Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Diellou Brud Nevez
Ar pennadou-kaoz
Ar Breizad Jean Jouzel
Priz Nobel ar Peoh
Diwar Brud Nevez 312
E miz gwengolo 2015, eh embanne Brud Nevez en he niverenn 312 eun troh-kaoz e teir lodenn gand unan euz ar gwella skiantourien a-vremañ ha Priz Nobel ar Peoh, ar Breizad Jean Jouzel.
War o hed e vo kavet amañ danvez ar pennad-kaoz koulz hag ar pennad digoradur.
Taolenn ar pennadou
Respont a ree Jean Jouzel da houlennou Fañch Broudic.
Laket eo bet e gomzou e brezoneg gand skipaill Brud Nevez.
Fotoiou Jean Jouzel : F.B.
Deoh da houd
Adembann a reom ar pennad-kaoz amañ dres en doare ma oa bet greet d'an ampoent er gelaouenn Brud Nevez. Anad deoh, ez eus bet c'hoarvezet a beb seurt darvoudou abaoe :
Kement-mañ ne vir ket e talh ar broiou all d'an emgleo, daoust da ze.
Foto : Benjamin Géminel
Penaoz enebi ouz an hin o tomma ?
Emaom oh en renta kont tammig ha tammig, goustad a-walh evid lavared ar wirionez, eo an hin hag an amzer unan deuz ar hudennou a vo an diêsa da ziskoulma diwar-vremañ. Dija eo bet tomm-bero ha kraz an amzer e peb leh kazimant : er Haliforni, en Iran hag er Siri, er broiou tro-dro ar mor Kreizdouar, e Frañs er hreisteiz, nemed dre amañ… e Penn-ar-Bed !
A-viskoaz, o-deus bet an dud ar zantimant eo cheñchet an amzer a ra e-keñver an hini "gwechall". Med ne gav ket deoh eo deuet da veza gwasoh evid biskoaz ? Ne glever komz ken nemed deuz sehor ha tan-gwall amañ, deuz dour-beuz ahont, deuz koajeier en dizirit, deuz ar skornegi o teuzi, deuz live ar mor oh uhellaad, deuz an dour mor o treñka…
Ar pez a lavar ar spisialisted eo ne ray an traou nemed gwasaad hag e talho an hin da domma muioh-mui war ar blanedenn emaom o veva warni. Ma ne reer seurt ebed evid enebi, ma talhom da veva evel a reom, ma talhom dreist-oll da zevi kement a energiez ha ma reom. 'Barz ar gont-se, e tommfe an hin deuz 4 pe 5° ahann da fin ar hantved-mañ. Padal, ma tispignfem kalz nebeutoh energiez, ma vefe espernet, ma vefe tapet diwar ar renevezabl, ma ne vefe ket greet kement pe tamm ebed ken gand ar petrol, e vefe skignet en oabl nebeutoh-nebeuta a haz gand eun efed ti-gwer ha ne dommfe an hin neuze nemed deuz 2°. Pez na vefe ket nebeud a dra dija.
Eur Breizad e penn ar GIEC
E miz kerzu ema sañset oll vroiou ar bed d'en em voda e Pariz e-pad pemzekteiz evid kaoud eun diskoulm d'ar hudennou-ze. Ne vo ket êz dezo kaoud eun emgleo, rag bez' he-devo pep hini anezo da zisklêria resiz ar pez eo prest d'ober. Ne zell ket an afer deuz ar Stadou nemetken, avad : ar hompagnunezou braz a vo red dezo en em lakad ive, ar rannvroiou hag ar hêriou memez mod.
Ha zoken kement hini ahanom, sed om galvet diwar-vremañ d'ober deuz or gwella : ober nebeutoh gand sihier plastik, cheñch doare da domma an tier, empenti doareou emzavoh da ziblas euz eun eil leh d'egile… Anez da ze, ne vo ket bevabl ar bed ken evid on bugale-vihan deom-ni, ha riskl a zo e c'hoarvezfe freuz ha reuz gand poblañsou a-bez hag e kement tu.
Skiantourien ar GIEC a zo bet ar re genta o lakad ar hleier e brall, ha gand ar muia a nerz. Unan euz ar re a zo en e benn eo Jean Jouzel, pez e-neus talvezet dezañ paka Priz Nobel ar peoh e 2007. Eur Breizad eo, setu m'on-eus klasket ober eur pennad-kaoz gantañ evid Brud Nevez. Asantet e-neus kerkent, stad ennañ e vefe laket e gomzou e brezoneg evid ar wech kenta. Ha ni a zo stad ennom o veza gellet digemer eur priz Nobel evid ar wech kenta moarvad en eur gelaouenn vrezoneg. Rag goud a oar displega frêz hag anad d'an oll pehini eo stad gwirion an traou. Trugarez dezañ.
Brud Nevez
Kenai Fjords National Park.
NPS Photo/Bill Thomson.
Lakad an endro e kreiz-kalon
ar hudennou da ziskoulma
D'ar houlz-ze e oa Claude Laurius unan euz ar varreka war studi ar skornegi, hag e oa en em gavet gand tammou skorn e-noa dastumet en Antarktik. Eur film kaer zo da zond 'mêz end-eeun, d'an 31 a viz here, diwar-benn an dro veur-ze, hini ar skorn hag an oabl, eur film hag a zo bet skignet evid kloza festival Cannes memestra ! D'ar poent-se eo 'm-eus-me greet anaoudegez gantañ. Gand ar memez teknikou on en em laket da studial skorn ar Sterenn. Añtreet on e-barz ar CEA d'ar poent-se, 47 vloaz zo emaon eno, 48 vloaz a vo e miz here.
Pez 'm-eus c'hoant da lavared eo em-eus bet ar chañs d'en em gavoud dre zegouez gand Claude Laurius. N'em-oa ket youl da labourad war ar sujed-se end-eeun, pa deu toud ar re yaouank da weled ahanom hirio en eur lared : me 'm-eus c'hoant da labourad war broiou ar Sterenn. Me n'eo ket bet kont ganin evel-se, ar pez a glasken ober oa selled deuz an traou a-vraz kentoh.
Ar hlasker sitoian
Ar Priz Nobel hag ar Priz Vetlesen am-eus bet, asamblez gand tud all. Heñvel eo hemañ ouz ar vedalenn Fields evid ar matematikou. En or metou deom-ni, skiantou an douar hag ar bed-oll, ez eus daou briz braz en diavêz an Nobel : Crafoord ha Vetlesen. Bet 'm-eus anezo o-daou, hag ar Gall kenta on bet o reseo ar priz Vetlesen e 2012, asamblez gand ma heneilez kimiourez amerikan, Susan Salomon. Stad a zo bet ennon.
Claude Allègre a zo bet an hini kenta o veza resevet ar priz Crafoord, a gav din. Sed a ziskouez eun dra, eo Claude Allègre eur skiantour a-feson war e dachenn. Evid a zell an hin avad, n'eo ket tre ar memez tra : gwechou zo ne oar ket barn ervad, re brim ez a dezi. Med eur skiantour braz eo war e dachenn.
E Frañs, ar priz e-neus ar muia a vrud eo medalenn aour ar CNRS, am-eus bet 13 vloaz 'zo asamblez gand Claude Laurius : yaouank a-walh e oan neuze.
Eun tamm disheñvel eo Priz Nobel ar peoh, eur priz a-stroll eo. Lorh zo ennon, hag eun tamm mat, e-neus bet ar GIEC ar priz-se e 2007, asamblez gand Al Gore, rag e-leiz a amzer am-eus gouestlet d'ar GIEC.
N'eo ket ar Priz Nobel e-neus bet GIEC a zo bet pismiget, med ar GIEC e-unan, e 2009 da geñver emvod Copenhague. Faziou bihan a oa bet kavet er 4re dezrevell. Bet 'oa bet tud o pismiga diwar munudou, eun istor goz eo bremañ.
Degemeret mad-tre eo bet 5ved dezrevell ar GIEC, n'eus bet den o pismiga, ha splann eo an dizoh. Lared a ran eo eun taol-kaer. Sklêr-meurbed eo an dizoh evid a zell kiriegez mabden war sujed an hin hag a vo tommoh-tomma, ma ne reer seurt ebed evid produi nebeutoh a haz efed-ti-gwer.
Plijoud a ra din, pa vez laret se ahanon. Lod keneiled 'zo a zoñj dezo e rank ar glaskerien chom en o fart o-unan, heb darempred ebed gand ar bed diavêz. Me zo bet dedennet bepred da vond e darempred gand an diavêz. Al lodenn vrasa deuz ma amzer a ouestlan d'an enklaskou a ran, med red eo memestra rei da houzoud pez emaom o klask ha pez a gavom. Penaoz e ran ? Abaoe ar bloaveziou 1980 on bet kalzig e-touez ar mediaou, da gaozeal diwar-benn al labour karotezi e Vostok. Er bloaveziou 2000 kerkoulz all, evid kizidikaad ar bolitikerien, lakaad anezo da dapoud krog 'barz kudenn an efed-ti-gwer. Se am-eus greet, ha kemer perz e Grenelle an endro.
E darempred on bet gand ar bolitikerien, gand J. Chirac da genta, pa oa en e zoñj sevel aozadur bedel an endro. Gand N. Sarkozy war-lerh. E karg e oan, hanter-hanter, euz al lodenn hin-energiez e-kerz divizou ar Grenelle. Ma ferz am-eus kemeret ive er plañiou, an hini da zikour en em ober diouz an hin o tomma, hag an hini evid tremen deuz eun doare energiez d'unan all.
Emaon bremañ er homite a zo karget da gas ar h/COP 21 da benn, e fin ar bloaz, e Pariz. Evel-se, e-tal ma labour enklasker, e talhan d'ober traou asamblez gand ar re o-deus ar garg e Frañs d'ober war-dro an aferiou-ze. Ar brezidanted am-eus komzet ganto, e darempred on bet gand Ségolène Royal, gand Kosciusko-Morizet, Borloo… Eul lod euz ma labour eo. Abalamour da ze e oan bet anvet er CESE. Pemp bloaz on bet eno, hag em-eus bet tro da labourad war an aliou e-neus roet ar CESE diwar-benn an hin o tomma pe diwar-benn ar mod da dremen euz eun eil energiez d'eben.
Prezegennou a ran kalz, digor d'an oll, evel-se on bet e Brest, e fin miz ebrel. Er skoliou ez an ive, pemp pe c'hweh gwech ar bloaz-mañ, em bro henidig, e Janze. Da gomz gand bugale CE1 ha CE2, eiz pe deg vloaz, pe skolajidi. Med e-barz bureo ar GIEC emaon atao, ha goulennet 'vez ganeom memestra derhel war on teod eun tamm bennag, pas mond re bell war-zu ar stourm. 'Benn fin ar bloaz avad e vin echu gand ar GIEC.
Dedennet on gand ar pez a lavar Pierre Larrouturou hag eur pennad on-eus sinet asamblez en Ouest-France. Anavezoud a ran anezañ mad, eur paotr sichant eo, ha plijet on gand e vod da weled an traou. Ma ne vijen ket bet eun enklasker, e vefen bet eet war-zu ar politik, piou oar ? Med n'haller ket paka partoud. Eur pez labour eo ar hlaskerez dija : ma fell d'an nen ober e enklaskou a-zevri, e rank lakaad e boan da ze…
Barrad sehor ha diouer a voued e Maoritani e 2012.
Foto Pablo Tosco/Oxfam.
Mabden a zo pennkaoz m'ema an hin o tomma
Jean Jouzel : Hirio, zo meur a dra hag om sur anezo : obererez mabden a laka doareou an aergelh da jeñch. Muioh-muia a haz efed-ti-gwer zo : 40 % muioh a haz karboneg da genta, metan da houde, ha protoksid azot. Gouzoud a reer ervad deuz peleh e teu ar gaz efed-ti-gwer. Dre vraz, tomma muioh a vez greet, ema an hin o tomma : d'or soñj, n'eus ket da jom da dortal gand se. En aergelh ez eus deuz outañ, hag er mor braz : uhelloh eo live ar mor, dre m'ema ar moriou o c'hweza hag ar skornegi o teuzi : se eo an eil tra om asur anezañ.
Med n'eo ket peogwir e tommer muioh hag abalamour m'ema an hin o tomma, zo bet kavet evid kelo-ze eul liamm etre pez a vefe pennkaoz hag an efedou. Bremañ avad e heller disklêria da vad pere eo dizohou ar GIEC : obererez mabden eo a zo pennkaoz m'ema an hin o tomma, evid ar muia. Eun dizoh a-bouez eo er 5ved dezrevell : emaom en eur bed ha ganeom eo bet cheñchet an hin. Se zo splann.
Daou senario zo : ma ne reer seurt ebed evid enebi ouz an hin o tomma, en em gavim a-benn fin ar hantved-mañ gand an amzer a vo tommoh deuz 4° pe 5°. Pez a vefe eur pez mell cheñchamant, ken gwaz hag eur cheñchamant da varevez ar skorn pe etre daou varevez skorn. Kement, lakaom, hag etre 20 000 vloaz 'zo hag an amzer-vremañ, dre vraz, gand toud ar pez a c'hoarvezfe diwar eur pikol cheñchamant evel-se.
Ruz ar gouleier war gement tachenn zo : ar moriou braz o treñka, ar houralegi, an hin o c'hoari etre beza tomm-bero ha yen-sklas, diêsteriou ar repuidi a vo kaset kuit deuz ar gêr abalamour d'an amzer a rayo, kudennou dour, hag ouspenn pobladou na vefent ket e savete hag a rankfe diblas abalamour da wall-droiou an hin. Setu pez a zo bet c'hoarvezet marteze e bro-Siri, abalamour d'ar sehor, eun deg vloaz 'zo bennag, hag e-neus laket kalz a dud da ziblas. Lared a ra lod klaskerien eo se a zo pennkaoz d'an trubuillou a zo bremañ er vro.
Kalz euz an diêsteriou stag ouz an hin o tomma a zo liammet gand liesseurted ar beo o vond war goll. Amañ e klask an dud diwall anezi. War wasaad eh ar hudennou yehed abalamour d'an endro. Kalz kudennou a hell beza dirouestlet c'hoaz evel ar re a denn d'ar saotradur. 'Benn ma vo tommoh c'hoaz an hin e vo aliesoh barradou amzer tomm-gor, mareadou sehor braz, uhellaad a rayo live ar mor. Peziou mellou kudennou a vo.
Komzom deuz ar zehor. Sehor a vo muioh kostez ar Mor kreizdouar hag hanternoz an Afrik. Poblañsou niveruz a zo dre eno. En Aljeri evid ar poent n'eo ket re hrevuz an traou evid c'hoaz, med gweled a reer ervad er Sahel : divroa a ra an dud alese abalamour d'an hin o tomma ha d'ar sehor. N'eus ket repuidi an hin anezo evid kelo-ze, med eur riskl a zo e kredfe d'an dud eo abalamour da ze emaint o tivroa.
Arabad chom heb ober seurt ebed, rag ma ne reer netra evid stourm ouz an hin o tomma, e vo ruz an oll houleier.
Porz Liepaja, war vord ar mor Balteg, 200 km e kornog Riga, e bro Lettoni.
Ma talh live ar mor da bignad…
70 % euz an dud a zo o veva war vord ar mor, e cheñcho eun dra bennag evito. E kêriou zo, evel Brest, e vo gwarezet kreiz-kêr mad a-walh memestra ! Ar sifrou a blij din lakad en di-araog eo re 3de dezrevell ar GIEC : lakaom e savfe live ar mor euz 40 cm, anez diwall an aod muioh eged na reer bremañ, red e vefe da 240 milion a dud diloja.
Ne vefe ket repuidi an hin anezo peogwir e hellfent chom en o bro, med eur sifr braz eo memestra. Lakaom e teufem a-benn d'en em ober mod pe vod ouz an darvoud, e vefe 100 milion a dud o tiblas evelkent, gand live ar mor o pignad deuz 40 cm.
Padal, deuz 80 cm pe deuz eur metr eo ez eus kaoz e gwirionez, sed e rafe kantadou a vilionou a dud a vefe tapet ! En arvor ema eul lodenn vat euz ar poblañsou o veva, n'eo ket an oll a vo skoet ma uhellaa live ar mor. Koulskoude e vefe kantadou a vilionou a dud a rankfe diloja deuz leh m'emaint o veva, ma sav ar mor deuz eur metrad !
Pa gomzer deuz "repuidi an hin" e soñjer e broiou evel Bangladesh, Vietnam, Thailand, pe broiou delta an Nil. Med bez' ez eus ive an enezeier bihan, takadou kizidig-kenañ. N'eus ket kantadou a vilionou a dud o chom warno, med skweriou int. Etre deg ha tregont mil a dud, beteg kant mil, a zo eno o veva.
Ya, nemed va breur ! Eun istor gwir eo, ha… farserez. Peizant eo, en ti-feurm ma z on ganet, ha biken ne jeñcho ar paotr, atao eo bet evel-se. Memestra, ema an dud muioh war evez evid na oant 15 pe 20 vloaz zo, d'ar poent ma oam bet kroget da lakaad ar gaoz war ar sujedou-ze. Eun tamm re ziwezad eo da gregi 'barz…
Diskoulmou a rankfe beza lakaet e plas. E Breiz, da skwer, ne broduer nemed 10 % deuz an energiez he-deus ezomm. Red e vefe rei lañs d'an energieziou renevezabl ! E peb leh, n'eo ket e Breiz nemetken. Peadra zo d'ober e-leiz a draou deuz an tu-ze ! Gwir eo, krog eo ar broiou da zoñjal er hudennou-ze da vad, ar Chin zoken, rag gouzoud a reont pegen bresk ez int. Diêsoh eo er Stadou-Unanet, med gouzoud a reont ervad, abaoe ar gwall-amzer a oa bet e New-Orleans, e hell ar broiou diorroet beza ken bresk all a-dal an hin o cheñch.
N'eo ket. Emaom o vond da lakaad ar gaoz dioustu war ar pez a zo d'ober, just a-walh. Arabad derhel gand eur patrom-diorren a zo diazezet war danvez-energiez kondon, pe vefe petrol pe glaou hag a seurt-se. Diwar ar re-ze eo e pak ar Frañs hirio ar muia deuz an energiez he-deus ezomm : ne vez produet tredan diwar energiez euz ar rumm kenta nemed 20 pe 30 %. Gwir eo kerkoulz all e leh all dre ar bed.
A-du on penn-da-benn gand ar zoñj e heller gounid 2° diwar an hin o tomma. Ma tapom ober se, neuze e vo posubl en em ober ouz an hin, tamm-pe-damm, zoken ma vez tommoh evid hirio. Pas e peb leh : derhel a ray live ar mor da zevel. Med a-benn chom dindan an 2° se – sklêr eo dezrevell ar GIEC war ar poent-se – red eo chom a-zao gand an danvez-energiez kondon, splann eo ar sifrou : arabad skigna ouspenn 800 miliard a donennou CO2, pez a reer e-korv 20 pe 25 ploaz ma talher d'ober evel a reer hirio. Talvezoud a ra nebeutoh evid 20 % euz ar pez a anver ar pourveziou a zo deuz outo, da lavared eo, ar pez a heller tenna êz a-walh hervez an arhant hag an deknologiez zo ganeom beteg-hen, koulz ar re om boaz d'ober ganto hag ar re n'om ket.
Evid dond en-dro war ho koulenn, gwir eo n'eo ket gwall-speredeg mond da glask petrol en Alaska – en eur bed evel on hini ma lavar paotred an hin e vefe furroh leuskel 80 % deuz ar pez zo dindan on treid el leh m'emaint – ha derhel da furchal e lehiou hag a zo bresk-kenañ dija a-fed endro, evel an Hanternoz uhella, an Alaska… Mond a ra ar Vrezilianed don dindan ar mor, beteg c'hweh pe zeiz kilometr !
Traou diboell, hag a goust ker-ruz ouspenn. Tro 'm-eus bet da gomz gand Patrick Pouyanet, e-neus kemeret plas Christophe de Margerie e penn Total, ha lared a ra ar memez tra eveldon. Evid ar poent, ne nah ket ar hompagnunezou a labour diwar danvez kondon eo reiz ar sifrou : gouzoud a ra an oll ervad ez eer a-benn er hleuz ma talher d'ober evel a reer, dreist-oll gand ar re a heller tenna êz euz a zindan an douar.
Saout o peuri e skeud eur tour-iliz e Goueled-Leon.
Foto : F.B.
E kreizig-kreiz ar jeu ema an energiez
Jean Jouzel : Hini an energiez, war live ar bed-oll. Konta a ra an danveziou kondon evid 75 %, al labour-douar ha gounezerez ar hoadou, evid 20 %. Ar mod ma vez labouret an douar. Moaien 'vefe da gomz euz ar zimant ouspenn…
E kreizig-kreiz ar jeu ema an energiez. Eun dra zo e dezrevell ar GIEC hag a blij din : al lohenn genta eo beza efeduz e-keñver energiez. Splann-kenañ eo. Ma 'z eus arhant da bosta, gand kement gwenneg e heller miroud ouz muioh a C02 da veza skignet. Kalz labour zo d'ober e Frañs, kement a lojeiz koz a zo – pell ema Yann diouz e gazeg - hag ouspenn-ze e vefe eul labour dedennuz ma vez greet evel a faot, gand ar c'hoant ober anezañ ervad, renevezi an oll dier o-deus ezomm. Kalz postou-labour nevez a hellfe beza krouet.
Pouezuz eo eta beza efeduz war dachenn an energiez, en em zistaga diouz an energiez kondon. Ar gevridi o-deus ar staliou braz etrevroadel d'ober se : tenna o arhant diouz an danveziou kondon ha lakaad anezo er renevezabl. E dezrevell ar GIEC e talher d'eul lodenn vihan nukleel, med n'eus ket ano e vije kalz muioh. N'eo ket gwall êz renevezi ar hreizennou a zo dija.
Setu, da va zoñj, an daou chanter energiez brasa eo re an efedusted e-keñver energiez : dilezel ar hondon ha diorren ar renevezabl. Beh d'an traou nevez par ma heller. Ne vo ket êz, med na pegen birvilluz !
Gand eun dra on bet plijet en divizou a zo bet Pariz e penn kenta miz gouere, pa oa deuet Joseph Stiglitz, priz Nobel an ekonomiez, da gomz : d'e zoñj, ar patrom ekonomikel a rankfe beza hini an dazond evid ar bed eo an hini a laka an endro e kreiz-kalon ar hudennou a zo da ziskoulma. Evel just e ranker rei beh da ziwall an endro, ha da vera an energiez. A-du on penn-da-benn.
Ar patrom-diorren zo ganeom bremañ n'eo ket gouest da rei lañs d'an ekonomiez ken. Eur patrom all zo red, unan paduz, ha n'eo ket komzou nemetken. Unan a vo diwallet gantañ liesseurted ar beo, an natur, an hin. Strivou a vo red ober, anad eo. Med dedennuz e vo posta arhant e traou ha n'hallint ket beza dilehiet ken êz ha tra. Posubl eo ! Pa vez kaoz deuz sevel tiez en eur mod renevezabl da skwer. Evel just e vez fardet ar panellou-heol doue 'oar peleh, med red eo cheñch an dra-ze.
E Breiz da skwer e komzer kalz deuz energiez ar mor. Peadra zo, hag intrudu, diskoulmou a ranker kavoud evid bernia ha mired an energiez. Nag a draou a zo da veza kaset da benn war dachenn an energiez ! E Frañs atao, peogwir ema lezenn an treuskemm energiez o paouez beza votet. A-du on gand ar pal skigna peder gwech nebeutoh a haz efed-ti-gwer. E Frañs e rankfe an dekrejou beza embannet kalz buannoh, d'al lezenn da veza lakaet da dalvezoud raktal, ha d'eur budjed da veza ingalet. Evel-se e vo startijenn dioustu ha ne vo ket al lezenn eur glozenn houllo. Ar paliou a zo bet laket d'al lezenn-ze on a-du ganto da vat.
Tri zra e rank al labourerien-douar teuler evez outo. Da genta, skigna a reont memestra 20 % deuz ar gaz efed-ti-gwer.
Da eil, gouzañv a rint efedou an hin o tomma. Dalhet 'doa Frañs da brodui muioh-mui a ed war-lerh an Eil Brezel-bed, med krog eo d'ober nebeutoh er bloaveziou-mañ. Keneiled euz an INRA a lavar din ez eo an hin hag a zo kaoz, evid eul lod. N'eo ket dister ! Memez mod ma seller ouz an traou diwar live ar bed : ma vez kalz tommoh an hin, e vo produet nebeutoh hag vo fall ar jeu evid al labour-douar, n'eus forz penaoz. War gement tachenn : an douar a labourer evid ar bevañs, ar maiz, ar soja… Bez' e vo al labourerien-douar e-touez ar re genta toud o veza gwall dapet. Al labourerien-douar a-vraz, a lavaran : ar re a ra war-dro gwini ne zoñjer ket kalz enno e Breiz, med er plas kenta emaint da veza tapet, rag eun derez ouspenn a zo kalz evito.
An trede tra eo e hell al labourerien-douar sikour e-leiz da ziluzia ar hudennou : labour ar gwini, an douar, ar hoadou… Struz eo kement-se ! Ar renevezabl, pa zeller mad, a zo stag ouz an takadou – nemed an energiez-vor. Stag eo ar renevezabl ouz bed al labour-douar, evid a zell an heol, ar mod da denna gounid euz ar struz, an dilerhiou, ar metanadur... Paliou e-neus Stéphane Le Foll evid an douarou : mired muioh a garbon e-barz, kreski deuz pevar dre vil beb bloaz, se zo posubl.
E-kreiz ar jeu ema bed al labour-douar penn-da-benn. An deiz a-raog ma oa bet digoret saloñs al labour-douar e Pariz, e miz c'hwevrer, e oa bet eun diviz diwar "Labour-douar ha cheñchamant-hin", ha bez' e oa eno, evid ar wech kenta, prezidant an FNSEA, Xavier Belin, e-touez ar re a ree war-dro. Ar jañs 'm-eus bet da zistaga eur brezegenn da geñver digoradur an diviz-se, ha gand François Hollande e oa bet klozet. Eun dra bouezuz eo e krogfe bed al labour-douar e kudenn an hin.
Med n'eo ket en eur guzad o fas e raint. Meur a vod a zo da doulla an ero avad, rag meur a vod da skigna gaz efed-ti-gwer 'neus al labour-douar : ludu a vez implijet a-vraz ha kalz NO2, protoksid azot, a zeu da heul. Ma vez kaoz deuz labour-douar rezonet – heb komz deuz an hini bio –, n'eo ket eun dra vad ober gand ludu a-vraz, produi metan a ra beteg re. Eun hent all a vefe cheñch ar mod ma vager al loened. Med ne vo ket kalz a efed gand se. Evid pez a zell al ludu e heller c'hoari avad. Ha tenna gounid euz an dilerhiou, evel-se ne vo ket ken gwaz-se bilañs an tiez-feurm. Mad e hellfe beza zoken ! Tachennou braz-braz a zo, ha gand energiez an heol… E-leiz a draou zo d'ober.
Tsunami en arvor bro Indonezi, e 2004.
Foto : Binshafik.
Ma taol evez pep hini ahanom,
eun tamm bihan paneveken
War an dachenn an hini c'hoarvez an traou. Er strollegeziou, en takadou, er hêriou eo e vez lakaet ar reolennou espern energiez da dalvezoud : pa zaver tiez nevez, pa gempenner ar hêriou, pa vez kaoz deuz treuzdougen an dud euz eun eil leh d'egile, deuz diorren ar renevezabl… Aze o-deus rannvroiou ha kêriou o ger da lavared. Red eo da vistri an industriez diorren, arabad dezo beza rividig : brao 'vefe gweled anezo oh ober berz war an dachenn-ze.
Ar mediaou, bed an deskadurez kerkoulz all ! Me 'blij din komz euz kelhlizer ar pab, hag euz an ONG oh en em ouestla. Kalz kevredigeziou a anavezan hag a zivenn an hin hag an endro. Afer pep hini ahanom eo ouspenn, ent personel, hag en diavêz. Eur pennad emaoh o vond da skriva ha lennerien a lenno anezañ : eun dra vad eo, med er vuhez prevez, ne zell ket ouz ar re all hepken !
Dibab a ranker pa vez kistion da lakaad e arhant en eun dra bennag. Ma taol evez pep hini ahanom, eun tamm bihan paneveken, ouz an efedusted e-keñver energiez, ma, ne vo ket fall tamm ebed, kement-se gonezet atao. Ma hellom, en em zoñjal eun tamm bennag a-raog prena tra pe dra. Dreist-oll, arabad lavared : "ne hellan ober seurt ebed diouzin va-unan", rag kalz a heller ober. Ha d'an dilennidi d'ober o labour dilennad !
Pep hini, a lavaran, 'neus e lod d'ober : ar stadou a zavo eun emgleo, tre diouz ar pal, ma tapont ober. Red eo lavared ez eo diboell or bed : a-du eo ar broiou gand ar pal striva 'benn 'dommo ket an hin muioh eged daou zerez. Se 'oa e koñvañsion an hin, a-du eo an oll. Med adaleg ma ranker kregi e-barz da vad, ma, chom a ra pep hini war e gemend-all ! Red e vefe d'an oberou beza tre hervez an divizou hag ar paliou.
Lavaret em-eus dija ez on a-du penn-da-benn gand paliou al lezenn treuskemm energiez faktor 4 e Frañs. Me 'garfe e ve doujet d'al lezenn-ze. He lod he-deus Frañs d'ober, evel ar stadou all. E gwrionez ne vez ket kont evel-se. O lod a rank ober ar stadou.
N'ema ket bet an oll emvodou a zo bet bete-vremañ war eur par. Derhel soñj a reer deuz an trede, hini Kyoto, hag euz paliou 2008-2012. Talvouduz a-walh eo bet, med siwaz, n'eo ket chomet ar Stadou-Unanet e-barz ar jeu, padal ez int ar brasa skigner gaz efed-ti-gwer. Emvod Copenhague zo bet pouezuz ive, rag ne oa bet plañiet seurt ebed war-lerh 2012. Eun emgleo a oa dao kaoud evid ar prantad 2013-2020. N'eo ket deuet da benn vad toutafed, ha setu perag e lavarer eo bet Copenhague eur hwitadenn.
Memestra, d'ar poent-se eo bet kroget kaoz an "daou zerez" da vond tre e sperejou an dud, eun dra vad eo. Pouezuz e vo emvod Pariz, aze ema lakaet an tach deom gand ar follenn-heñcha a oa bet digemeret e Durban tri bloaz zo. En em glevet e oa an oll vroiou a-benn 'vefe 2015 (ne ouiem ket c'hoaz e vefe e Pariz) an termen evid kaoud eun emgleo all 'benn war-lerh 2020, ha zoken war ar strivou da veza greet ahann da 2020.
Me 'gav din zo bet greet eur gammed war-raog gand broiou zo, ar Chin hag ar re all. Gand an daou emgleo kenta, Kyoto 1 ha 2, ne oa nemed ar broiou diorroet 'barz an taol. Padal ar wech-mañ eo krenn a-du an oll abaoe an divizou a oa bet e Durban evid lavared e sell an afer ouz an oll vroiou. Pas tre er memez mod evid pep hini anezo evel just. Pouezuz eo an diforhiou a zo.
Setu perag e houlenner digand kement bro kemer he ferz. An Europ 'deus greet, ar Chin, ar Hanada, ar Stadou-Unanet hag ar Rusi ive. Pez zo, gweled mad a reer n'eo ket sufiz. Me 'gred e vo eun emgleo, a-berz kalz broiou hag a vo a-du, ar Chin zoken. Med pa vo greet ar gont deuz pez eo prest pep hini d'ober, ne vo ket tra-walh evid paka pal an "daou zerez".
Red e vo adkempenn ar raktres-se, diouz ar gwella, arabad fallgaloni. Me zo e-barz ar homite e-neus da gas an emvod da benn, Laurent Fabius a vo prezidant, hag a daolo evez. Daou bennrener-emvod a vo, eun Amerikan hag eun Aljerian, hag hanterourien hag a oar mad deuz petra zo kaoz.
Mond a ra an traou war-raog, eun tamm bennag, pas buan a-walh. Emvodou-prienti zo bet hag e vo. Fiziañs am-eus e vo deuz eun emgleo kenetre meur ha meur a vro. Ar pez am-eus aon avad eo ne z aio ket pell a-walh ganti.
Evid lenn ar pennadou-kaoz a vez
e kement niverenn Brud Nevez…
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou