Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 317
O himiad diweza o-deus greet
Taolenn ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid gelloud lenn ar pennadou-mañ war o hed, gwelit izelloh, e traoñ ar bajenn, penaoz kaoud an niverenn 317 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Nevez-amzer ar varzed
Porz-kenwerz
Eur bed estlammuz
Kement tra zo war-neuñv
Ar sammlistri ne stekont ket ouz an douar
Nag ar fred o pourmen e lein an neñv
E beg jirafennou dir
Batimañchou evel savaduriou
Porz divuzul, eur gêr vraz
Eur gêr o fiñval, en em astenn en em dizober
Eur gêr doubl
Sklêr en oabl
Strafuillet e melezour an dour
Mennoz keneduz ebed
Koulskoude evel an tiez-gar, al labouradegou
Eur santad a halloudegez
Mond en-dro eur zaverez efeduz
War ar hae tud o vond o tond
O selled en tu all d’an dremmwel
Eur vag war al lennvor
Piou zo o vond, piou zo o tond
Me eo pe n’eo ket
O kemer don an donvor ?
Feulster
Paour divroad dizifenn
Ar sioulder evel mouez
Poulzad feulster moustret
Ankounac’haad yez, soniou
Legadet gand da hendadou
Gwerza da hêrez
Evid eur pladad kerez
Feulster korf ha ene
Gouzañv garo
Rediet da guitaad da vro
Zo gwasoh eged
Dua da ene o hemolhi
Trouz, komzou taer
Pa z eo ar sioulder a zerefe
Dirag skeudennou ranngalonuz
Denelez dizifenn an divroidi
Harzet gand klouedou an aon
Bezoud pe anvezoud Doue
Eur goulenn a bouez
Pa z eo red tehel noz-deiz
Dirag fuzuillou, bombezennou
Ha kontilli-troh
Marcel Diouris
Poltred a-uz : Chadenn e porz a genwerz Brest. Tapet gand Gweltaz B.
Nao barzoneg all diwar dorn Marcel Diouris a zo da lenn e Brud Nevez 317 : gwelit izelloh e traoñ ar bajenn penaoz kaoud ar gelaouenn baper pe e stumm pdf.
Kouviadenn d'ar goañv
Evid Yann-Alberz Gwenegan
Prenester war evez
O vousc’hoarzin d’an noz,
O malvennou frim
O lorbañ ar stered
Dindan al loar riellet…
…Fenoz
Em-eus kouviet ar goañv
A-ziskan
En oaled frealzuz,
Tri mil laouen eo ar flamm
Ha
Dindan kelh ar goulou
Eun euriou barzonegou
Evidon o kana sklêr.
Jakez Premel-Kabig
Brezoneg gand Loeiz Grall ha Maguy Kerizit
Eun enezenn e-kreiz an douar
Me 'garfe beva koachet en eun enezenn e-kreiz an douar
Na martoloded ravoltet, na fourgadenn Bounty, na douster faoz
Na Stevenson nemed marteze hini Bro-Skos, erruet er Cévennes
Eun enezenn e-kreiz an douar
Me 'garfe beva kuz e koad Bellême
War-lêz an deiziou
E kroaz-hent ar soñjou
Me 'garfe beva er ragenez dizuj
Leh ma oa bet Cambry
Leh m’ema anoiou iskiz al lehiou
E toull dor ar juloded
Kantreer Pont-Kalleg a vefe ahanon
Naer-galed ar richeriou e kov al lenn-vor
Me 'garfe beva koachet e gwiad ar breou
Annez ar priejou Hill
Me 'garfe kantreal em Cévennes-me
Asamblez gand ma fenn aet gorreg bremañ
Kerzoud pell en eur vro gloz
Me 'garfe beza stang sioul Louslitgès
'Tal an iliz dindan an heol
Hag an dornig-mañ ive e-barz ma hini
Kizidig hag aonig e-harz ar marh ramzel
Eur mintinvez diskar-amzer en eun enezenn e-kreiz an douar
Loeiz Grall
9 a viz here 2018
Trubarderez
Ha dao ! Trouz an nor o skei ouz moger ar vugaderez. Eur zah taolet, trouz unan bennag o haloupad, eun nor all merzeriet, hini ar harrdi.
Eur pennad didrouz. Galoupadenn o tiredeg adarre.
- Mamm, peleh ema ?
Er gegin ema ar vamm o peurastenn a-uz d'ar guzinierez al lienaj kotoñs nevez kannet ganti. Selled a ra ouz divjod ruz he merh, he genou digor frank ganti c'hoaz war he goulenn diweza.
- Peleh ema, Mamm ? N'ema ket en e blas.
- Azez, a respont ar vamm. Kemer 'ta da verenn-vihan.
- Ne fell ket din debri. Red eo din gouzout peleh ema. Lavar din !
- N'ouzon ket me kennebeud. Pa 'z on eet da bourmen da vreur bihan eun tammig, e oa aze, sur on. Serret fall 'm-ije an nor marteze ?
- Med stag e oa, Mamm !
- Diframmet e-neus e golier, ma c'hwenenn, dreist-oll pa 'n-eus gwelet an nor digor.
- Emaon neuze o vond da glask anezañ. N'ema ket pell sur a-walh.
En ur boulza he bolenn, e tilammas ar plahig etrezeg toull an nor. Eur hlizenn dano a oa krog da goueza, med ne ree van. A-boan ma kemeras amzer da wiska he mantell heb boutoni anezi. Eun deg metr bennag pelloh e kroge ar mêzioù. En tu all d'ar hleuz, e penn al lotisamant, e oa parkeier, gwez, ar gwaremmou a dreuze en eur vond d'ar skol.
- Finette ! a huchas. Peleh emaout ?
[…]
Laurence Lavrand
Lennit danevell Laurence Lavrand war he hed er gelaouenn baper pe e pdf : gwelit izelloh penaoz en em gemer.
En eñvor Andreo ar Merser
Skolaer hag embanner,
ha muioh evid se c'hoaz
Unan euz ar re o-deus bet labouret ha poaniet ar muia evid ar brezoneg en eil hanterenn an XXved kantved a zo o paouez mond da anaon : Andreo Merser. Marvet eo André Le Mercier d'an 31 a viz kerzu 2018, e Brest, d'an oad a 95 vloaz. Ganet e oa bet e Sant-Kê-Porzolued (Aojou-an-Arvor) hag e lise Brest e-noa bet greet e studiou. E 1944 e oa bet êet da skolaer, goude beza bet greet studiou uhel e skol-veur Roazon.
Goude beza bet chomet meur a vloavez en Aljeri, e oa bet en em gavet e 1956 e skol bublik Groñvel, e kreiz-Breiz. Bet eo bet unan euz ar re genta toud e-touez ar skolaerien hag e-noa klasket tenna gonid deuz al lezenn Deixonne ha kelenn brezoneg d'e skolidi : d'ar houlz-ze, eno, e oa c'hoaz kalz hag a ouie anezañ. Bet eo bet adaleg neuze unan euz ar re hag a heulie an doare Freinet d'ober skol. Dre ze e-noa bountet war vugale ar skol d'embann eur gazetenn brezoneg ha galleg ha da c'hoari pez e brezoneg : soñj mad a zo bet dalhet euz se du-hont. E Brest e oa bet anvet er fin, ha kuzulier pedagogel war ar brezoneg e oa bet neuze en Akademiez Roazon euz 1976 beteg 1978.
Perz e-neus bet kemeret Andreo Merser e meur a strollad da gas ar yez war a-raog. E-touez ar re genta ema bet gand Armand Keravel oh adsevel "Ar Falz" war-lerh ar brezel diweza. Diwezatoh e-neus savet eur gevredigez "Ar skol vrezoneg", da rei kenteliou dre lizer, ha kenteliou-noz e Brest. A-raog na vefe bet euz Diwan, e-noa digoret Skol ar merher e Brest er bloaveziou 1970, da gelenn brezoneg da vugale ar henta derez na pa ve med eun devez ar zizun.
E penn Emgleo Breiz ema bet etre 1987 ha 2002. Er mareou-ze eo bet, a volontez-vad, unan euz an embannerien genta, pa deue a-benn d'embann eul leor brezoneg pe daou ar miz, ouspenn 250 en eur bemzeg vloaz. Eun ti-moulla e-noa savet ezprez-kaer evid se d'an ampoent, evid gelloud moulla marhad-matoh. D'ar houlz-ze eo bet ive rener ar gelaouenn Brud Nevez, anavezet evel unan euz ar re wella en or yez.
Andreo Merser a oa tomm e galon ouz ar skol bublik hag ouz ar skol laik. Deuz e wella e-neus bet greet evid ma vefe kelennet ar yez d'ar muia posubl a vugale hag a dud. Skrivet hag embannet e-neus evid se meur a leor : eur hramadeg, leoriou kananouennou, ha dreist-oll "Ar geriadur", eur pez hini, brezoneg-galleg ha galleg-brezoneg. Da geñver 200 vloaz an Dispah, e 1989, e-noa kavet an tu da zastum e daou leor ar skridou brezoneg a oa bet moullet e mod pe vod er bloaveziou-hont. Da gimiadi diouz Andreo Merser, eo bet en em gavet e dud hag e vignoned d'ar gwener 4 a viz genver e funerariom ar Wern e Brest.
Brud Nevez
Ar poltred a-uz : Andreo Merser ouz e vureo en e glas, pa oa skolaer e Groñvel. Diellou famill.
Merser hag ar brezoneg
Beb tro pa h een da weled anezañ, meur a vloavez 'zo dija, e lavare din : êet on re goz ! Gwir eo, n'eo ket an oll a dap mond beteg an oad a 95 vloaz. Med beteg n'eus ket keit-se 'zo e talhe Andreo ar Merser da vond en e goazez, beb mintin, dirag e urziatêr da eilskriva testennou hag a veze laket gantañ war-lerh en linenn war eul lehienn internet e-noa savet esprez-kaer evid se : Embann an Hirwaz.
Eul lehienn n'eo ket gwall vrudet, nemed a zo warni ouspenn eun tri hant a skridou brezoneg euz an amzer dremenet hag a-wechou euz an amzer-vremañ, ha meur a wech leoriadou a-bez, a hell neb a gar pellgarga anezo, a-drugarez dezañ, en o stumm Word pe en eur stumm pdf, hag e vez tud hag a ra.
Se e oa Merser penn-da-benn : ne oa ket evid chom heb labourad en brezoneg hag evid ar brezoneg, ha kement hag ober evid ar brezoneg beo. E dad a ouie brezoneg, med skolaer e oa, hag e vamm ne ouie ket. Eñ 'n-oa desket pa oa bet red dezañ dibab eun eil yez a-benn kaoud an aotreegez war ar zaozneg ha… dre ma veze komzet brezoneg gand c'hoarezed e wella kamarad ! Se, a gavan, zo eun digarez deuz ar henta ha deuz ar re gaerra da zeski kaozeal eur yez ! […]
Mevel braz ar skrivagnerien
Labourad en brezoneg e-neus bet greet Andreo Merser e-pad eun 70 vloaz bennag ha war e vicher da genta, rag skolaer eo bet. N'eo ket an oll a oa bet en em laket d'ar houlz-ze da gelenn brezoneg d'o skolidi : darn abalamour ma kavent gwelloh ober fê war al lezenn Deixonne, ken dister ha ma oa hervezo, hag e oa, med daoust hag eun digarez e oa evid chom heb ober seurt ebed ? Ha kalz reou all, skolaerien hag a ouie brezoneg koulskoude, ha ne welent ket e vije bet eun dra vad dê ober gantañ en o hlas.
Andreo Merser, eñ, e-neus bet greet p'eo bet anvet e Groñvel, etre 1956 ha 1963. Dalhusted ha padusted a oa ennañ, ken eo bet anvet diwezatoh da guzulier pedagodel en Akademiez Roazon, e 1976. Lavared a ree : plijadur e-leiz am-bez oh ober gand ar brezoneg, hag ar seurt plijadur-ze a vez ar peb pouezusa evid an nen. […]
Fañch Broudig
Ar poltriji :
Kelenner eur skrivagner e Toronto
[…] E-pad eur vodadeg bennag e skol-veur Toronto e oan degouezet gand chomleh Andreo, pe evid lavaroud mad, gand hini e skol. An dra-ze a oa e 1990. Ha prestig goude, setu me o teski brezoneg, dre lizer, evel-just. Ha kaset-digaset eur bern anezo etre Andreo ha me. Pebez labour evid paotr al liziri ! Unan ingal evelkent.
Me n'eo ket ar yez hepken ‘m-eus desket digand Andreo. Greet em-eus anaoudegez gand ar vro he-unan, heh istor, he halon hag he spered. A-dra-zur, evid pez a zell ouz ar yez, en em gave Andreo aze dalhmad, o reiza ahanon war al labour, war an hent da gemer.
A-barz nebeud, em-eus komprenet e oan gounezet-me gand ar brezoneg. Bet desket kement ganin diwar-benn ar Vretoned hag o yez, e felle din rei eun dra en eskemm. Abalamour da ze, beh dezi adarre ha me o sevel marvaillou ha romantou euz ar bed en-dro din, hag e brezoneg, mar plij ! […]
Eur holl braz eo, hag eñ partiet bremañ. Deom-ni, neuze, da genderhel gand al labour boulhet gantañ, ar garantez evid ar brezoneg hag evid Breiz. Ha me da lavaroud kenavo d’am helenner, d’am embanner ha d’am mignon. A galon vad.
Jeffrey Shaw
Pa oa bet deuet evid ar wech kenta da Vreiz e 2008, ar Hanadian Jeffrey Shaw e-noa bet fellet dezañ tremen dre di Emgleo Breiz ha dond da zaludi e vestr war ar brezoneg, Andreo Merser.
Ne vefen ket deuet da veza skrivagner ma…
Koulz eo hen disklêria : paneved an den-mañ eo ral e vefen deuet da veza ar skrivagner ma z on. Skrivagner diwar re a galz ? Marteze. A-benn ma vo peurzilet ha peurgribet pep tra, ker buan all e vo kavet eun nebeud pajennadou e talvezo ar boan derhel soñj anezo bloaz pe zaou war-lerh va maro. Sal ‘na vefent ket euz ar re a “rank” skolajidi pe liseidi lenn. Evid e purgator ar skrivagnerien, ha da genta ar re dizanavezet, emaon e-barz dija penn-kil-ha-troad. Unan euz an daou da vianna. Setu, eun tu mad zo da bep tra, e ouezan n’eo ar purgator nag eun iliz ma inouor enni ad vitam aeternam o kana kantikou kentoh eged o honta, nag eur forn ken goret ken a z a eskern an-unan da ober klogor gaz en êr. Daoust ha neuze, er stad dizaour-se, e heller kaoud keuz da veza pehet, dre va faot, dre va brasa faot ? […]
Peur bennag em-oa greet anaoudegez gand ar Merser ? Ne ouezfen ket lavared d’ar just. Er penn kenta, diwar dro 1970 pe seig, ne oa ar Merser evidon nemed eun den a-douez na ped hag a welen pa veze greet tra pe dra da glask kas ar yez war-raog. D’ar mare-ze ne oa ket kement-se a draou na kement-se a dud... […]
Gwech ebed n’em-eus soñj beza gwelet anezañ fachet ouzin, na me mouzet a-walh outañ pa gaven dipituz tra pe dra. Droug ennañ, pe me outañ, nebeutoh c’hoaz. Laouen aliez. Seder atao. E-giz ma reen “ar Merser” anezañ e leh all, p’am gwele eh estlamme gand e vouez skiltr a skolaer a oar petra eo beza klevet : “A ! Madeg !”
Ar henlabour-mañ a badas, ‘m-eus aon, tost tregont vloaz. Kenlabour ? Kazi buhez a-bez ar Merser diwar ar poentou-ze, az ee da bajennadi Brud Nevez hag al leoriou a veze embannet gand Emgleo Breiz, ne vern peseurt ano embannerez ‘veze lakaet warno. Emichañs ‘oa kuit da bêa re a daillou ha da zoñjal rozella muioh a yalhadou. […]
Mikael Madeg
Poltriji. Merser en e vureo e Brest, ouz e urziatêr. Eno e laboure a-hed ar mintinvez.
Mikael Madeg e 2006, a-dal d’e leoriou bet embannet gand Emgleo Breiz ha d’e zornskridou.
Ma helenner brezoneg
[…] Pell ‘zo e oan bet en e di braz e Brest, ru Beaumarchais, 'leh ma tegemere Andreo hag e wreg Jeanne mignoned « bleo hir » o bugale. Er bloaveziou 1970 e oa, Maxime Le Forestier a gane C'est une maison bleue/adossée à la colline, eun tu bennag kostez San Francisco. Ne zoñjen ket er brezoneg tamm ebed d’ar poent-se, ha pa oa ar revival e barr e vrud gand Stivell, Servat, an Tri Yann… Gand ar saozneg e oan dedennet kentoh, yéz ar folk hag ar blues. Ha koulskoude, beb sizun e veze embannet kentel vrezoneg Merser ‘barz Ouest-France, gand e boltred o vousc’hoarzin e kreh ar bajenn.
Kenteliou kenta klas
Tost 50 vloaz e oan pa oan en em gavet gantañ adarre. Deuet e oan d’e weled abalamour eh embanne Emgleo Breiz leoriou galleg ouspenn ar re vrezoneg, war ano Le Liogan, ano al leh ma tremene Merser e vakañsou, e Konk-Leon.
Eur wech, en eur zistrei deuz Roazon gand Merser ha Charlez ar Gall, e oam chomet a-zao da baka eur banne e Landerne. Eun nebeud tud yaouank o-doa taolet o fouez en or hichenn, hag eet ar gaoz en-dro e brezoneg, rag anavezet o-doa « ar re goz ». D'ar poent-se dres e oa bet kroget ar c'hoant deski ennon. Goulennet em-oa gand Merser penaoz ober, anez n'e-noa ket klasket ma « hoñvertisa » tamm ebed.
Kinniget e-noa din kregi gand Ar Skol Vrezoneg, asantet em-oa, ha dao dezi ! […]
Eur blenier dreist eo bet evidon an den laouen-ze, eur poanier anezañ, divrall e feiz laik, kempenn e zoare, hag eeun war eun dro. Da bell on bet kaset gantañ : leh m’emaon bremañ.
Loeiz Grall
D'ar 26 a viz genver 2019
Ar poltriji : Re Ar Skol vrezoneg oh ober ton d’Andreo Merser, p’e-noa divizet chom a-zao gand e genteliou.
Eun dle en e geñver
War-dro 2006 em-eus divizet ober ar bazenn genta. Ha dao ! Kroget on da heulia kenteliou-noz. Eun tamm mod-koz 'oa ar helenner a heñchas ahanom war hent ar yez kevrinuz-ze. Er penn kenta em-oa kavet eun tamm kasaüz, rag deuet oa ar bedagogiez nevez war-wel, d’ar poent-se. Adlavared, ad-adlavared, ken e-nefe pep hini er hlasad distaget mad ar geriou. […]
Tamm-ha-tamm em-eus kavet plijadur gand e genteliou. Kompren a reen gwelloh-gwella.
An eurêka-ze a dlean d’an Aotrou Merser, e-noa roet din ar c’hoant da vond pelloh. Dalhet em-eus soñj eus êrgelh siriuz an eurveziou-ze, ha ne oa ket bet padet pell, pa oa bet kouezet klañv, ‘pad daou vloaz pe dost. Diazezet eo ar pez a ouezan hirio war e genteliou, implijoud a ran c’hoaz e yezadur, ken sklêr ma z eo. Leun va estajerennou a leoriou bet embannet en e di-moulla pe gand Emgleo Breiz.
E 2019 emaom bremañ. Eet ar helenner d’an Anaon e fin ar bloaz tremenet. Eveltañ e roan kenteliou-noz. Er memez leh, er memez sal. Daoust hag ema c’hoaz e spered oh evezia ahanom, kuit d’ober faziou ? Ken tomm 'oa e galon ouz ar brezoneg ma klaskan treuzkas ar memez tro-spered, d’am zro, d’am skolidi.
Laurence Lavrand
Potred Merser dirag Ar Skol vrezoneg, ru Kemper, e Brest, e 2007.
Eul linennou bennag
diwar-benn Andreo Merser…
Labouret em-oa evid Emgleo Breiz ha Brud Nevez etre 2008 ha 2015, da lavared eo, nebeud amzer e-keñver tud all hag o-doa bet anavezet Andreo Merser kalz muioh, evel kelenner, embanner, keneil... […]
Bez' e oa, da va zoñj, eun den sioul. Marteze ne oa ket bet atao ! Laouen e oa ivez, ha fiziañs 'm-eus aze e oa bet atao ! Plijoud a ree dezañ farsal ha marvaillad, digor ha degemeruz e oa. Seul dristoh a-ze e oa bet pa oa eet e zivskouarn da fall : "Ne glevan ket mad !" Dond a ree memestra eur wech ar zizun da nebeuta beteg stal Emgleo Breiz, ru Kemper, pe ru Onze Martyrs, pe c'hoaz ru Professeur Chrétien.
En em zibab a ree gand e oto atao. Dond a ree da varvaillad eta, med ne jome ket da ruza : labour e-noa ! Luheilennou d'ober diwar al leoriou a ouie ampresti digand ar CRBC, boued evid e lehienn Embann an Hirwaz.
Eun eston eo pegen mennet e oa, penneg zoken, pa oa ano d'ober war-dro skridou brezoneg. Eur marh-labour, ha barreg gand e urziatêr : bizskriva, difazia, pajennaoui… War-dro leoriou, ne oa ket eun dra ha n'e-noa ket bet greet eur wech bennag, moulla zoken ! Eun eil karierenn a youl vad, goude beza bet kelenner. Tost e oa e galon, hag e benn, ouz ar pal e-noa lakaet : deski brezoneg yah d'an dud, ha rei leoriou dezo da lenn.
Eñ ne skrive ket ! Nemed eur wech e-noa asantet skriva diwar-benn amzer e yaouankiz, evid Brud Nevez. Gand eur foto euz e 15 vloaz… prestet gand Jeanne, e wreg. Merser a lavare ne veze ket miret fotoiou gantañ. Ne oa ket unan da gaoud hiraez d'an amzer dremenet, moarvad. Ma 'm-eus soñj mad, ne oa ket gwall droet gand ar varzoniez ! […]
Derhel a rin eur zoñj mad-tre euz Merser.
Maguy Kérisit
D’an 13 a viz c’hwevrer 2019
An daou gamarad koz, Andreo Merser ha Charlez ar Gall, war ar renk kenta, e-kerz eur vodadeg Emgleo Breiz e miz even 2007.
En eñvor My Skaouidig
"E Lerino e oa diskennet"
Pa vez bet o veaji, eme My Skaouidig, "beb tro da houde, pa soñjan er pez am-eus gwelet pe glevet, em-eus merzet e teu da genta war va spered eun draig pe zaou ha n'am-oa ket taolet kalz evez diouto war an taol. E-giz-se, euz an eisteiziadig am-oa tremenet warlene e Padova ha tro-war-dro, e teu da zoñj din da genta euz ar muzik plijuz-tre da boent koan en eur ostaleri vihan, toniou jazz hag a denne da Wynton Marsali, hag ive euz mousc'hoarz lent ar sikh yaouank a oa diskennet e Lerino."
E 2012 e oa bet o veaji beteg Padova en Itali, hag e-noa savet war-lerh eun destenn verr a oa chomet diembann etretant. Red eo deoh lenn an istor-ze er gelaouenn baper, rag diskouez a ra en eun doare na pegen c'hweg pehini oa da vad e dro-spered hag e dro-pluenn.
Ken lemm e lagad hag e bluenn
My Skaouidig a dlean beza bet greet anaoudegez gantañ p'e-noa bet kaset eun danevell, "Kalon ha digalon", a-benn kaoud ar priz Per Trepos hag e-noa bet anezañ, m'am-eus soñj mad. D'an ampoent, e-kreiz ar bloaveziou 1970, e veze kinniget da zelaouerien abadennou brezoneg Radio an Arvorig kas beb a destenn evid ar priz. Dihortoz eo skritur ha doare an danevell hag a gont darvoudou skrijuz bet c'hoarvezet e Plougastell, daou a dud o vervel an eil war-lerh egile ha kement 'zo. Êet e oan bet neuze, emezañ en unan euz e leoriou, da "guruziennad" anezañ e Plougastell.
My Skaouidig eo bet ar brezoneg e yez kenta. N'eo nemed pa oa en tu all d'e zaou-ugent vloaz avad e-neus bet c'hoant da zeski skriva anezañ hag e-neus heuliet kenteliou dre lizer gand Andreo ar Merser. Na pegen iskiz : marvet int tri devez an eil war-lerh egile. Skriva e Brud Nevez e-neus bet greet, ha plijoud a ree dezañ. Dalhet e-neus da gas danevellou ha skridou all d'ar gelaouenn, beteg fin e vuhez kazimant. Rag eur skrivagner heb e bar eo bet. N'eo ket unan a vicher a-dra-zur, rag eur vicher all e-noa, unan wir.
Eur vuhez labour en MSA*
D'an 21 a viz c'hwevrer 1931 eo bet ganet Jean-Marie Pérès e Plougastell-Daoulaz. E skolaj Sant Visant e oa bet da genta ha war-lerh e oa êet da gloerdi bihan Pont-e-Kroaz evid e studiou eil derez. Nemed e oa bet pistiget en e skevent pa oa triweh vloaz : ranket chom er gêr, a-raog beza kaset da barea e-pad tri bloaz d'eur sanatoriom evid an dud a iliz en Alpou, e Thorenc, parrez Andon (hag eo keltieg heh ano, hervez Frañsez Falc'hun), eun hanter-kant kilometr euz kêr Nice. […]
1960 a vo eur bloavez cheñchamañchou en e vuhez. Rag dimezi gand Marie-France a ra e miz ebrel, ha tremen eun arnodenn e miz gwengolo da veza digemeret en MSA, e Landerne. Hag eñ tad a famill, e talh gand e studiou e ser labourad, war ar gwir, war aoza al labour ha beteg e Pariz e skol uhel ar CESSS.
E diabarz an MSA, e pigno pazenn ha pazenn euz an hini izella beteg ar re uhella, peogwir e vo laket tro ha tro e penn servij an implijidi hag anvet da eil-rener ar mutuelle zoken. Aze se ne vo ket bet êz dezañ bepred, dreist-oll pa veze beh etre an implijidi ha pennou braz an MSA. En eur sindikad e-noa bet laket e ano pa oa bet erruet en ti. Goude avad, pa oa en em gavet eñ e penn ar jeu, e-noa bet ranket marhata gand e gamaladed koz pa veze a beb seurt kudennou da ziskoulma. […]
Planedenn mabden o prederia anezañ
An danevell genta e-noa skrivet My Skaouidig a oa e galleg. Goude beza bet kroget d'ober e brezoneg, e-neus dalhet d'ober. N'e-neus ket bet skrivet kemend-all koulskoude. An daou leor eo bet dastumet e skridou enno ne ra unan nemed seiz-ugent pajennad hag egile c'hweh-ugent . Danevellou, eur pez-c'hoari bennag ha soñjezonou. Eul liou a zo warno oll, eun ton heb e bar. Skriva mad a ree My Skaouidig ha skriva brao. Eur brezoneg c'hwek a oa gantañ, dre gomz evel dre skrid. […]
My Skaouidig e-noa eun anaoudegez don euz an dud hag euz ar bed, ken lemm e lagad hag e bluenn evid intent ha taolenni anezo evel m'emaint, en eur adstumma an darvoudou hag en eur lakad euz e vuhez-eñ hag euz e ijin e-barz e skridou, evel m'eo boaz eur gwir skrivagner, ha pa vefe heb gouzoud dezañ. Ma ree plijadur dezañ kleved jazz, ne zisplije ket dezañ nag eun taol-fent nag eun taol-imor. Setu aze abalamour da betra e vo dalhet soñj deuz outañ ha deuz e oberou.
Fañch Broudic
* MSA : Mutualité sociale agricole.
Poltriji My Skaouidig : diellou famill.
My Skaouidig hag ar boan beva
Mi Skaouidig a vefe bet kerkoulz all, peogwir e vez distaget evel-se. Ouspenn-ze, arabad e oa lavared dezañ e oa e ano-pluenn. Tamm ebed, ha gwir eo. Mi a zo ar stumm berr evid Jañ-Mari, ha Skaouidig a zo ano ar gêriadenn ma oa genedig anezi, e Plougastell. Setu eil ano Jañ-Mari Perez, ar skrivagner sioul am-oa greet anaoudegez gand e zanevellou e-pad an amzer a labouren war-dro skridou Emgleo Breiz ha Brud Nevez.
Elevez ha kizidigez ar skrivagner
Gand plijadur em-oa lennet Kalon ha Digalon, a oa bet embannet pellig a oa. Danevellou kizidig war amzer an Eil Brezel-bed, ha war an darempredou koublad, hag ar gwall zarvoudou a laka reuz e buheziou an dud. Eur wech an amzer e-noa embannet My Skaouidig anezo e Brud Nevez, ha peadra a oa bet da strolla anezo en eun dastumad. Brezoneger a-vihanig e oa, med evel nousped all eveltañ, ranket e-noa lakaad e yez-vamm a-gostez abalamour da rediou ar vuhez, al labour, an divroa hag all. Evel nousped all ive, n'e-noa ket dizoñjet, hag heuliet e-noa kenteliou Andreo Merser evid ober anaoudegez gand ar brezoneg dre skrid ive, heb skarza tamm ebed blaz e rannyez Plougastell. […]
Dre bostel nemetken em-oa bet eskemmou gand My Skaouidig, ne oan ket en em gavet gantañ e gwirionez siwaz. Eun den sioul ha rik e oa, war eun dro : ne blije ket dezañ en em lakaad war-raog med teuler a ree evez braz ouz ar yezadur hag ar geriadur. Abalamour da ze eo plijuz-tre e skridou da lenn. Med ar brasa kalite zo dezo, d'am zoñj, eo o elevez hag o hizidigez. Aliez e ra ano euz darvoudou pe darempredou diêz-kenañ, poaniuz, a lak disrann paduz etre an dud, med en diavêz ne ziskouezont ket. An daneveller eo a gornzigor eur prenestr war kalonou an dud-se, ha diwaska poan a ra al lenner ganto. […]
Tamm-ha-tamm e oa bet danevellou all, pe kronikennou war an amzer a-vremañ, solud a-walh an niver hag an danvez anezo evid mond d'ober eun eil dastumad, Ar boan beva. Aze on-oa bet c'hoant da hoari war ar geriou eun tamm : (eur) boan (eo) beva, med talvezoud a ra ar boan beva. Lavaret e-noa Merser deom : eur fazi zo, ar boan-veva e rankfe beza. Re wir, med war gont al lisañs varzoniel e oa bet lakaet.
Maguy Kerisit
D’ar 17 a viz c’hwvrer 2019
Poltred My Skaouidig : diellou famill.
Evid lenn an oll bennadou a-uz
(hag ar re all) war o hed
Prenit 'ta niverenn 317 Brud Nevez : 10 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 5 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, klika amañ
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou