Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 319-320
Eul lodenn fonnuz a varzonegou ha danevellou. Barzonegou diwar bluenn Mari Kermareg hag eur barz euz ar Beljik troet war ar slam, Dominique Massaut. Danevellou a-feson gand Nicolas Fort, Laurence Lavrand ha Marcel Diouris.
E memor Mari Kermareg ez eus pemp pennad all, evel ma oa dleet, pa z'eo bet renerez Brud Nevez e-pad bloaveziou : gwelit izelloh war ar bajenn-mañ.
Gand Ronan Calvez eo bet savet ar pennad-kaoz ar wech-mañ. Kelenner brezoneg ha keltieg ma 'z eo ha rener ar CRBC, e tispleg abalamour da betra eo bet lidet warlene 50 vloaz al labo evel ma vije bet fest-noz ha fest-deiz heb dihan. "Ar studiou a zo bet greet er CRBC o-deus laket on doareou da zelled deuz istor ar vro ha deuz istor ar brezoneg da jeñch", emezañ.
Pignad war gern ar Machu Pichu, sed ar pez e-neus greet Marcel Maudire. Loeiz Grall e-neus lennet leor Philippe Lanson ha Fanch Broudic eul leor istor Breiz evel ne oa ket c'hoaz. Pennadou a zo c'hoaz diwar-benn al lazou-kana.
Hirroh a vo kontet deoh dizale diwar-benn an niverenn-mañ war al lehienn-mañ. Ma fell deoh kaoud anezi dioustu, n'ho-peus nemed klika amañ.
Diellou Brud Nevez
Roger Laouenan
Roger Laouenan n'eo ket bet hepken an den e-neus savet Strollad Beilladegou Treger.
Hebtañ moarvad n'he-dije ket bet tapet Anjela Duval kement a vrud : eñ eo e-neus aliet ar realizatour André Voisin da zond da filma anezi e 1971, en amzer ma oa c'hoaz an tele e gwenn-ha-du.
Leoriou istor e-neus skrivet eiz diwar-benn ar Vretoned hag ar brezel 14.
Lennit amañ pelloh an destenn ma tisplege en e vrezoneg brao na pegement a hast o-devoa an oll eh echufe ar brezel, e fin ar bloavez 1918. Embannet e oa bet da geñver 90 vloaz fin ar brezel braz.
Lakad a reom anezi amañ en linenn en e eñvor, goude ma vefe bet marvet d'an 30 a viz meurz 2022, d'an oad a 89 vloaz.
Mari Kermareg
Piou, e-touez ar Vretoned kar-o-yez, n'e-nije ket soñj beza bet gwelet anezi war an tele ? Pe ar filmou a zo bet produet pe sevenet ganti, na pa vefe nemed an hini kriz he-devoa bet troet gand ar re a oa bet oh ober brezel en Aljeri. Komedianez eo bet gand Teatr Penn-ar-Bed. Heuliet he-deus gwella kanerien ha muzianed ar vro ha darempredet al lazou-kana da heul he gwaz, René Abjean.
Renerez Brud Nevez eo bet ive e-pad bloaveziou. Ha gand ar skiant-prenet he-doa, savet he-deus pennadou-kaoz, da lakad a beb seurt tud da gonta o buhez e Brud Nevez. Ne ray ket ken. Kuitaad ahanom he-deus greet, d'ar 6 a viz du 2019, ne oa ket pell euz he fevar-ugent vloaz. Tri bloaz a oa e oa bet taget gand eur hleñved a zo bet diremed : ar seurt krank a oa kroget enni n'e-neus ket dispeget.
Reiz eo e vefet bet savet beb a destenn en heh eñvor gand Fañch Broudic, Goulc'han Kervella, Charlez an Dreo, Naig Daouphars ha Maguy Kerisit, da zisklêria pegen fromet int bet ha pehini oa o darempred ganti. Lenn anezo a heller e Brud Nevez 319-320.
Lenn pe adlenn a heller ive ar pennad-kaoz a oa bet greet ganti e Brud Nevez 318, ma komz deuz he yaouankiz, deuz he micher, deuz he buhez komedianez, deuz ar skrivagnerien hag an arzourien he-deus bet anavezet.
Eur vuhez a virvill a-teus bet, Malou (rag evel-se e veze greet deuz ouzit gand da dud). E-pad pell e talhim eur zoñj kaer ahanout.
Leoriou en linenn Brud Nevez
Karantez ha karantez Naig Rozmor
Leoriou en linenn, ya, dre ma heller lenn hag adlenn anezo kement ha ma karer.
An hini kenta euz leoriou paper Brud Nevez e 1977 a oa bet Karantez ha karantez Naig Rozmor.
An hini kenta euz leoriou Brud Nevez en linenn eo ive !
Da gaoud anezañ, mond war ar bajenn-mañ !
Ha koueza a ra mad.
Rag war roll program ar h/CAPES brezoneg eo bet laket.
Brud Nevez, ar gelaouenn hag al leoriou a vez plijadur o lenn.
War internet ive !
Niverennou all
Da gaoud eun tañva euz ar pennadou, klika amañ !
1918 : Fin eur brezel
Eur gelaouenn e brezoneg penn-da-benn, a-dra-zur !
Se a ouieh dija. Med da houzoud
taolit eur zell ha Darempred
Taolit evez : cheñchet eo ar chomleh !
Vous ne savez pas le breton et vous voulez savoir
Pour vous, une page spéciale en français !
Brud Nevez est une revue en langue bretonne, sur laquelle on vous dit tout en quelques mots.
Mais aussi
Car les adresses ont changé ! Tous les renseignements utiles ici !
O himiad o-deus greet
Andreo ar Merser
Marvet eo Andreo ar Merser d'an 31 a viz kerzu 2018. Kas ar brezoneg war-raog a heller lavared e-neus bet greet a-hed e vuhez, kazimant. Derhel soñj a vo greet euz ar skolaer hag euz ar helenner, euz e leoriou-kelenn, euz an embanner hag ar mouller. Euz an den ive, rag eur paotr seder ha brokuz eo bet dalhmad.
Da lenn ar pennadou en eñvor Andreo ar Merser, klika amañ
My Skaouidig
Deuz Plougastell e oa, hag eno n'eo bet anavezet biskoaz nemed evel My Skaouidig. N'eo ket e ano ofisiel koulskoude, peogwir eo Jean-Marie Pérès war kaierou an ti-kêr.
Ma 'z eo bet Jean-Marie Pérès unan euz renerien an MSA e Penn-ar-Bed, My Skaouidig n'eus nemed Plougastelliz hag ar vrezonegerien oh anaoud anezañ.
Eur skrivagner brezoneg kenta klas a zo bet anezañ.
Da lenn ar pennadou e memor My Skaouidig : klika amañ
Diellou Brud Nevez
gand Jean Jouzel
Ar wech kenta d'eur gelaouenn vrezoneg da zigemer eur Priz Nobel !
Rag Priz Nobel ar Peoh eo Jean Jouzel. Hag eur Breizad euz Janze.
E niverenn 312 Brud Nevez e komze euz an hin o tomma ha deuz ar pez a zo d'ober evid enebi.
gand Bernez Quillien
Eun den anaoudeg evid pez a zell muzik ar vro, eo Bernez Quillien a-dra-zur.
A bell 'zo eo boaz da skriva 'barz Brud Nevez diwar-benn ar pladennou e-nevez bet selaouet.
Lennit pe adlennit war al lehienn-mañ eun dibab euz e bennadou war o hed.
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou