Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 318
Liviou an hañv
Ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid lenn ar pennadou war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 318 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Liviou an hañv
[…] Petra d'ober e-pad an hañv, nemed kemer eun toullad deveziou vakañsou da nebeuta, pa heller ? Hag e-pad ar vakañsou, dialani, ebati, c'hoari las gand e vignoned hag e gamaraded, mond kostez 'n aot, krapad er meneziou, chom peoh da lenn, mond d'ar sinema, gweled bro… Vakañsi a reer e kement feson a zo toud. Kant den, kant giz.
En amzer ma ne oa ket a wir vakañsou evel a zo hirio, e oa dija pardoniou. Hervez an enklask ema BCD oh ober diwarno, e vefe 589 pardon netra ken med e departamant Penn-ar-Bed. Ha war-lerh ar pardon, e veze an ad-pardon. Meur a zevez a bade a-wechou ar pardon koulz hag an ad-pardon. Aozet a zo bet ive hag a bell 'zo goueliou e kement stumm a zo : gouel ar bleuñiou, gouel an eost, gouel ar micheriou koz, goueliou ar mor (hag a zo deuet da veza goueliou meur abaoe ar bloaveziou 1980, e Douarnenez, e Brest, e Pempoull…) ha kement 'zo […].
Brud Nevez
BCD : Bretagne culture diversité. Med perag 'ta ne ra BCD eun enklask tra ken med war ar pardoniou, ha ne ra ket war ar goueliou all a zo bet a-viskoaz dre ar vro ?
Ar poltred : Muzisianed e-kerz goueliou-mor Brest 2012.
Profou an hañv
Fin mezeven, eur ganenn-veur a doniou laboused a drid war ar mêziou da houlou-deiz pa n’eo ken pemp eur hanter c’hoaz ouz kloh ar vourh.
En dremwell, war-zu ar reter, ema skeud ar Menez evel didrohet e paper du, dindan skleuriou gwan an deiz en oabl digoumoul.
Eur gwiskad a berlez gliz a zo ganet war grohenn on douar diouz an êzenn laeret ganti he gor.
Ar rouedou kevnid zoken, lastret gand ar re-mañ, a bleg dindan pouez an dour.
Pa zavo an heol e fri hag e vannou, en tu all d’an dorgenn, e z aio ar perlez-dour d’ober eur mell stiperez berrbad d’an natur.
War geot nevez-pilet ar prad, e kerz eul louarnez, digor he diouskouarn, lemm he sell, ha tano he 'fri […].
Charlez an Dreo
Traouigachou diwar-benn an hañv…
« Skriva eur pennad, liou an hañv warnañ… » Gast, e penn-kenta toud ne deue mann ‘bed em fenn ! Nemed tammoù son ♪♫♪ Tuchant e arrio an hañv ♪♪♪♫
Ha me krog d’en em zoñjal pellohig… Da glask peadra da voueta ma spered ! Pa z oh degouezet war ho leve, daoust hag-eñ 'pad an hañv ‘hed ar bloaz ? Petra 'zinifi an hañv ? An amzer vrao ? Padal, amañ e Breiz, n’eo ket dre red ‘pad an hañv e vez ar brava amzer, da lared eo tommder, heol, avelig klouar…
Dibaoe amzer me bugaleaj, petra zo disheñvel hirio an deiz ? ‘Raog veze an hañv mare mond da neuial er mor, dreist-oll evid tud Kreiz-Breiz o chom ken pell deuz an aod. Bremañ n’eo ket ken. Gand eur zae-kouronka e vez tu mond da vale er mor ‘hed ar bloaz . An dienn-skornet ne veze debret anezo d’ar mare-se nemed ‘pad an hañv kazi. Bremañ eo deuet da veza ordin debri anezo 'hed ar bloaz […].
An hañv 'zo eur gouel e Breiz, ar gouel nemetañ, deuz penn kenta miz Gouere da fin miz Eost […].
Annaig Daouphars
Foto : Naig Daouphars. Dantelez heol-disheol kreiz an hañv, feson livaduriou Tal-Coat.
Lennegez
Klemmgan an disparti
Bremañ pa 'm-eus amzer
Ha spered da skriva
'Z an da gompozi eur zon
Euz ar re an dua […]
Setu ar poz kenta deuz ar varzoneg ne oa bet kaset med da zaou a dud nemetken gand Chanig ar Gall : Jakez André ha Remi Derrien, kement ha kimiadi deuz ar gompagnunez Teatr Penn ar bed. Ambroug ar strollad he-doa bet greeet e-pad bloaveziou, adaleg ar penn kenta end-eeun, harpa anezañ, kemer perz ha c'hoari e meur a hini euz ar peziou niveruz a zo bet kinniget gantañ. Hi eo he-doa ar roll penna e "Gwragez", hini ar vaouez koz, a zo bet displeget evid ar wech kenta e C'hoariva Kemper d'ar merher 20 a viz mae 1987. Gand Bernard Lotti e oa bet leurenniet ar pez.
Fromuz eo adlenn eur seurt testenn tregont vloaz goude m'eo bet skrivet. N'eus ket c'hervoni enni, kerse ha melkoni nemetken o weled an amzer o tremen hag o rankoud dispartia. Anzao a ra Chanig pegen fromet e oa hi pa oa o skriva anezi, rag en eun doare e oa eur seurt kenavo d'ar vuhez publik he-doa bevet beteg neuze. Seiz vloaz ha tri-ugent e oa d'ar poent-se. Eur hart kantved a vevo c'hoaz goude ze […]
Gand J.-Y. Varin eo bet tennet poltred Chanig e perz "ar vaouez koz", er pez-c'hoari "Gwragez". Diellou Teatr Penn ar Bed. Trugarez da Jakez André da veza kaset deom ar varzoneg hag ar poltred.
Kevrin ar vuhez
ha barzonegou all
Kevrin ar vuhez
Eur spergellig o klask e hent
Eur vigellig o klask he far
Diou gellig o pokañ an eil d’eben
Diou gellig o kendeuziñ, eur vi
Eur gronnad kelligou o kreskiñ deiz-ha-deiz
Eur grouell
Eur hrouadur
O tizoloiñ eur bed nevez
Eur babig digor-braz e zaoulagad
Eur babig ouz bronn e vamm
E gov leun a lêz dous
E zell leun a spont hag a hlanded
Kevrin ar vuhez
Boul-douar en arvar
Achu ar baradoz gwenn
Evid ar hole-mor, an arz gwenn
Ar vorskorneg o teuziñ
Gand an hin o tommañ
Bronneged, loened-stlej, evned, amfibianed, pesked…
Eet da get hanter-kant dre gant euz ar mellkeineged
Labour-douar kimieg, kêriekadur, chase, pesketerez…
Obererez Mab-den Roue ar bronneged
Ar spesad-loen na zigresk ket
Eet euz tri da zeiz miliard a dud
Kollet emskiant Mab-den ?
Red eo dihuniñ
Med kement zo d’ober
Mond gand eur harr-nij
Difenn an harzou
Ren eur brezel
Klask kresk an armerz
Adkavoud kresk an ampletusted
Eun dervez, koulskoude ?
Roue ar bronneged a droio e gein
Den dirakañ, den a-dreñkañ
Na spesad-loen, na spesad-struz
Tra med blokadou tud o klask treuzvevañ
Marcel Diouris
Nao varzoneg all diwar dorn Marcel Diouris a zo da lenn e niverenn 318 Brud Nevez.
Kanaouenn ar goukoug deuz kostez ar Gilli
Er henta eur deuz ar mintin
Me 'glevas ar goukoug.
Kana a ra er Brouskoad Royal
Klevet 'vez anezi raktal,
Tremen a ra trema ar Goskêr
Dihuni 'ra ar gêr
Partial da Restavelen
'Raog digoret 'n norejou
Pellaad a ra da Restargo
Klevet 'vez tro-war-dro
Disken a ra trema ar Chaoser
Evid kemer an êr
Bremañ a ra euredenn
Klevet deuz ar Vein Gwenn
Selled 'ra diouz Keneh Hlaou
Evid selaou ar penn-glaou
Eur ganaouenn a vez laosket
Evid ar re 'vez kousket […]
Pièr Mell
Trugarez da Fañch Colcanap
Er Gilli, parrez Poulaouen, eo bet ganet Pièr Mell er bloavez 1915. E dad 'oa bouloñjer. Eur skol brotestant 'oa er Gilli abaoe fin an 19ved kantved. Eno eo bet skoliatet Pièr. Berz e-neus greet skol ar Gilli ha bet eo degemeret zoken gand an Deskadurez-Stad, mistri brotestant enni bepred. Mond a reas Pièr Mell war ar vicher bouloñjer e plas e dad. War-lerh an Eil Brezel bed, hag eet da flut ar skol goz, 'oa bet savet eur skol bublik nevez, inoguret e 1956 gand Tanguy Prigent, ministr, na petra 'ta ! Ne oa ket tonket, siwaz, ar skoliou dre amañ da veza ken paduz ha Koad Freo. Serret eo bet skol nevez ar Gilli e 1977. Marvet eo Pièr Mell gand e 91 vloaz er bloavez 2006. A-drugarez d'e wreg Mari eo embannet ar ganaouenn-mañ hag unan all ouspenn e niverenn 318 Brud Nevez.
Poltred Pièr Mell. Diellou personel.
"Jean-Claude, amezeg ma mamm"
Embannet zo bet eur barzoneg savet gand Yvon Le Men, ha troet e brezoneg gand François Colcanap, er gelaouenn « Apulée – Traduire le monde ». Eur barz brudet ma z eus unan eo Yvon Le Men, ha nevez loreet eo bet gand priz Goncourt ar varzoniez.
Na pegen kaer eo an hir a varzoneg-ze, c’hweh pajennad en oll ! An titl da genta : « Jean-Claude, amezeg ma mamm » ! Souezuz ! An tu gin penn-da-benn euz ar pez om boaz tamm-pe-damm da gaoud dindan ar stumm barzoniel. Eun ano bihan oh ober anezañ : Jean-Claude, n’eus ket ordinalloh. Ha tri hér ken simpl all : amezeg, ma, ha mamm. Eun titl heñvel ouz komzou eur bugel.
N’eo ket Jean-Claude eur bugel avad. Eun den gour a zo anezañ. Bet o chom e vugaleaj-pad er memez kêriadenn hag Yvon Le Men. Amezeien e oant. Eun dra vunud a heller merzoud en titl end-eeun : en eur lenn Jean-Claude, amezeg ma mamm, e hellfed kompren ema Yvon Le Men o vond da gonta istor e vignon koz e-unan, ar pez n’eo ket gwir toutafed […].
Setu eun testeni beo-buhezeg diwar eur vuhez n’eo ket braveet tamm ebed, kinniget dres evel m’eo bet hag evel m’ema c’hoaz. Eur vuhez m’eo mesket an emlaziou, an daerou, ar hi o harzal e penn an noz, hag ar c’hoarz […].
Troet mad-tre eo an destenn e brezoneg beo Poullaouen gand Fañch Colcanap, a glot evel eur burzud gand galleg-pobl Jean-Claude.
Loeiz Grall
Embannet eo bet "Jean-Claude, amezeg ma mamm", barzoneg Yvon Le Men, e niverenn 4 ar gelaouenn « Apulée – Traduire le monde » e miz meurz 2019. Kaoud a heller anezi en ti-embann Zulma. Lehienn internet : http://www.zulma.fr/livre-apulee-4-traduire-le-monde-572177.html
Ar poltred : Ar barz Yvon Le Men e ti Dialogues e Brest, e miz ebrel 2016, evid komz euz e leor "Les rumeurs de Babel". E miz mae ar bloaz-mañ eo bet roet dezañ priz Goncourt ar varzed evid e oll oberou. Tahar Ben Jelloun a ra dioutañ "eun treizer a gemer e amzer da zelaou ar bed hag a oar kuriuzi ar geriou".
Evid lenn an oll bennadou a-uz
(hag ar re all) war o hed
Prenit 'ta niverenn 318 Brud Nevez : 10 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 5 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, kilka war Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou