) : https://www.reseau-canope.fr/tes/
Evid lenn an oll bennadou a-uz
(hag ar re all) war o hed
Prenit 'ta niverenn 316 Brud Nevez : 10 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 5 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, klika amañ.
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou