Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 318
Liviou an hañv
Ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid lenn ar pennadou war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 318 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Ar pajennou all
Mari Kermareg
Piou, e-touez ar Vretoned kar-o-yez, n'e-nije ket soñj beza bet gwelet anezi war an tele ? Pe ar filmou a zo bet produet pe sevenet ganti, na pa vefe nemed an hini kriz he-devoa bet troet gand ar re a oa bet oh ober brezel en Aljeri.
Komedianez eo bet gand Teatr Penn-ar-Bed. Heuliet he-deus gwella kanerien ha muzianed ar vro ha darempredet al lazou-kana da heul he gwaz, René Abjean.
Gand ar skiant-prenet he-deus, savet he-deus pennadou-kaoz, da lakad a beb seurt tud da gonta o buhez e Brud Nevez. Ne ra ket ken, ne hell ket ken. Setu d'he zro dezi da respont. Da gregi ganti, eo bet mad dezi kaozeal da genta deuz he yehed, rag skoet eo bet da vat gand ar hleñved.
Mari Kermareg en he zi. Foto FB.
Cheñchet eo ma buhez
Mari Kermareg : Skoet-braz zoken, rag cheñchet eo ma buhez penn-da-benn abaoe daou vloaz hanter, prestig e vo tri bloaz, p'am-eus klevet e oa ar hrank ennon. Oberateet on bet, ha da houde ar chimio. Hag an dializ, peogwir e-neus greet ar chimio droug din ive… Kollet am-eus va nerz. Ha nerz am-oa, e reen eur bern traou, labourad, ober sport, war-dro al liorz, en ti, c’hoari golf… Adc'hoariet em-eus abaoe, med bremañ ne hellan ket ken, 'm-eus ket a-walh a nerz, ne hellan ket padoud en eur c’hoari. Kregi a hellan, n'hellan ket padoud.
Peseurt efed a ra se dit ?
Digalonekaad ahanon. Med n’emaon ket o soñjal e se e-pad an deiz, e mod-se 'ma. Em harakter n'on ket eur plah trist, na treñk kennebeud. Ne vezan ket o leñva bemdeiz. Va buhez a zo cheñchet, hag e mod-se ema. E vevan ive en eul leh hag a zo brao, amañ e Plougerne dirag ar mor, pa vez rust ar mor zoken, a-wechou e vez teñvalloh, brao eo memestra […].Penaoz eo deuet ar brezoneg dit ? Er gêr ?Pas kement-se, med em bugaleaj ar brezoneg a oa aze tro-dro din, kazimant bemdeiz e Plougerne e-touesk an dud. Pa z eem d'an iliz, toud a oa e brezoneg, an embannou, e veze kantikou. Eun dra 'm-eus soñjet da houde : gouzoud a ouien eur bern kantikou dre 'n eñvor, desket em-eus heb gouzoud din em bugaleaj. Geriou em-oa, med pas… Da houde, eur wech dimezet zoken, em-eus soñjet e oa ar yez-se 'barz va skouarn ha ne oa ket e beg ma zeod !
Labouret a-teus evid ar radio hag evid an tele. Peseurt soñj 'teus dalhet euz Charlez ha Chanig ar Gall ?
Tud dispar, prest bepred da reseo ar re all, da rei bepred. Va darempred gand Charlez ha va darempred gand Chanig a oa disheñvel. Charlez a roe kalon ha fiziañs din bepred, difazia ahanon pa reen faziou, en eun doare ken trankil ken em-oa fiziañs… Gand Chanig e oa disheñvel, mignoniaj braz a oa etrezom. Ouspenn-ze he-deus kaset ahanon d'eur bed a oa he bed dezi, bed ar ar varzoniez. Ar varzoniez a blije din dija, er skol e plije din displega barzonegou. Gand Chanig on eet pelloh ha donnoh er varzoniez, an dra-ze a zo bet eun dra gaer etrezom-ni.
Poltrejou
Mari Kermareg gand he fried, René Abjean, er gêr. Diellou personel.
Chanig ar Gall, Mari Kermareg ha Charlez ar Gall, e studio Brest an ORTF, e penn kenta ar bloaveziou 1970. Diellou personel.
Komedianez
Ya ! Komedianez on bet. Er skoliou, an dud euz ma oad a veze goulennet ganto c’hoari, ne oa ket tele na traou a seurt-se, ober c’hoariou ni on-unan, setu e reen hag e plije din. Da houde, en eur geja gand Teatr Penn-ar-Bed, Remi Derrien e-neus goullet ganin kemer perz er strollad, bet am-eus bet tro da c’hoari pez ganto.
Gand Naig Rozmor war-lerh, on-oa kinniget eun abadenn a varzonegou. Pignad war al leurenn ha leurennia zoken, simpl a-walh, evid c'hoari, se oa plijuz-kenañ. C'hoari a reen aliez perziou merhed brao, paotred o stoui dirazon. Sed 'm-eus goullet gand Remi : pa vin kosoh e skrivi eur pez-c'hoari gand eur vaouez koz ha droug. Remi, siwaz, n'ema ket aze ken…
Klevet a-teus e oa bet laket he leor Karantez ha karantez e program ar Hapes brezoneg ?
Eun dra gaer ! Neuze e vo studiet he barzoniez, ar skrid, penaoz eh implij an natur evid displega traou ar horv, se zo bet a-bouez eviti. An hini genta eo bet o komz deuz karantez en doare-ze e brezoneg : santet e vez en he barzonegou ar pez a c'hoarvez e korv eur vaouez hag en he spered. Ha rentet brao. Hag eo brao da veza displeget ive, se zo a-bouez.
N'an ket da houll ganit diskulia sekrejou, med ar barzonegou a garantez he-deus skrivet n'eo ket evid he gwaz he-deus skrivet anezo, eo ?
'Zoñj ket din, 'zoñj ket din. 'Zoñj ket din peogwir… Ar pez he-doa lavaret din diwar he gwaz… Ne veve ken gand he gwaz. Eet e oa en eun ti gand he c'hoar, en eur manati koz, eun ti kaer, brao-tre, hag he-deus lavaret din : "Pa oam dimezet e oa evid ar gwella hag evid ar gwasa. 'M-eus ket bet ar gwella, 'm-eus ket ezomm deuz ar gwasa".
Poltred
Mari Kermareg, komedianez, perz Mai er pez-c'hoari Gwragez, bet skrivet gand Rémi Derrien. Diellou personel.
Birvill ar bloaveziou 70
Forzig abadennou a-teus bet tro d'ober ive gand muzisianed, gand toud ar re o-deus bet roet eul lañs nevez d'ar han ha d'ar muzik e Breiz, er bloaveziou 70 ha 80… Na pa ve ken, gand Kristen Nogues…
Kristen am-oa greet anaoudegez ganti en eur enrolla anezi pa oa o veva e Menez Are, nebeud-ha-nebeud on-oa santet e oa mignoniaj etrezom, hag etrezi, me ha Chanig ar Gall. Pa oa deuet da jom da Vrest, en em welem aliez, ha kaoziou kenetrezom ! Bevet he-doa mareou splann, re drist a-wechou, se 'zepant deuz ar vuhez. Evid ar muzik a ree, he-doa bevet ive mareou disheñvel.
E penn kenta va buhez-labour e oa birvill, kenañ, gand ar muzik e Breiz, plijet on bet oh ober anaoudegez gand ar vuzisianed-ze, Youenn Gwernig, an Tri Yann, Gilles Servat, Alan Stivell, toud ar re-ze o-deus roet eun advuhez d'ar muzik.
Eur film, eun tamm mat skrijusoh, a-teus troet evid rei ar gaoz d’ar re oa bet oh ober brezel en Aljeri…
Eun dra e-neus merket ahanon en eun doare disheñvel eo an abadenn-ze am-oa filmet gand gwazed a oa a-oad ganin, ar baotred a oa bet galvet d’ober o hoñje en Aljeri. Aze 'm-oa klevet traou spontuz-kenañ, skoet on bet gand an traou am-oa klevet.
A-raog trei ar film, ez een da weled an dud, d'ober anaoudegez ganto. Unan, e oan va-unan er zaloñs gantañ, e-noa kontet din traou 'zo hag e welen ar boan e-noa, eñ e-unan, o tistrei war an darvoudou-ze.
Hag e laras din : "Biskoaz, emezañ, beteg-henn n’on deuet en-dro war an traou-ze, an taol kenta eo din d’ober, hag e brezoneg, evid eun abadenn dele".
Poltrejou :
Mari Kermareg ha Youenn Gwernig. Diellou personel.
Fañch Broudig, ar realizatour Fañch Tager ha Mari Kermareg. Diellou personel.
Eun tamm fent
Maouez Paotred Breiz !?
Addigaset em-eus da zoñj da v/Mari Kermareg e oam bet o trei abadennou en iliz Pleiben, pa oa bet echu al labouriou da adkempenn an doenn hag an diabarz eno. Enrolla al laz-kana Mouezh Paotred Breizh on-oa greet, gand ar harr-video braz hag eur houch teknisianed. Al laz-kana n’eus nemed paotred ennañ.
Ha piou 'oa ar realizatourez ? Mari Kermareg, na petra 'ta ! Ha petra 'lennan an deiz war-lerh en eur gazetenn ? E oa deuet an tele da Bleiben evid FR3 da enrolla Maouez Paotred Breiz ! (Lennet mad ho-peus !)
Mari Kermareg : Ya, soñj am-eus deuz ar gartenn a-toa kaset din da houde. Malou, ne ouien ket e oas ken gouest all (en eur c’hoarzin) !
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou