Leoriou Brud Nevez en linenn
al leoriou a vez plijadur o lenn
Naig Rozmor
Karantez ha karantez
E 1977 he-deus Naig Rozmor embannet he henta leor barzonegou
Brudet eo Naig Rozmor (1923-2015) e-touez ar skrivagnerien vrezoneg. Eun tregont bennag a leoriou he-deus skrivet en oll. An hini kenta dezi da embann eo bet "Karantez ha karantez" hag an hini kenta eo bet a ve bet embannet gand Brud Nevez e 1977.
Eun tamm mad a gaoz ha tabut zoken a zo bet da heul al leor. Souezet eo bet al lennerien peurliesa gand ar barzonegou-ze, dihortoz a-dra-zur, rag ne oa ket c'hoaz komzet deuz karantez e brezoneg evel m'he-deus greet Naig Rozmor.
Pa ne gaver ket al leor da brena ken, setu m'eo laouen Brud Nevez da lakad anezañ en linenn war al lehienn-mañ, evid ma hellje an oll ha pep hini ober anaoudegez gand eur skrid a heller lavared anezañ eo unan euz ar re vodernna el lennegez vrezoneg.
Trugarez da Ronan ha Gildas Corre da veza roet deom an aotre da lakad al leor "Karantez ha karantez" en linenn.
Taolenn
En ano ar garantez
Va fedenn
Daouarn va zad
Enkrez
Da betra 'zervij ?
Requiem
Evid gouel va mamm, Doue d'he fardono
Ar mesaer
Pedenn houez
Da va hendalher
Kalanna ar Mabig Jezuz
Va hi
Truez
Huanadenn
War ar gliz
Pinijenn
War hent Bethleem
Nedeleg er Vereuri
Piou eo ?
Sklêrijenn
Nehamant
Va haerra huñvre
Pa dremen an askell-grohen
Alleluia
Promesaou
Gousperou
Ma hellfen-me skriva
Kregin
Bale eured evid doue ar mor
Mari-Vorgan
Salokras
Sabad
Er wagenn
Huñvre
Diwar an uhel
Rogasionou
Briadelez 2000
Eur mister joaiuz
Kalander
Lid
Ar « Plan Orsec » e Rosko
Diwar goust ar petrol
Al loar-gann
Mesper Lambaol
D'an tousegi mod nevez
Eun tammig sach-bleo diwar-benn eur varnedigez
Eun nebeud geriou diêz
An embannadur orin
Piou eo bet Naig Rozmor ?
Eur ger a-raog
Ha taolet hoh-eus evez ne vez ket, pe nemeur, komzet euz ar garantez e brezoneg ? Euz ar garantez etre eur gwaz hag eur vaouez, a fell din lared. Marteze n'eo ket kement bremañ ken, med eun dra da veza kuzet e oa evid ar Vretoned, ha geriou 'zo ne vezent laret nemed a vouez izel. Ne veze ket lavaret, peurvuia, « en em gared a ra an daou zen yaouank-ze », « istim » pe « joa » eo o-doa an eil evid egile. Pe neuze, pa veze ar gaoz war an tu-ze, etre gwazed dreist-oll, pe zoken etre gwazed ha merhed, e veze troet da veza kentoh druz ha groz a-walh…
N'eo ket eston neuze ma n'eus ket bet skrivet a-benn ar fin kement-se a varzonegou (na marteze a skridou all) a garantez e brezoneg. Ma zo eun dra hag e-neus souezet Naig Rozmor p'eo en em laket-hi da lenn brezoneg, eo se. Ha p'he-deus kroget da vad, n'eus ket pemp bloaz zo, da skriva e brezoneg, eo barzonegou a garantez eo he-deus skrivet da genta. Rag dezi e vanke lennegez a garantez en or yez, ha kredet he-deus e vanke ive d'an dud all. Petra d'ober neuze, nemed displega ar pez a oa en he hreiz, ar pez a veve, ha respont dre ze d'an ezomm a oa enni da lavared ar garantez.
Rag eviti eo ar garantez ar haerra santimant da zikour an den d'en em houzañv e-unan ha da houzañv ar re all. Heb ar garantez, ne vefe ket bevabl ar vuhez. Hag e-keñver karantez ar galon, ema dioustu karantez ar horv – ha n'eo ket hepken sevel tiegez hag ober bugale eo (ar pez, daoust ha beza kaer, n'eo ket a-walh), kalz frankoh ha ledannoh eo evid se, eme Naig Rozmor. Hag e lavar : « ar garantez etre ar houblajou a ro tro dezo d'en em zibrada an eil dre egile, dreist teñvalijenn ar vuhez. »
Kaoud c'hoant da skriva hag hen ober a zo daou dra disheñvel avad. Ha n'eo ket deuet Naig Rozmor a-benn, euz an taol kenta, da skriva evel he-doa c'hoant diwar-benn ar garantez. Med Leonardez m'eo-hi, ha levezonet gand Tagor « hag a gomz euz ar garantez e-giz eur zakramant », n'he-deus ket kavet gwelloh nemed komz anezi e brezoneg gand anoiou a liderez. « Kaer evel eur bedenn eo ar garantez », alese ar barzonegou o ano « Alleluia », « Lid », « Gousperou »…
Med eul liderez pagan eo ive ar garantez, hervez Naig Rozmor, ha setu perag barzonegou all anvet « Sabad » pe « Mari Vorgan », hag ar stumm-ze da skriva hag a zo dezi ha ne gaver e skrid brezoneg all ebed. Konta a ran en eun doare gwirion-kenañ « huanadennou he horv entanet », n'ankounac'ha ket evid se n'eo ket ar garantez eur blijadur hepken – pe neuze, evel a lavare din, « n'eo ket libr an den ken » – med « eur gomunion souezuz/deuet d'or skoulma korv hag ene/beteg ar beure. »
Gand komzou tener – « ken tener ha bleuniou mae », a zo bet lavaret dezi – ha kizidig zoken, eo e ra Naig Rozmor pa skriv he barzonegou a garantez. N'eus ket enno, er mod m'int skrivet, hag en amzer hirio dreist-oll, peadra da feuki den ebed, ma oar an den petra eo ar vuhez. Ha koulskoude he-deus bet diegi o rei barzonegou 'zo d'embann. Gwir eo, maouez eo hi, dre heh oll wazied, hag e oar, dre vicher, petra eo lakad eul leor etre daouarn unan bennag, e hell beza eun dour a vuhez pe eur hleze d'e laza. Eun himn a garantez eo leor Naig Rozmor, ma hellan ober va-unan gand eur ger a liderez n'he-deus ket-hi implijet c'hoaz, a gav din. Ha mond pelloh a ra zoken, pa ziskouez, « en ano ar garantez » bepred, « ar plahig gwerzet d'ar pinvidig » hag « ar mevel gwallgaset gand e vestr ».
Koulskoude, farsal a oar ober ive Naig Rozmor, ha goapaad zoken. Ha skañv e hell beza he 'fluenn da fenti, na pa vefe nemed diwar-goust « an tousegi mod nevez » hag o-deus laket meur a hini da c'hoarzin dija…
Gwir eo he-deus Naig Rozmor eur stumm da skriva hag a zo tre diouz doare ar brezoneg. Skriva e galleg he-dije bet gellet ober, hag he-deus bet greet, a-hed he buhez koulz lared. Med pa oa yaouank, eno e oa ar brezoneg yez ar gêr – an hini a veze paket o kaozeal galleg e-neveze eul litrad da bêa ! – hag e brezoneg eo he-deus bet skrivet d'he zud, pa oa er skol e pañsion « abalamour din da helloud konta penn-da-benn va doare d'am zud, dre ma ne ouie ket ar vestrez a vrezoneg ! » Gand he zud, gand tud euz heh anaouedegez, he-deus bet atao evel mez o kaozeal galleg.
Pa'z eo deuet eun nebeud bloaveziou 'zo Visant Seite, heh amezeg, da houlenn skoazell diganti, n'eo ket bet gouest da lavared nann. Lonket he-deus ar henteliou dre lizer diwar herr. Ha dre m'eo dezi eur blijadur skriva, eo kroget, dre ezomm ive, da zevel kontadennou hag istoriou. P'he-deus santet e oa barreg da zisplega difazi he santimanchou donna, eo en em laket da skriva barzonegou.
Setu aze, kontet berr, istor Naig Rozmor, hag istor he barzonegou. Ar barzonegou-ze eo a ra danvez al leor kenta ema Brud Nevez oh embann. An deiz all, e lavare A. Merser er radio eh embanner re a varzonegou brezoneg, ha re nebeud a draou all. Gwir eo marteze. Ral eo avad kaoud an dro da lenn en or yez barzonegou skrivet ken brao ha ken êz, seurt ar re a zo bet skrivet gand ar vaouez m'eo Naig Rozmor. Pe blijet pe displijet e vo al lennerien – ha plijet e vo sur-mad ar peb muia – souezet e vo an oll. Sed on sur o-devo c'hoant an oll da brena ha da lenn al leor-mañ.
J. Salaun
Hosanna
Pa rez d'an tan-gwall diroll e va hroazlez
Ha diskenn en eur gorolli, da gelhia din va daoulin,
Pa stag va halon da c'hoari taboulin,
Pa nij laboused beo va divronn daved da bokou,
Pa deh souden va mez ha va lorh,
Pa hourvezan evidout reiz ha kinniget,
Pa ziwan eienenn dindan da vizied,
Da stign da oll izili dirag va noazder,
E vez dihun ar zerpant koz en e wezenn avalou.
Pa deuez da en em sternia e va divesker digor,
Pa vezan a-bez goloet ganez,
Pa en em vesk or c'hwezenn hag on terzienn,
Pa dreuzez va horv a flemmadennou,
Pa evez ar hlemmou diwar va muzellou,
Pa isez ahanon beteg alteri,
Pa groaz va daouarn da houlenn gras,
Pa skrijom on-daou en eur memez mezventi,
E vez deuet ar mare da honid an eost.
Selaou
Ma vije a-walh
Kemer, o Doue ! va zammig buhez
Evid ma paouezo an droug war an douar…
Med, ne dle ket beza a-walh,
Pa 'z on siwaz ken nebeud a dra !
En ano ar garantez
En ano ar bugel bronduet gand e dud vezo,
En ano ar plahig gwerzet d'ar pinvidig,
En ano ar mevel gwallgaset gand e vestr,
En ano ar hlañvour ha ne ehan ket da vervel,
En ano an den o preja gand eur voestad fourmaj-ki,
En ano ar hi staget ouz eur wezenn da hedal ar maro,
Me a greñjfe ouzit… o va Doue !
Va fedenn
« On tad pehini zo en neñv »
A-walh, paouez eur pennad, o ya, a-walh !
Me n'on ket kreñv
Da zougen eur seurt beh
Gwel penaoz az-peus va lakeet,
Ganit on flastret,
Lez ahanon bremañ da zehi va daoulagad,
Va halon a zo bruzunet.
« Da ano beza santeleet »
N'em-oa ket goulennet dond er bed,
Perag beza ouzin atao ken kounnaret ?
N'eo ket din hepken evelato
Pêa dle an oll dud
Evid an dismegañs greet d'az ano ?
Respont, perag e chomez mud ?
« Da rouantelez deuet deom »
Me en em houlenn hag ezomm 'zo
Da hervel ahanout davedom
Pa'z out pounnergleo.
Gwechall va zad euz an douar
N'eus forz pegen skuiz e vefe,
A zelaoue e vugale p'o-deze glahar
Hag o dizamme.
« Da volontez beza greet »
Evel just. Te eo ar mestr braz,
An Doue parfed,
Euz da varadoz e welez frêz
An henchou zo red deom darempredi
Evid ober on silvidigez, neketa ?
Gra neuze ma houzañvin heb sakrei
Pa blijo dit va hastiza.
« Evel-se bezet greet »
Daouarn va zad
An dour a deu e va daoulagad
Pa zoñjan e daouarn va zad !
Daouarn eur houer, rouz ha fraillet
Evel an douar pa vez skarnilet
Gand avel pud an hanternoz
Ledan 'oant evel golvaziou
Digoret gand ar gwall labouriou
Med pa drohent deom or bara,
Evel re ar beleg d'ar gorreou,
Daouarn va zad a skuille grasou.
Enkrez
Evel ma kouez an deliou,
Hini hag hini,
E ruill va daelou
Karget a anken
En eur zevi
Din va dremm.
Avel hwero
An hanternoz
O dizeho.
Med o roudou garo
A doullo eur 'foz
Dre leh ma redo
Barradou-dour
Ar glahar
O vond da zikour,
En eur goueza
War an douar,
Ar roz da vleunia.
Da betra 'zervij ?
A-wechou, pa vez aveleg an amzer,
Aonuz ar goabrenn,
P'am-bevez riou beteg e va halon,
E teu din lavared :
Da betra 'zervij ?
Ya, da betra 'zervij stourm, poania, kared zoken ?
Warhoaz e vezo fin… ha goude ?
Netra, nemed eur vozad poultrenn,
Dindan eul letonenn
Ha spered dizoñj an den
Da drei buan ar bajenn,
Da ankounac'haad !
Setu da betra 'zervij e gwirionez ?
Me en em houlenn !
Neuze, a drugarez Doue,
Pa vezan evelse fallgalonet,
E welan atao,
En eur horn pe gorn euz va buhez,
Eur ganevedenn ruz o skedi
Karget a bromesaou a joa.
Requiem
Maro ar Vereuri-vraz
Evel ped all tro-war-dro !
Goullo ar porz,
Yen an oaled,
Mud an orolaj.
Trouz ebed ken,
Nemed e serr-noz a-wechou
Etre ar puñs hag an treuzou,
Eur boutou koad didach
O seni glaz !
Boutou ar vamm-goz, er Vereuri chomet,
P'e-noa kuitaet he mab diweza,
E zah gantañ war e skoaz,
'Vid mond war-lerh e vara?
Chomet eo heh-unan
Evel, war ar vag, ar habiten,
Ha ne asant ket tehed
Pa ziroll ar gorventenn…
E-pad m'ema azezet, mantret,
E-keñver ar prenestr,
He daoulagad glaz
A zeblant gweled c'hoaz
Skeudennou eüruz
An amzer dremenet :
Parkajou lin, chatal gallouduz,
Ha bleuniou koton gwenn ar hoefou,
Leiz an henchou.
Siwaz ! Ne hell nemed pedi
He japeled etre he bizied
Rag digor eo an arvest
Ha maro ar Vereuri.
Evid gouel va mamm, Doue d'he fardono
Mammig, hirio edo da houel
Nag e vijes bet laouen
Dindan da vleo gwenn
Direnket gand an avel.
Med va huitaet az-poa,
E-kreiz an hañv tremenet.
Da zevez oa echuet,
Êt out da ziskuiza.
Me 'glev da vouez en noz
O kentelia 'hanon
Hag o skuilla warnon
Komzou leun a vennoz.
El liorz ema da roudou,
Da gador a zo goullo,
Ha, dre an ti, an hekleo
'Zoug atao trouez da voutou.
Kutuillet em-eus roz,
O digaset dit, mamm,
Evid tomma eun tamm
Mein sklaset ar beziou.
Ro din aluzenn eur zell
Euz palez da varadoz
Ha gwel va dornad roz
Rag hirio ema da houel.
Ar mesaer
War hent ar Baradoz
Me am-eus gwelet,
E-touez e zeñved,
Ar pastor koz.
Speg ouz ar menez,
Tostig d'an Neñvou,
E-kreiz an neiziou,
'Tremen e hañvez.
Eur boned rouz
Da zisheolia,
Ha da ziskuiza
Eul lochenn blouz.
D'an abardaez
Eun delienn vara,
Evid he souba
Eur berad lêz.
Hag eur bomm-kan
A galon vad
Da luskellad
An oan bihan.
Eüruz bepred
E zellou laouen
A zo sklêrijenn
A-zioh ar bed.
Eno, aliez,
Dre vannou skeduz
Ar stered ruz
'Tiskenn an êlez.
Teñzor a furnez,
Diwar an uhel,
Ro din eur gentel
Da ren va buhez.
Pedenn houez
Aotrou korrigan !
Va 'flanedenn a zo garo.
Emberr me a deuio
Da lanneg Beg-ar-Roz
Ha d'az kedo,
E gwask an trede peulvan,
Rag êt on nehet-maro.
Pa zono hanternoz,
Din, te a zesko
Penaoz ober ma vezo bravoh warhoaz
Eged hirio,
Penaoz lakad ar spern da vleunia
Hag an enkrez da gila,
Penaoz beva heb gouela ?
Ha m'hen lavarez din,
Ganez, beteg ar mintin,
Me a gano,
Me a zañso
Ken a brallo ganeom ar peulvan koz
War lanneg Beg-ar-Roz.
Da va hendalher
N'o-deus ket goulennet
Dond war an douar
Ha koulskoude emaint aze,
Ken karantezuz,
Va zri 'fenn tortiz !
Gand o levenez,
O hudennou,
Hag o yaouankiz.
Ha me a drid
O weled va gwad
Deuet da veza tud !
Kalanna ar Mabig Jezuz
Eur gontadenn Nedeleg, tri mil goz, dastumet ganin e bro-Brovañs
War henchou ar Menez Ventoux,
Kignet gand ar mistral pud,
Tri Voemian, karget a banerou
A gerz da glask dezo gwerz.
A beb tu, an noz du
Dreist ar vro vud
A zispleg he mantell toullet a stered
Hag ar vein ruill
A zo ken puill
Dindan o zreid
Ma kouezont a-wechou
O tiskenn d'ar Menez Ventoux.
En aner e klaskont eur houdorenn da ehana,
Da zizamma,
Na pebez kudenn !
War ar menez kraz ha noaz
N'eus nemed ar mistral o yudal d'ar bleiz…
Souden, a-bell, war an tu kleiz,
Eur houlaouenn a gemenn dezo
Ez eus buhez war he zro…
Deom di, emezo,
Gwelet e vezo…
Hag an tri Voemian, en eur zastum o zruillou,
A vale adarre daved ar goulou.
War dor ar japelig zistro, pa errujont,
Unan a sko.
Den ne respont.
Ahanta ! Digor, eme ar hosa,
Na jom ket aze da grena.
O ! En em estlammont asamblez,
Eur hraouig e-touez an êlez !
Gand eur bugelig war barlenn e vamm !
Hag eun den koz e benn dizolo !
Hag eun ejen o tebri kolo !
Ha pastored o pedi e-keñver o deñved !
Na pebez dudi !
Na pebez sklêrijenn !
Peoh 'ta ? Me a glev kana..
Gloria in excelsis Deo…
Mad eo, chomom amañ da hedal an deiz
Plas a zo
Ha na kaerra lojeiz !
Zoken tostaom outo.
Marteze ez eus arhant ganto…
Ha neuze, mabig koant !
N'az-peus ket a hoant
E tisklêrjem dit da amzer-da-zond ?
Ro da zornig
N'az-pez ket aon
Evid eur gwennegig, Janan a lavaro dit
Ar pez a zell ouzit.
Soñj, abaoe deh, n'on-eus debret tamm !
Perag e c'hoarzez ?
Ro pevar real, ma karez,
Ma fell dit kleved penn-da-benn
Da blanedenn…
Skrija a rez ?
Riou az-peus marteze ?
Pe diêz e kavez
Kleved dija ar wirionez ?
Siwaz ! Gwelet am-eus
Ha kompren a ran dioustu da anken
Digarez ahanon
O bugelig baradoz.
Ha te, den koz, diskrog pelloh diouz da azen
Kredi a rees neketa
E laerfem anezañ diganez ?
E laerez, evel an dud difeiz ?
Pa ouzom bremañ piou eo ar bihanig aze en ho kreiz
Deom kentoh d'an daoulin
Setu dirazom an Doue ganet en eur hraou !
Ha peogwir eo re baour da brena diganeom panerou
Kinnigom dezañ d'e galanna
An hini vrava
Ha stouom dirag an Doue noaz…
Va haezig, me a wel dreist da vousc'hoarz
Eur mañjouer evid kavell
Hag eur groaz evid mervel.
Pardon ofañsou tri Voemian du gand an naon
Ro digemer dezo en da galon
Ha gra ma vezo hiviziken
Laouennoh o 'flanedenn.
Evel-se bezet greet.
Va hi
Tregont lur karantez, douster ha pasianted
En eur zah bleveg
(Dre jañs, eur zah du skoulmet e gwenn !)
Sellou tener da ranna deoh ho kalon,
Muioh a skiant eged tud 'zo
Ha marvaillou forz pegement !
Gand e lost,
Gand e bao,
Gand e fri,
Deus amañ Faro !
Setu va hi.
Truez
Re dener va daoulagad
Da zelled ouz fuzuliou
Re dener va diskouarn
Da gleved trouz an tennou,
Re dener va halon
Da houzañv klemmou…
Kalz re dener e gwirionez !
O na kriz eo beva, da boent ar chase
Pa vezer ken tener ha me !
Chaseour ! Digarez ahanon
Me, me 'garfe e vefe
Lijeroh c'hoaz ar gedon,
Finnoh c'hoaz al lern
Ha… goullo da vuzetenn !
Amen
Huanadenn
Jezuz, e va halon ez-poa hadet
Din e karg da boania
D'he lakad da vleunia,
Greunenn an eurusted.
Abaoe, bemdeiz, dalhmad,
Pe ve fall, pe ve brao,
Eo bet douret gand glao
C'hwero va daoulagad.
Va greunenn ne ziwan ket
Petra 'z eo red ober, Jezuz,
Lavar din, da veza euruz ?
O hedal me zo nehet !
Jezuz, goustadig a respontas :
« Pa baouezi da huanadi
E weli da hreunenn o tarevi,
Da zaelou n'int nemed dour, allaz !
Biken ne vleunio en dristidigez,
Tommder ive a vank dezi,
C'hoarz bremañ d'he heoli
Hag e kavi al levenez. »
War ar gliz
Deuet on d'az kerhed !
Dre roud an avel,
Ar hloh 'm-eus klevet.
Setu an deiz,
O va zurzunell !
D'ober da neiz.
Deus war ar gliz
En da dreid noaz
Dirag an iliz,
Ha lavar din,
Eur wech all c'hoaz
Er sklêrder vintin :
Evid pried,
N'az-peus tamm keuz
D'am beza choazet ?
Nag o tilezel
Da wele beuz
Evid va hazell ?
Ma kavez diêz
Emaout abred
O va rouanez,
Da nah ar ger
Az-poa roet din
War ribl ar stêr.
Med, mar dout laouen,
Ro din da zornig,
Reseo da walenn,
Ha me da gaso
Neuze goustadig
Beteg eur vro,
A-hont war an uhel,
E-leh ma savi
'Vel eur vogidell,
Eun êzenn wenn,
Ha ma vezi
Va oll sklêrijenn.
C'hoarzin a rez !
Me 'wel eur flamm
Leun a garantez
En da zaoulagad
O tarza splann
Evel eun tantad.
Gwisk da zae lien,
Bleuniou orañjez
War da vleo melen,
Ha gra eur zell
Heb tristidigez
Ouz ti da gavell.
Dizale an eured
A en em gavo.
Klev al laboused
Bremañ zo savet
A-dro-war-dro.
Deuet on d'az kerhed.
Pinijenn
Selaou !
Be glevez ket dreist enez Tristan
Eur hloh o seni kañv ?
Ne glevez ket eur vouez
O hirvoudi en avel ?
O, me heh anavez !
Dahud eo oh ober he 'finijenn.
Sell outi, a-hont !
War groa Trezmalaouen,
O lakad da wenna liñser heh eured…
Al liñser ha ne vo morse saotret !
Gwel anezi bremañ !
Daoubleget war reier Treboul-goz,
O starda, war he halon,
He divreh goullo,
En eur ober an neuz da luskad
Dindan he bleo melen,
Ar bugel ha n'he-dezo ken !
Hag he daelou,
Heb ehan, a gouez da heul ar glaz
Beteg ma teuz va huñvre er vrumenn
A ziskenn goustadig
Da zebelia Kêr-Iz.
War hent Bethleem
Goularz eo da liou Myriam
Ha glaou da zaoulagad a zev heb ehan.
Gand da vleo duoh eged askell ar vran
O nijal war da zae lien gwenn-kann,
Te, merh vihan Abraham, a zo eur berlezenn,
Eur briñsez ken koant hag ar steredenn
A deuio da skuilla sklêrijenn
War hent hir kraouig Bethleem.
E disheol an teltennou teñval,
En avel ar goueleh o soural,
Bandennou diniver ar chatal
Reiz, a ziskuiz, da hedal
Ma valeo tud da lignez adarre,
En o zreid noaz,
Dre zioulder an treaz
Da zigas deom eun Doue.
Nedeleg er Vereuri
Goude beza selaouet
Estlammet
E vignon o konta
Penaoz er hêriou
E tremen Goueliou
Nedeleg,
Meriadeg
Paotrig ar Vereuri
A grogas, d'e dro,
Da zisplega
Giz e vro
Da Dangi.
Du-mañ, emezañ, Nedeleg
A vez bevet
Gand ar mevel, gand ar gazeg
On haso d'ar pellgent
Hag ar stered alaouret
A vez kutuillet en neñvou.
N'on-eus ket a strêjou
Karget a houlou
Nag a staliou
Leun a vadigou…
Er hraou ema an ejen,
An azen a zo beo
Hag an erh a zo yen
Pa gouez evel poultrenn
War sapr ar hoajou.
Mamm-goz a raio krampouez
Ha kouignou rouantelez
Evid debri da azkoan,
Da heul ar chistr bero,
Bodet en-dro d'an tan.
Rag kev Nedeleg d'an oaled
'Doug an noz a zevo
Da domma ar halonou
Hag ar paour a dremeno
En eur ganna kantikou.
Ouspenn, e vezo roet
D'ar vugale zentuz,
Eun aval-orañjez
Ha, war baper dantelez,
Eur mabig Jezuz
Dousoh eged ar mel
Sunet
Gand resped
D'e ano santel.
Goude, tintin Mon
A gonto istoriou
A-wechou skrijuz,
Aliez farsuz,
Atao eston,
War he muzellou.
Tad-koz
Ne loh ken euz e wele kloz,
Med harpet war e ilin
On lakaio da hoarzin
Hag hon bennigo
Peb hini d'e dro.
Deus, ma karez,
Ma ne gavez ket diêz
Dilezel da festou braz.
Em zi e kavi plas
Ha digemer vad atao.
Neuze, dit me a zesko
Rosta, dindan ar glaou,
Kistin kement ha viou
Da hedal mond en noz
Henchet gand al letern,
A lammo 'vel eur helern,
Dre waremm Lann-ar-Roz.
Ha ni a gano : Nouel
Ken e tregerno chapel
Itron Varia 'Dervenn.
Hag a voueto al loened
En distro 'z an overenn
Rag mankoud a ve pehed.
O, na me a garfe
Mond du-ze !
On Nedeleg deom-ni
Kaer en-dezo
Biken ne dalvezo
Hini ar Vereuri.
Emichañs Tad va lezo !...
E lezel a reas
Hag en nozvez-se eo
Ar Ruzig a halas
Euz eur braoig
Anvet : Penn-Duig
A jomo, daoust dezañ kosaad
Tenera eñvor ar hêrad.
Piou eo ?
Va halon a zo heñvel
Ouz eun iliz-veur
E-leh ma vezer o pedi,
O klemm,
Hag a-wechou… o rei !
He mouez a zo lent,
Med he daoulagad
A zougo muioh a stered
Eged noz Nedeleg,
Gand ma welo
Eurusted war he zro.
Kared a ra an oll
Hag an oll a gar
… Va hoar
Lid
Mar plij,
Heb pilpouserez !
Sklêrijenn
Kenta tro m'am-oa da welet,
Em-oa komprenet fraez edo dirazon va mestr.
Va zellou a jomas, souden, speg ouz da zellou
Ha va muzellou dilavar.
Da vouez luskelluz am mezve
Ha buhez lirzin da zaouarn
A ree din tañva eun eured a joa.
Va gwazied c'hwezet
Ne hellent ket charread stêr trouzuz va gwad,
Na va halon gouzañv e zalmou birvidig.
Me, ken otuz,
Am-bije d'an ampoent daoulinet e-harz da dreid
Hag azpedet ahanout
Da zond da lida ganin, eun overenn iskiz !
Nehamant
Ha lenn a ouezi en va daoulagad
Pa vleugnint evidout evel al lin d'ar hreisteiz ?
Ha kleved a ri morzol va halon o skei
Da houlenn digor, war dor da galon ?
Hag entent a ri yez va zailler dirazout o rodal ?
Hag huanadennou va horv entanet,
Pell 'zo o leski ouz da hedal ?
O ya, va muia-karet, fiziañs am-eus
Rag me 'wel e tu ar huz-heol,
Steredenn ruz ar garantez
Pignet dija da ren an noz.
Va haerra huñvre
E donder va huñvre
Ez eus eun ti bihan gwenn o pedi,
Puchet e-tal an aot,
Dindan soul koz e doenn
Kurunet a vorvrini.
E donder va huñvre
E chom blaz onest ar zoubenn
O trempa bara zegal
Blaz ar hraoñ, blaz ar fao
Ha blaz ar histin poaz.
E donder va huñvre
Ema c'hwez ar bezin kraz,
Nijet diwar eur holhed,
Ha c'hwez pud ar moged
Evel hini ar horvou o tevi daou-ha-daou.
E donder va huñvre
Emaon noaz,
Dindan moue va bleo dispak,
O tañsal evidout da heul tan an oaled
Ha telenn vraz ar mor o seni ouz an tevenn.
E donder va huñvre
Ema da zaoulagad,
Ha da zivreh digor, ha da galon ive
Hag eur gwele kloz, fichet gand dantelez,
Da lida or harantez.
Pa dremen an askell-grohen
Setu, o va fried, sonet eur breüz ar garantez
Klevet am-eus an askell-grohen o regi gouel seiz an noz
Hag ar gaouenn, a-bell, o huchal dezi.
Gwel bremañ, e skleur ar werelaouen,
Telenn ardant va horv dit kinniget
Gand heh oll gerdin stign.
Stou eur pennad dirazi
A-raog tañva douster he zoniou
Hag he 'floura gand doujañs.
Ev goustadig he mousc'hoarz enkrezet,
Selaou he 'fedenn,
Ouel ganti ma klemm,
Reiz anezi ma yud,
Trid d'he heul pa greno etre da zaouarn
Ha nij war heh askellig skañv
Uhelloh eged ar bolzou uhella…
Rag ema erruet mare ar gomunion zouezuz
Deuet d'or skoulma korv hag ene
Beteg ar beure.
Alleluia
Ped gwech e vezim bet, on-daou, o paska
E donder ar gwele pluñv ?
Ped tantad o-devezo maget ennañ or harantez ?
Ped nozvez or-bezo devet evel-se,
Ped chadenn torret asamblez ?
Ped alleluia az-pezo tennet euz va horv digabestret ?
C'hwiled an oaled hepken a hellfe va respont
Rag int eo diwallerien an tan.
Promesaou
E melezour da zaoulagad
Me 'wel laboused glaz
O nijal daou-ha-daou war-zu ar memez neiz
Ha goulou mil steredenn
O tañsal en-dro dezo.
E melezour da zaoulagad
Me 'wel inizi gouez, karget a c'hwez vad
O vousc'hoarzin d'or c'hoanchou kenta
Hag eur vagig wenn o kerzed daveto
Gand he lien dispak
Evel gouel eur wreg nevez
O vired dezi c'hoaz
He glander war he zremenvan.
E melezour da zaoulagad
Me 'wel tantad ardant on divreh chadennet
O tevi asamblez.
Gousperou
Pa vez bet re bonner va devez,
Pa deu an avel-vor da dourta dizamant va dor,
Pa vezan skuiz o stourm ouz va flanedenn,
Me 'halv douster da zivreh nerzuz
Da va dastum kloz enno.
Etrezom, ne vez ket ezomm a gomzou,
Eur zell hepken, pe eur voustradenn hirrohig
Euz da zorn war va dorn,
A ra d'eur baradoz skeduz, digeri evidom on-daou
Rag va halon war da galon
A vez atao treh d'an deñvalijenn.
Neuze, o burzud !
Ar bed a baouez da drei,
An orolaj da zeni,
Al laboused a dav
Hag ar gorventenn a stou e toull an nor
Evid selaou salmou eur gousperou a garantez.
Ma hellfen-me skriva
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared,
Me zisplegfe bolzou perlezennet,
Moriou luskelluz,
Touriou-tan birvidig ha feunteuniou kuzet…
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared !
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared,
Me 'ganfe salmou iskiz,
Hirvoudou terziennet,
Avel diroll ha youhadennou bleiz…
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared !
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared,
Me a zisklêrje moustradennou gouez,
Izlonkou foranet,
Gouliou ruz hag enkrez aliez…
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared !
Ma hellfen-me skriva pa vezez ouz va hared,
Me a lavarfe levenez ar bed
Dindan pokou bero an heol
Ha skrijadenn-veur an douar
O reseo he douriou kenta…
Med ne hellan ket skriva pa vezez ouz va hared !
Kregin
Ha dañsal a rin c'hoaz,
En noaz,
Evidout war an traez,
Evel an inkane gouez
Tehet euz da huñvreou ?
Nann, kelernig koant,
Paouez bremañ ma tigorin
Kregin da zivesker kloz,
Evid selaou enno ar mor o trouzal
Ha suna o 'frouezenn dener,
Ganti blaz
Ar bezin glaz.
Dit on, o va mestr,
Digor, digor buan
An istrenn perlezennet
Pell 'zo o helver da bokou.
Bale eured evid doue ar mor
Pa ziredas euz ar hornog
Neptun war e garroñs eonenn,
Amfitrita, er wagenn,
A ziskennas gand joa.
Pa zevas dezi he muzellou
Gand holen e bokou kenta,
E klozas, war he 'fried,
Mantell hir he bleo dispak.
Ha pa stardas warni
Tarziou nerzuz e zivreh
E voanas, en eur skrija,
Gwialenn he horv noaz.
Med pa glaskas dibrenna war he glander
E krenas an oll aochou tro-war-dro
Gand stroñs ograou ar mor
O c'hoari evito e laouenna bale-eured.
Mari-Vorgan
Me eo Mari-Vorgan
Merh ar mor hag an tan.
Ha dond a ri ganin da zabati
Euz a wagenn da wagenn
En eur 'foll vezventi ?
Selaou va hanaouenn,
Karget a bromesaou,
O luskad da esperañs
Ha gwel va divreh flour
Prest d'az sebelia
E donna izlonkou ar blijadur.
Med diwall va mignon
Dindan glander va zellou
Eo kuzet oll ziaoulou
Ar bedou bet krouet
Ha dindan douster va hrohen
Ema tan-gwall an ivern
Ouz da hedal !
Diwall va mignon
Rag pokou Mari Vorgan
A blanto o skilfou
Da viken en da galon.
Salokras
Klevet 'm-eus lavaret
Feuteniou Mitilena
A zalh, en o melezouriou,
Skeudennou koant,
Skoulmet diou-ha-diou,
O c'hoarzin dindan o bleo du
Gand bruchedou lorhuz o hoapaad
Ar baotred ouz o hoantaad.
Na glaskit morse tapoud anezo
Rag tehed a rafent, diou-ha-diou,
En eur hoarzin dindan o bleo
Ha ne jomfe en ho taouarn mantret
Nemed dour o rodella
War feunteuniou Mitilena.
Sabad
War pallenn glaz an noz
Al loar wenn a dremen.
Loar goant
Speg da druillou
Ouz brankou ar gwez
Ha deus, en noaz,
Da zañsal ganeom
War leurenn ar zabad.
Deus da neui en izlonkou
Or horvou benniget
Ha skoulm da vannou
Ouz on divreh digor,
Beteg ma skrijo ar bed
Gand stroñs ol levenez.
Er wagenn
Gourvezet war an aot
E santan dindan va hroazlez,
An trêz tomm, evel da zaouarn,
Ouz va dibrada
Hag an heol warnon o poueza
Eo da gorv dirollet
O klask digor, beteg va halon,
E va horv dinerzet.
Ha daoust ha bezin gludeg,
Etre va bizied,
Ne vefe ket ive ar vuhez o tireded
Da skigna ar vuhez ?
Hag an tarz ouz ar roh,
Ar hloh o seni bole on eured ?
Selaou ! Tostaad a ra ar gourlenn
Renevezom ar skoulm
Er wagenn erru d'ol luskellad,
Ha teuz ennon pa deuio al lano.
Huñvre
Huñvre ! Bre va hun
Bre an abardaez !
Bre ar garantez ouz he heulia
Evid or skoulma, daou-ha-daou,
En he bannou ruz
Pa guz an heol !
Huñvre madelezuz !
Euz a beleh e teuez ?
Ha da be bro or hasez
War da askell lugernuz
D'or parea diouz an droug-beva ?
Huñvre ! Douster va nozveziou !
N'am dilez mui
Dirazout me a stou.
Deus emberr adarre d'am 'frealzi
Rag an hent a zo hir c'hoaz
Ha va nerz a vihanna.
Diwar an uhel
Eun deiz, heb soñjal, va mignon,
Eh errui war gribenn uhella da vuhez
Ha marteze e vezo gwasket da galon
O weled an hent, ganez, dija goloet
Hag an diskenn, dillo spontuz dirazout !
Neuze, va mignon, ro din da zorn,
Ma rin dit, eno,
Tañva eur zerr-noz dudiuz.
Diwar an uhel e halvin
Huñvreou koanta da goanta nozveziou,
'Peleh emaint
Da ebeulez 'friantell, da vouchig yell ?
Me o galvo evid eun ebat diweza.
Med pok din ha pok din c'hoaz
Ma varvin ive etre da zivreh,
Heb hen zoñjal, va mignon,
Eur re a garantez
Ha ma yeom asamblez
Da beurleski
War riblou kuz ar huz-heol.
Rogasionou
Blein ahanon
Nozveziou a-bez
Daved inizi ar garantez.
Torr ar chadenn
Ouz va sturia
E-touez an dud seven.
Rent din
Frankiz houez
Ar henta femeulenn.
Mez hag advez va horv
Ma resevo diboan
Yenn da hini
Ha lid ennañ
En eur veulgan d'ar vuhez
Aberz ar garantez.
Briadelez 2000
Deuet int endro, da heul an amzer vrao,
Marhegerien divoutou,
Pa n'o-deus na ti nag aoz
Nemed an hent a leve,
Nemed ar bed divuzul
Da zigemer o harantez divuzul.
N'eus ket a fuzuillou ganto war o skoaz,
Poent eo paouez laza !
N'eus ket a aour en o godellou
Poent eo paouez bernia !
Hirio, dorn ha dorn,
Dastumet en o zruillou,
E kerzont.
Med warhoaz
Bleuniou ar werhez a gelho he zal,
Pa zimezo dezi war ar prad
Ha kleier ar brulu a zono bole evito
Hag an heol a ziredo ouz daoulamm e vannou
Da skuilla warno e vennoz koulskoude
En eun emgleo a zouster.
Eur mister joaiuz
Euz peleh 'ta teu ar c'hoant iskiz
A darz em hreiz
Pa harpez war va zellou da zellou ?
Euz peleh e teu ar skrij
A red dindan va hrohen
Da heul da vizied ouz va floura ?
Hag ar gliz, dre guz, ouz va ferlezenna ?
Petra 'm laka klañv ha terziennet souden ?
Petra 'ra da hinkinou va divorzed tridal ?
Petra 'ra din alteri etre da zaouarn ?
Ha skei war va 'fenn
Hag en em rei, o pegement !
Hag en em renta d'az faltazi ?
Med, perag klask kompren ?
Evel ma tiskenn an heol er mor digor
Da hada eun deiz nevez,
Deus da honid ganin eun eost a joa.
Kalander
Genver
Bloavez mad a hetan deoh
Levenez leiz ho kalon,
Yehed leiz ho ti,
Arhant leiz ho kodellou
Ha nebeud a… daillou !
C'hwevrer
An eonenn, war ar stêr,
A zaoulamm
Evel eun inkane gwenn
O kas eur helou laouen.
Evid doare eo digor
Lagad ar bleuniou,
War gribenn ar menez,
Hag an heizez, e tommder,
A halv, noz ha deiz,
Euz donder ar hoajou.
Meurz
Avel foll
Troñser lostennou
Jubenner ar plahed paour
Ahanta ! Gra da labour.
Ebrel
Koukoug ! Koukoug !
Piou e-neus lavaret
N'oa ket brao d'ar baotred
C'hoari koukoug
Gand ar merhed ?
Mae
Lêz mae a ruill puill
Euz bronnou digor an douar.
An oanig a zen e vamm
En eur dourtal
Hag ar bugel a zach ar vuhez
Leiz e henou
Hervez lezenn goz ar garantez.
Even
Setu erruet gouel Yann.
Emberr, dorn-ha-dorn,
Ni a yelo on-daou
Da dana on huñvreou
Ouz kev braz an tantad
Ha d'en em ouestla
An eil d'egile,
Dre aberz an tan.
Gouere
Eur wazig o hlaourenna
'N eur dreuzi traon ar prad,
Falz al loar er vann
Prest da eosti ar stered
Ha parkajou kerh o wana,
Dindan pokou an avel,
Evel korvou merhed yaouank.
Eost
Gourvezet war al leur
An eostou gwenn
A glemm
Dindan skourjez ar freillou,
O laka er bed
Or bara pemdezieg
Gwengolo
Va miz !
Ya, ganet on
E miz ar holo gwenn
Ouz skleur al loar charreaterez
War he zremenvan.
Here
An heol,
Oh ober d'an avalou al lez,
A laka o jodou
Da ruzia gand ar vez
Hag e halvont, dre guz,
Ar voustradenn
A raio dezo lezel da ruilla
O douster.
Du
Lezom braz-amzer ha luhed
Da lida ganeom
Ofis ar garantez
'Doug an noz
E donder or gwele-kloz.
Kerzu
Peoh bremañ
Na zihunom ket
Bugel Nedeleg.
Lid
Evel ma en em ro an aot
Dindan salmou ar reverzi
E soubl va glander
Dindan kanaouenn da vizied mibin
O klask, izelloh eged va huanadennou,
Hent souezuz « Bro ar Yaouankiz ».
Evel ma red an eonenn
A-hed ar gourlenn
E tarz skrijadenn ar vuhez
E va gwazied frank-digor
Evid reseo burzud da ofrañs.
Daoust hag e vezin evidout
Ar sklavourez chadennet
Ouz da faltazi ?
Pe drouizez-veur eun aberz nevez ?
Trid
Muioh eged debri
C'hoarzin a zo red…
Med sikanad n'eo ket !
Mesper Lambaol
War don Bannielou Lambaol
Koll a reoh hoh amzer
O vond e miz here
Da Vespaol da glask mesper.
Ne vezint ket dare.
Etre Per ha Paol
Ez eus bet cholori
Defot beza abostol
Parrez ar brikoli.
Da bôtr an alhweziou
Paol a roas eur mestaol
Hag hen stlapas a Vespaol
Dibouez foñs e vragou.
Evid en em veñji,
Ar pez n'eo ket brao,
Per 'zivennas darevi
Da vesper ar vro.
P'ho-pezo c'hoant mesper
'Vijent ket glaz-kaol
Goulennit digand sant Per,
N'it ket da Vespaol.
Ar « Plan Orsec » e Rosko
Er zizun dremenet e Rosko
'Oa darbet lakad war-zao
Ar « Plan Orsec » ! Netra nebeutoh
Evid klask tapoud kentoh
Jakig ar peroked
Tehet euz e gaoued.
Jakig eo labous Piter Johny
A zo o terhel ostaleri
War hent Kastell-Paol,
Eul labous glaz-kaol,
Savet ha flouret gand Piter
E-neus eur galon ken tener
Ma kont eur bern mignoned
E peb korn euz ar bed.
Evel-se ar peroked e kaoz
A zo deuet dezañ a Vro-Zaoz
Da ober laouenidigez
E bratikou hag e diegez.
Jakig a anavez kement hini
A zarempred an ti,
Hag a gomz evel eun den
Pa vez lakeet en e benn :
« Salud Chob » a lavar d'ar pesketaer
Oh eva e vanne dre laer,
En aon da veza sikanet
Gand e itron Chaned.
Pa dremen Marsel war e otokarr
E hell diskenn pa gar
Evid rei kakahuet
Da Jakig inouet,
Pe da youhal e kendalho
Beteg ma teuio en-dro.
Ha pa erru, diouz ar mintin,
Ivonn en he hegin,
Nag e reseo bemdeiz
Komzou a garantez
« Ivonn a zo kokoig
O ya, kokokoig da Jakig. »
Piou a jomfe dizeblant
Dirag eur seurt intentamant ?
Setu an ostizez dezañ a ro
Dioustu eur pez friko.
Kared a ra tud an ti
Med dreist-oll Piter Johny.
War e skoaz e vez aliez gantañ,
Seder, o varvaillad outañ.
Ha beb an amzer o pokad
D'e vestr o labourad.
Red eo e gleved o houlenn
Eur banne gwin gwenn !
A gav kenkoulz, ma zudou keiz,
Ma vije meo noz-deiz
Anez ma taol evez Piter
Pa ziskarg muskadig er gwer.
Med an deiz all, siwaz !
Setu petra 'erruas :
Tra ma edo e vab er gêr
Piter a zilezas e davañcher
Evid mond da zikour e bried
Da zastum patatez, me 'gred.
Jakig, mond d'e heul a glaskas
Hag en em gollas !...
Kerkent e redas ar vrud
A lakaas strafuillet an dud :
« Tehet eo Jakig
Al labous koantig
A lake kement a levenez
E-touez e anaoudegez… »
Hag an oll d'e glask diwar-herr.
Ne veze gwelet nemed friou en êr !
E berhenn, avad, a yeas nehet
E-pad an tri devez ma chomas kollet.
Soñjit 'ta e veze galvet aliez
D'ar memez poent, euz kalz a diez !
« Alo Piter, amañ 'ma da beroked
Deus 'ta buan d'e gerhed… »
Hag eñ d'ar red,
Gand e gaoued
Da glask er Run, an teher,
A veze dija en Aber…
E porz ar glaouer 'oa gwelet, evid doare,
Oh en em ganna, ar pez ma helle,
Ouz eun neiziad mouilhi
O sutal eno dizoursi.
A-benn an noz,
En iliz koz,
'Oa bet ive Jakig
Oh ober eun droig.
An aotrou Person
'Oa gand e zarmon :
« Kalz a vezo galvet
Ha nebeud a vezo salvet ! »
A lavare d'ar beherien
O konta sioulig o gwenneien
Evid dezo lakaad,
An hini bihanna er plad
Pa deufe Saig ar « Beudo »
(Doue d'e bardono bremañ)
Da gestal diganto !
Pa welas kemend all
A skwer fall
Ar peroked a nijas diwar o zro
A-raog ma vije kollet ganto.
En eur dremen
A-zioh ar gouent
Eh ehanas
Er gwez braz.
Skuiz e oa
Na petra 'ta !
Gand an amezeien, kerhet adarre,
Piter, goustadig, outañ a gomze :
« Deus 'ta, Jakig,
Va labousig
Deus d'ar gêr
Hag az-pezo emberr
Eur banne gwin gwenn. »
« O ya », a responte laouen.
« Ale, deus va bihan
– O ya » emezañ…
O ya ! Med ne ziskenne ket…
Ha Piter e galon rannet
A rankas distrei
E-unan d'an ostaleri.
D'e heul, Roskoiz, glaharet,
A zoñje gervel ar CRSed…
Mad, c'hwez friko tintin Louizig
Eo a deuas a-benn euz Jakig.
Dre ar prenestr digor ez eas en ti
E-leh ma oa touristed o tebri.
Ar re-mañ kerkent
A daolas eur pallenn
War ar peroked
Tri mil spontet !
Hag en eur baner
Da di Piter…
Daou zevez penn-da-benn
E chomas kousket diwar e dehadenn !
Feiz ! Da veaji ne oa ket boazet
Pa veze en eur gaoued.
Yah eo adarre an abostol
Evid brasa joa an oll.
Kit 'ta d'e weled, kenta tro
Ma teuoh da Rosko…
Piter e-unan a vezo laouen
O konta deoh an abadenn,
Ha gwin gwenn e ostaleri
Sur ho lakaio da zistrei…
Diwar goust ar petrol
Eur c'hwil anvet Lan
Hag ar c'hwilez Marijan
A erruas asamblez
Eun abardaevez
E beg eur bod raden,
Hag int o-daou
Da zivizoud, eun abadenn,
A beb seurt traou :
Euz an amzer ha n'oa ket brao,
Euz ar zehor, euz ar glao,
Euz kernez ar vuhez,
Ar bed kaillaret,
Forbaned ar hirri-nij,
Med dreist-oll
Euz kudenn ar petrol,
A roe d'ar c'hwilez nehamañchou
Stag ma oa ouz he êzamañchou.
« Fall 'z a an traou » emezi !
« Petra 'rin
Er goañv-mañ,
Lavar din,
Evid en em domma ?
Me ken rividig all !
Ha piou tamall ?
Koll a rin va 'fenn
Ha va empenn !
Evel mamm
On kroget d'ober stamm
Med ne vezo ket –walh ! »
Ar c'hwil a respontas d'ar plah :
« Marijan
'Rez ket van,
Kalon Lan
'Zo tomm-bero !
Deus 'ta du-mañ :
Me da dommo
Ha ne zanti
Ket goañvi. »
Ar pez a raio
Rag Lan 'zo paotr faro.
Setu ne jom ganeom, tudou !
Nemed prena louzou
Da zistruja da vloaz, dizamant,
Ar c'hwiled bihan.
Al loar-gann
Ahanta sodenn,
Tapet out, hañ !
Ma welfes da benn
Euz ahalenn,
Ne vijes ket ken gobiuz bremañ.
Mond a rafes da guzad zoken.
Abaoe ma'z eo en em gavet
War he hein ar « gosmonoted »
Al Loar-Gann
A ziskan.
Setu aze gwazed avad
Ha n'eo ket lêz ribod o gwad.
Staget int d'he diskolpa !
Beh dezi ! Beh dezi 'ta !
O ! bioh vraz,
Soñj e-peus pa oan bihanig c'hoaz
Nag a aon am-beze,
Pa vezen tennet euz va gwele
Gand ar Seur Anna,
Mestrez ar skol-loja,
El leh ma oen-me bet
Taolet a-bred,
Ha war zigarez m'am-beze manket,
Evid eun tammig pehed,
O ! nebeud a dra :
Komz el lehiou divennet peurliesa,
Rag siwaz ! va genou ne jome prennet
Nemed pa vezen kousket.
Tennet euz va gwele eta,
E-kreiz an deñvalijenn,
Ha laket e pinijenn,
Puchet war eur gador
Dirag ar prenestr digor.
Ha kaer am-beze gouela,
Peb goulou mouget,
Ha va-unan lezet,
Eur wech kondaonet,
Ouzit da zelled.
Eun daboulin
E va feultrin,
Na me a grene em hiviz-noz,
O hedal beza lonket,
Va daoulagad serret-kloz,
Evid miroud gweled
Da 'fas ruz
O c'hoarzin a-uz
D'am anken.
Piou eo an azen
En-doa va spontet evel-se ?
« Diwall Naig » a lavare,
« Diwall diouz al Loar-Gann
A zamm ar vugale vihan
Evid o drebi,
Pa zellont outi. »
Ha me a grede.
Ha me guze
Pa zispake
Beb ar mare,
Al louzenn,
Euz he houmoulenn.
En deiz a hirio,
Heb beza fall,
Ma vije greet kemend-all
D'ar vugaligou presiuz
Emaom o sevel d'on tro,
Me 'vije kuriuz
Da weled ar rejimantad doktored
A gouezfe warnom
En eur youhal : Tud digalon,
Emaint ganeoh « tromatizet » !...
« Tromatizet » ! Eur ger nevez,
A vez bremañ implijet bemdez
Da zivenn kastiza.
« Tromatizet » !
Me n'em-eus ket ar hleñved-se,
Ha koulskoude !...
Mad ! an neb a garo
A gano
Loar Maubeuge, pe hini Landerne,
A eskemmo pokou
Dindan he bannou.
Me n'em-eus ket bet ezomm anezi
Evid pokad d'am hini.
Med kaset em-eus va ano
D'ar Hap-Kennedy
Ha dalhet va zro
Da vond beteg enni,
Rag, daoust ma n'eo ket brao en em veñji,
Kontantoh me a varvo
Me hellan ober eun deiz warni,
N'eo ket sin ar groaz eo !...
Doue ra bardono Seur Anna
A ree he labour, neketa !
Med te, Armstrong,da hedal ma 'n em gavin,
Ouz al Loar-Gann, foultr 'ta mein.
D'an tousegi mod nevez
Eun touseg heuguz euz va hontre
Troet e benn gand an Tele
Abaoe ma kleve lavared
Gand e oll gamaladed
E tenne eston da Velmondo,
Ouspenn, eveltañ, Yann-Baolig 'oa e ano,
Ya, Yann-Baolig ar Rouz,
Mab da Job ha Soaz an Touz
« N'eus foull forz » a lavare,
« Me a fell din evel egile
Ober sinema. »
Evid plijoud da Nana,
Eur hleskerig faro
A wele o lammad
Dizolo he 'feskennou ganti
E tro ar hanndi.
Klevet en-doa kaozeal
Diwar-benn ar Festival
Greet da zibab ar yaouankizou
A rafe ar gwella ardou.
« N'eus giz ebed ken » emezañ,
« Evid ar gwiskamant,
Zoken en amzer a hirio,
C'hwi 'oar, e peb bro,
Ar re zivalaoa
A vez kavet ar braoa !
Eur chañs bennag am-eus neuze
Da zamma ar maout dizale. »
Hag eñ war hent ar hreisteiz
Da glask fred d'e ampartiz.
Er vodadeg pa erruas
Selaouit petra 'glevas :
« Darling ! Sexy ! Hello !
Bof ! Sexy ha sexy ato. »
Setu an nebeud komzou
A oa war an oll muzellou.
« Biskoaz kemend-all !
Daoust ha ne vijen ket e Bro-Hall ? »
Ha nag a dud a oa eno !
Eur bres warno
O froumal evel kelien
Endro d'ar renerien.
Er penn kenta, ar Vardot
Mouzet evel ato,
Ken berr he lostenn
Ma veze gwelet he daou-benn
Hag he zammig bragou,
Heb lavared gaou,
Strisoh eged eur mouchouer-fri !
Ha c'hoaz brao pa oa unan ganti !
Pelloh o fumi 'oa Sophia
Ha Claudia ha Tata
Dispak o bruched
Beteg bordig ar pehed !
« Feiz, a zoñje on touseg ennañ e-unan,
Tomm eo dre amañ, eüruzamant. »
War eur blasenn all 'oa Johnny,
Eul lunedou war e fri
Ken braz ha rodou
Karr an Ankou.
Gand Klotig François, « Cloclo » giz deo,
Echu gantañ e gresk pell zo,
Hag Adamo ingal o suna
« Pastilles Valda »
Muioh a vad 'rafe dezañ eur spurj holen
Pe eur holier kignen.
Gwechall va noun 'dije lavaret :
« Pa vezer raouliet, aliez 'vez preñved. »
Alanig Delon 'oa tapet nehet,
Ken aliez tro eo bet dimezet
Ma n'en-doa soñj ebed mui
Piou dre eno a oa e hini !
Ar re all 'oa diêz da anaoud
Koulz 'oa divinoud
Rag an darn-vuia anezo
'Oa goloet gand o bleo.
A-benn ar fin, inouet o selled
Ha prest da binta gand ar zehed,
Yann-Baolig a lavaras
Evel an hini braz :
« Komprenet em-eus ahanoh ! »
Ar pez n'eo ket fall dija, me 'lavar deoh,
Kompren an nesa
A zo eun dra gaer, neketa ?
Hag on kañfard d'an ostaleri,
« Chomit 'ta aze, emezañ, gand ho sexy,
Me 'zo 'vond da eva eur banne
D'ho yehed da da va hini-me. »
Med pa zonas eur ar joaz,
D'an touseg rouz eo 'yeas ar priz kenta
Evid ober sinema
En abeg ma oa en noaz !
Hag ar bloaz-mañ eñ eo
A gaso deom ar hiz en-dro
Da hedal fortunia
D'an dimezell Nana.
Med ni, diwallom, ma'z om fur,
Da lezel tousegi gand ar stur.
Savet e goudor va zi kloz
Wa bordig ar mor e Rosko
Hag echuet da hanter viz here
Mil nao hant c'hwezeg ha tri-ugent.
Diellou
Eun tammig sach-bleo diwar-benn eur varnedigez
Emaon o paouez lenn barnedigez an aotrou Klerg, rener « Barr-Heol » diwar-benn va barzoneg « Hosanna », ha chom a ran sebezet !
Evel-just, aotre e-neus hemañ da gaoud displijuz va labour, med d'hen louza n'e-neus ket, ha d'am zamall e-gaou, nebeutoh c'hoaz.
Gwelom eta asamblez pe ar barzoneg pe e varnedigez eo an hudurra.
Med da genta, en em houlenn a ran, e pe stad edo an aotrou Klerg p'e-neus lennet va barzoneg ? Dallet gand ar gounnar, a dra zur, peogwir n'e-neus ket zoken komprenet anezañ.
Evel-se, e peleh e-neus kavet em-eus implijet geriou grêt evid komz euz ar zaout ? « Goloet » a lavar ? Ha neuze ? Peseurt droug ? Peogwir ar ger-ze, e brezoneg mad, ne veze na ne vez morse implijet war ar mêz (e leh m'am-eus bevet pemp-bloaz-war-'n-ugent e-touez al loened-korn) evid kôzeal euz an traou-ze. Respet deoh, ar vioh a vez « Kaset d'an taro » hag an taro e-neus « servichet » anezi… Digarezit ahanon, mez em-eus o rankoud divenn barzoniaj gand marvaillou ken doñjeruz ! Euz « goloet » n'eus ano ebed. « Goloet » er frazenn a zell ouzom, ne hell lakaad da ruzia, pe da gounnari, nemed tud dezo eun dro-spered gallaoueg, rag, evid ar re-mañ, « goloet » a ro « couverte ». Evelato, poan am-eus o kredi e-nije ranket an aotrou Klerg trei va zammig barzoneg e galleg evid e gompren, ha koulskoude, evid fazia ken groz !...
« Pa vezan a-bez goloet ganez… » am-eus skrivet. M'am-bije gouezet pegen pismiger kasauz 'oa an aotrou Klerg, em-befe bet skrivet : « Pa vezan a-bez adgoloet ganez… » pa 'oa em zoñj : « Quand je suis par toi entièrement recouverte… » e-giz gand eur pallenn, ha netra ken ! Med kredi a rên e oa ar ger « a-bez », o vond da-heul « goloet », frêz a-walh evid sklêrijenna al lennerien a volontez vad, rag ne vez morse lavaret, nag e galleg, nag e brezoneg, e vije eur fumulenn bennag « goloet a-bez » ! A-walh e vez dezi, emichañs, beza « goloet », ha n'eus foull-forz pe jomfe dizolo he zroad pe he skouarn, n'ema ket aze ar pal, neketa ?
Me am-eus skrivet « goloet a-bez », setu, onestamant, n'eo ket d'an aotrou Klerg dispartia an daou her-mañ ; mar fell dezañ klask laou diwar-benn « goloet », e tlee ober kemend-all diwar-benn « a-bez », ha lavared din petra 'ra ar gerig-ze eno !
Med goude m'am-bije skrivet : « Pa vezan goloet ganez… », ne oa ket leh da feuki, lavaret am-eus perag.
Komzom galleg pe vrezoneg, aotrou Klerg, hag e vezo sklêr an traou… dreist-oll pa vezer abeger a-vicher. Ne oan ket o hedal meuleudi hepken, med abegou leal. D'an eil, e peleh euz « Hosanna » e-neus lennet va barner e oa ano ganen euz ar garantez etre ar priejou tra ken ? Resisoh, etre priejou kristen, a lavar.
Hag ar re all, aotrou Klerg ? Me am-eus ive soñjet er re all, en oll re ha n'int ket na pried, na kristen, hag a zo ken stank hirio ! N'on ket strizkredennourez, ganen eta 'oa ano euz ar garantez dre vraz hag euz he burzudou. Karantez ar galon pe karantez ar horv, eur zantimant kaer-meurbed ha ne ro ket d'an hini he bev an disterra mennoz da veza dizonest ; da veza tentet gand ar « zarpant koz » ne lavaran ket, med n'eo ket ar memez tra…
Ha perag e fell d'an aotrou Klerg e welfen-me dirazon, e mare uhella ar garantez, skeudennou a gañv pe fas aonuz an Ankou ?
Or mammou marteze, o-deus gwelet kement-se d'ar poent ma veze grêt dezo bep ploaz rik eur bugel (daou pa veze mad ar bloavez !), dre hourhemenn digernez an Iliz. Ya, siwaz, evel-se e oa kont, ha ma ne gredit ket, selaouit !
Va zad-koz e-noa eur breur beleg hag a zo bet pemp bloaz ha tregont person e Lambaol-Gwimilio, tonton Lan a veze grêt anezañ, mab-bihan 'oa da vrudeta peñseer Bro-Bagan, med an dra-mañ a gontin deoh eur wech all…
Tonton Lan, eta, a oa kustum d'ober bep ploaz tro e famill. Pa errue e « Kerargouez », e ti e vreur, va zad-koz, e taole eur zell anaoudeg war e c'hoar-gaer, va mamm-goz, hag e lavare ingal dezi : « Diwallit ouz an Ivern, Anna, c'hwi eo ruz ho penn ! » (Eur vaouez, pa veze traou nevez ganti, a veze peurliesa disliv he dremm.) A-raog kuitaad, e kave an tu d'ober eur pennad-kaoz gand e vreur ha da hemañ e lavare : « Diwallit Chamar, amañ 'welan ne vez ket grêt an dever ! » Ha diouz an noz, Chamar, torret e reor gand al labour, a ree adarre… e zever.
Evel-se eo deuet va zad war an douar… Eur pennad ehan, mar plij ! Amañ euz va istor e tlean chom a-zav da lavared eun « De Profundis » evid Tonton Lan, Doue d'e bardono, panevetañ m'em-bije bet tad ebed ! Setu ne vijen ket bet hirio o stourm ouz an aotrou Klerg diwar-benn ar garantez… Amen ! Mad, dao adarre neuze !
Ped euz merhed keiz an amzer-ze a zo êt da anaon, dinerzet pe diwadet oh ober « o zro », giz ma veze lavaret ? Poueza 'ran bremañ va geriou, n'em-eus ket skrivet « en eur fluta » e-giz ar gwized, daoust ha ma'z eo bet ar ger dindan va fluenn, rag ar mammou paour a veze tennet, e-kreiz o foan, euz o gweleou-kloz, e-leh ma ne helle ket an amiegez ober he labour, evid beza ledet war eur forhad kolo e-kreiz al leur-zi, ha zoken en tiez pinvidig !
Marteze, diouz an noz, pa zigoueze, eur wech muioh, d'o fried lavared dezo : « Tro amañ » ha netra ouspenn en aon da behi, ya, marteze, ar merzerezed-se a wele a-wechou, dirag o daoulagad skuiz, skeudennou chatal dre ma oant diskennet er memez renk ganto.
Soñjit, tud vad, va mamm-gaer 'oa an driwehved bugel euz eun tiegez paour ! Eur vaouez ha n'he-deus bet morse an disterra yehed, na siwaz he bugale war he lerh. N'oh ket souezet, emichañs ? He zud 'oa re goz da rei buhez, na petra 'ta !
Med he mamm dezi he-deus grêt he dever beteg ma yeas diganti an heol diwar an treuzou, ha klevet am-eus ar gêzez koz o konta penaoz eur zulvez-hañv, goude beza baleet eul leo dindan eun dour-bil-zour da vond d'an overenn-vintin, edo puchet war leurenn iliz Landi, e-touez ar re baour evel-just (hag e peleh he-dije kavet daou wenneg vak da rei evid eur gador ? Ar hadoriou a oa evid ar re binvidig, mardandoustig !), pa zemplas en he dillad gleb-teil. (An disglavier n'eo ket anavezet c'hoaz tro amañ.) Kaset 'oa d'ar gêr hag a-benn an noz 'oa adarre kresket an dud er « Boderez ».
Ha pegen diglemmuz 'oa oh ober evel-se he silvidigez ! D'ar re a lavare dezi gand truez : « Ha dougerez adarre, Josefe ? » e responte laouennig : « Da heul Yann e teu e damm. »
Red 'oa beza « kondisionet » memestra ! Paour-kêz mamm-goz ! C'hwi ive, kredabl-braz, ho-peus gwelet aliez fas an Ankou, pa veze Yann-Baolig, ho pried kristen, oh ober e zever ! Me avad, a drugarez Doue, n'em-eus gwelet morse er mareou-ze, na skeudennou a gañv, nag Ankou, na saout, med taolennou koant ha yahuz, gouest d'am dibrada dreist teñvalijenn ar vuhez, taolennou skedusoh eged Bali Sant-Jakez, taolennou ken frealzuz evid ar galon m'o-deus roet din c'hoant da gana ar garantez, ha, digarezit ahanon, ma 'z eo re zidroidell va fluenn.
Setu lakêt ar pik war an i !...
D'ol lennerien bremañ da lavared pehini on-daou, pe an aotrou Klerg pe Naig Rozmor, a zo ar muia « e-kichenn ar blakenn ».
Embannet e Brud Nevez 16, even-gouere 1978
Eun nebeud geriou diêz
Eun nebeud geriou implijet gand Naig Rozmor, n'int ket moarvad anavezet e peb leh :
An embannadur orin
Piou eo bet Naig Rozmor ?
Naig Rozmor a oa ganet Anne Le Bian e 1923 e Kastell-Pol, en eun tiegez kouerien vihan, hag eüruz eo bet he bugaleaj, gand he diou hoar, beteg ma voent kaset kuit deuz o ziegez gand ar perhenn, da vond da jom e-kichenn Gwiglann, ha goude-ze e Treboull.
Naig n'he-doa ket gellet kenderhel gand he studiou, ha pa oa bet dimezet da 18 vloaz d'eur martolod e oa deuet da veza Anne Corre. Daou vab hag eur verh o-deus bet hi hag he fried, ha beva o-deus greet e diavêz Breiz aliez, kent ma oa deuet Naig da jom da Rosko adarre, ha da vond war ar vicher levraouegerez.
Gand se, ha gand skoazell he mignoned, e oa dedostaet ouz bed an ideou, al leoriou hag ar barzoniez adarre, ha kroget da zeski skriva he yez kenta, ar brezoneg, da embann he skridou er yez, ha da gemer perz en teatr hag en tele. Marvet eo d'ar 15 a viz meurz 2015.
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou