Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 317
Brittany Ferries hag ar Brexit
Taolenn ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid gelloud lenn ar pennadou-mañ war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 317 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Penaoz e vo ar bloavez 2019
evid Brittany Ferries
gand ar Brexit o tostaad ?
Pennad-kaoz gand Jean-Marc Roué, prezidant Brittany Ferries
Labourer-douar e oa Jean-Marc Roue e Plougouloum, pa ‘z eo bet galvet da veza eil-prezidant Brittany Ferries e fin ar bloavez 2006. Tri miz war-lerh, setu m’eo bet laket kerkent da brezidant ar gompagnunez : ne gave ket dezañ e vije bet ken dillo, emezañ. Nemed Alexis Gourvennec, an den e-noa savet Brittany Ferries e 1972, a zo deuet da vervel d’an 19 a viz c'hwevrer 2007. Abaoe, zo bet bloaveziennou diêz ha bloaveziennou kaer. Nemed ema bremañ ar Brexit e toull an nor… Daoust hag eur riskl a zo e trofe fall an traou ? Displega a ra Jean-Marc Roue da lennerien Brud Nevez penaoz e wel an traou.
Jean-Marc Roue : Abaoe deg vloaz e vez Brittany Ferries o cheñch bemdeiz hag eo bet kresket euz eun tamm mad. Ar grizenn vraz pe ar fallaenn e 2008 he-deus laket an traou diêz evidom peogwir zo leun euz on hlianted a zo Anglizien, a bê ahanom e luriou saoz . Ha ni a vez o pêa en euro ar re a zo o labourad ganeom. Setu e rankom cheñch beb bloaz milionou etre al lur saoz hag an euro. Pa vez al lur saoz war an izel, Brittany Ferries a goll leun. E 2012 em-eus ranket lavared da doud an dud e oa red labourad muioh ha beza pêet eun tammig nebeutoh : n'eo ket bet êz da zisplega dezo ! A-hend-all, Brittany Ferries he-dije ranket chom a-zao.
Da houde on-eus ranket cheñch ar harburant evid ar bigi, peogwir e houlenne Bruxelles digand ar re a labour e Mor Breiz digreski forzig ar pez a vez anvet « oxyde de souffre » hag a zo o tond deuz ar moteurien hag a dev fioul. Setu ez eus bet ranket lakad filtrou war ar bigi, c'hweh deuz outo. 2015 ha 2016 a zo bet daou vloavez dispar evid Brittany Ferries, al lur saoz a oa uhel, ar homers a oa mad, lod hag a ree koñkurañs deom a zo chomet a-zao da ober ar memez micher ganeom-ni, setu Brittany Ferries 'deus gonezet forzig gwenneien.
Ya, med e 2016 eo kouezet ar Brexit warnoh. […] Penaoz e vo ar bloavez 2019 evid Brittany Ferries gand ar Brexit o tostaad ?
Ne ouzom ket c'hoaz. Memestra, Brittany Ferries, me hag an dud a zo o labourad er gompagnunez, a zo oh en em brepar, kerkas e vefe ar gwasa toud. Perag ? Pezegwir n'ouzom ket pe ar gwasa toud 'vezo pe ne vezo ket. Med ar gwasa toud eh ouzom petra eo. Me gav din e vezo Brexit. Peur e vezo n'ouzon ket ha penaoz e vezo n’ouzon ket ive. Ar pez a zo, ma vez ar Brexit e fin miz meurz , ni vezo prest d’ober on micher atao da gas an douristed hag ar hamionou. Ma vez Brexit kaled, ni vezo prest. Ha ma vez skañvoh, ni vezo prest ive. Ar pal on-eus eo beza prest evid ar Brexit kaled. […]
Den ne oar c'hoaz hag-eñ e vo prest an Anglizien da lared ya d’an emgleo a zo gand Bruxelles ?
Eur choaz politik eo ar Brexit, an dud o-deus lavaret o zoñj, mond kuit euz Unaniez an Europ. Bremañ eo d'ar bolitisianed e Londrez da weled petra ar gwella evid Bro-Zaoz . An dra-ze zo diêz. Perag ? Pezegwir a-peus eun all fas dit, Unaniez an Europ, ha n’e-neus ket c'hoant leskel toud pez o-deus c'hoant an Anglizien da gaoud. Setu e rankez kaozeal an eil gand egile. Unaniez an Europ a lavar « me ne lohin ket, n'eo ket me ‘meus choazet pez en em gav ». Me 'gav din, an Anglizien 'oa ket an dra-ze en o zoñj p'o-deus votet. Unaniez an Europ 'deus ket da loh, lezennou zo ha n’eus ket soñj da jeñch anezo, normal eo. Setu pa vez politik, ez eus eun dra bennag all en em gav, den ebed n'e-neus c'hoant da goll e blas. An diêsa eo evid Brittany Ferries peogwir n'eus ket moien da houd petra vezo 'giz Brexit ! Ni a vezo prest atao evid eur Brexit kaled. […]
Ar vanifestadeg : Eun toulladou tud a-eneb ar Brexit, gand o bannielou european, dirag Parlamant Westminster e Londrez, d’an 12 a viz c’hwevrer 2019. Foto : FB
Ar Frañs aliez a jom a-zao 'barz ar porz
[…] Lavaret e-neus ministr an Aferiou diavêz, Jean-Yves an Drian, o-deus an armatourien en tu-mañ eur gartenn vad etre o daouarn da heul ar Brexit. Gwir eo se ?
Eur gartenn vad a zo, peogwir ez eus dija e Rosko hag e Cherbourg maread a drafik gand Republik Irland, setu ne jeñcho ket e mod-se. Brittany Ferries a ra dija eun hanter muioh a dreuziou etre Rosko ha Cork, bremañ ez eus diou wech ar zizun e-leh unan, ne vefem ket gouest d'ober muioh.
Eur gwir bolitikerez evid ar mor e-neus pe n'e-neus ket gouarnamant Frañs ?
Ar Frañs aliez a jom a-zao 'barz ar porz, eur politik porziou he-deus. Memestra ar gouarnamant-mañ n'eo ket heñvel toutafed. Ar Henta Ministr, Édouard Philippe, e-neus displeget da armatourien Frañs e talho da zikour evid implijoud Fransizien war ar bigi deuz bro-Frañs : e rankom lared eo dija eun dra vad. Brittany Ferries en amzer Alexis Gourvennec ne oa nemed 7 bag, bremañ ez eus 11 ! Unan muioh beb bloaz abaoe deg vloaz, nemed ar bloaz-mañ ne vezo ket. Gwechall ez eus bet P&O e Cherbourg, eur gompagnunez all en Haor. Bremañ en tu-mañ d’an Haor, n'eus ken med Brittany Ferries evid treuzi Mor Breiz.
Peleh ema en em gavet dre just chantier ar vag nevez Honfleur ? Dale 'zo, a glever…
Brexit a zo, diêsoh eo, nebeutoh a dud o tond gand on bigi evid ar vakañsou e bro-Breiz... Brittany Ferries n'eo ket toutafed ar memez kompagnunez evel deg vloaz ‘zo. Bremañ, peogwir n'he-deus ket kalz dle, ni zo bet gouest da lakad ober eur vag nevez. Nemed eo bet lavaret deom ne vefe ket ar Honfleur aze evid miz mae ar bloaz-mañ, fin ar bloaz nemetken. N'eo ket eun diêzamant evidom. […]
N’out ket re nehet oll ?
Abaoe m’eo krog Teresa May ha Michel Barnier da gaozeal an eil gand eben, maread amzer a zo paseet. Ni zo bet gouest d'en em brepar evid eur Brexit kaled. Ma ne vez netra, e vezo êsoh. Memestra, er bloaveziennou da zond e ranko beza greet muioh bruderez evid lared d'an Anglizien : deuit en-dro, ha muioh, e Breiz hag e Normandi !
Komzou dastumet gand Fañch Broudic
E Rosko, d’ar 4 a viz meurz 2019
Ar poltred a-uz eo hini an Honfleur evel ma vo.
Da lenn ar pennad-kaoz gand Jean-Marc Roue war e hed er gelaouenn baper pe e pdf, gwelit izelloh.
Brittany Ferries : ar sifrou
• 11 batimant.
• 3 eurvez 45 da vond euz an Haor da b/Portsmouth, 6 eurvez da vond euz Rosko da b/Plymouth, 8 eurvez 45 da vond euz Sant-Malo da b/Portsmouth, 14 eurvez da vond euz Rosko da g/Cork, 24 eur da vond euz Portsmouth da v/Bilbao pe Santander.
• 2 500 a dud implijet e-pad ar bloaz, ha beteg 3 200 e-kerz an hañv.
• En oll, 2 600 000 a veajourien kaset ha digaset e 2017, ar muia anezo etre Bro-Zaoz hag ar Frañs.
• 86 000 etre Bro-Iwerzon ha Breiz.
• 335 000 etre Bro-Zaoz ha Spagn.
• 890 000 gwetur ar bloaz, 211 000 kamion.
• 295 000 a dud o tond da weled rannvro Breiz, hag o-deus dispignet amañ 151 milion a euroiou.
• Eur gont aferou 418 milion a euroiou ar bloaz (e 2017).
Ar vatimant Cotentin o vond euz Rosko da v/Bilbao. Aotre he-deus bet da dremen etre enez Eusa hag an douar braz, kement ha troha berr da vond d’ar Spagn, hag evel-se gonid amzer ha kaoud nebeutoh a vizou. Foto : Roger Léostic.
Eul logo nevez war ar bigi
Jean-Marc Roue : Dija, pevar pe bemp bloaz 'zo, e oa ar zoñj e-barz ar gompagnunez. Al logo pase a oa ruz ha glaz. Bremañ eo orañjez, glaz-kaol ha glaz-mor.
Al liou n'eo ket ken kreñv partoud, kreñvoh eo en traoñ evid en neh.
Ar vatimant Normandie, gand al logo nevez war he hostez
E petra beza fiziañs
er mareou-mañ ?
Klevet ho-peus lared sur a-walh pe lennet en ho kazetennou emaer en em gavet hiviziken en eur marevez falz-keleier, ha ne vezont ket pell oh ober tro eur vro ha zoken tro ar bed. Padal ne vez ket êz, war an taol na diwezatoh memez, ober an disparti etre ar re-ze hag ar re wir.
Abaoe c'hweh miz ho-peus heuliet moarvad monedone ar Jiletennou melen er hroaz-hentchou-tro da genta, gand tud vunut o sevel o mouez e-pad eun ugent sadornvez bennag hag oh en em rei da gleved evel na oant ket bet klevet pell a oa, gand drasterien o tond d'o heul da blanta reuz er hêriou braz goude ze.
Perz ho-peus bet kemeret marteze en Diviz-meur, pa oam oll bet galvet da zisklêria or soñj ha da sklêrijenna ar pennou braz war an doare gwella a vefe da houarn ar vro. Deuet eo end-eeun Aotrou prezidant ar Republik da Zant-Brieg da dabutal gand eur 600 mêr bennag deuz bro-Breiz, evel e-neus bet greet e leh all e-pad daou viz, ken ema bremañ an oll ha pep hini o hortoz gouzoud petra 'deuyo er-mêz euz an tok.
Setu savet c'hoant ennom ive goulenn gand eun toullad tud daoust hag e petra 'heller beza fiziañs en deiz a-hirio. Pemp o-deus asantet skriva beb a bennad diwar ze evid Brud Nevez, war-eeun e brezoneg, ha ne oa ket ken êzet-se d'ober. Trugarez dezo da veza greet.
Da lenn ar pennadou war-lerh war o hed er gelaouenn baper pe e pdf, gwelit izelloh.
Annie Coz : Fiziañs am-eus
el lusk dreist-ordinal a zo e pep hini
E petra 'heller kaoud fiziañs er mareou-man, emit-hu?
N’on ket sur tamm ebed da veza e-touez ar re varreka evid respond d’eur seurt goulenn.
N’on na prederourez, nag istorourez […].Fiziañs am-eus el lusk dreistordinal a zo e pep hini, hag a laka ahanom da stourm evid beva hag evid ar vuhez. A-drugarez d’al lusk-se eo ma z eus c’hoaz euz gouenn mabden. Lakaet en-deus ahanom a-viskoaz da glask ergerzoud ha kompren ar bed en-dro deom. Daoust d’ar barradou follentez ez eus bet kement anezo a-hed on istor hag e keleier ar mediaou, fiziañs em-eus c’hoaz e furnez ma henseurted. Gouest om da fazia, med gouest om ivez da denna kenteliou euz or mankou e-ser gwellaad an traou. […]C’hoant am-eus da echui en eur venegi André Gide a skrivas, en andred d’ar yaouankiz, en e skrid diweza : “Ne zougan kelennadurez ebed, nah a ran roi aliou, ha pa zav tabut e kilan dioustu. Med gouzoud a ran ez eus hirio lod a glask a-dastorn ha n’ouzont mui e piou kaoud fiziañs.Annie Coz
Annie Coz a zo bet kelennerez. Eul leor danevellou, "Bili er mor" he-deus embannet e ti Skol Vreizh.
Paolig Kombot : Perag gortoz c’hoaz
evid rei fiziañs en amzer-da-zond ?
Kaoud fiziañs en petra hag en piou ? Peadra da fallgaloni, pa weler e pesort stad ema an traou en-dro dim : diazezou ekonomiez on bro o vond d’an traoñ, ar re yaouank o vond da glask labour da leh all, tud war o leve o tond da brena tier war an Arvor, eun hanter euz Bro Vreiz o ‘n em drei war-zu Pariz, an tiriadou etre an teir meurgêr (Roazon, Naoned, Brest) o koll o foblañs hag o nerziou, niver ar babigou o henel teir gwech izelloh eged heni ar re goz o vervel e kêriou-etre evel Kastell, Lezneven (ne gomzan ket euz kumuniou an Argoad, bet kollet ganto eun hanter euz o foblañs dindan eur hantved), niver ar vrezonegerien o terhel da ziskenn (an tri hard anezo en tu all da 60 vloaz !) […]
Koulskoude on-eus ar chañs da veva ‘barz eun « demokratelez liberal », daou her diêz da lakaad da glota an eil gand egile : goulenn a reom an oll frankizou, med ankounac'heet e vez ganim ez om ivez keodedourien, hag e tle ar strollad-tud ma vevom ennañ - ar Gevredigez eta - beza mestr war an heniennou, hag e tle ar pez a zo boutin tremen a-raog an interestou personel. Evid-se, e ranker kaoud eur Galloud, choazet gand ar Bobl, a zo en e garg sevel lezennou.
Aze, a gav din, ema an dalh : ‘barz eur vro ken liessort ha Bro-Frañs, n’en-deus ket ar galloud-se dalhet kont euz yezou, sevenadur, istor, ekonomiez ar broiou “bihan” a zo enni ; red eo eta e vefe ar galloud-se kalz tostoh ouz an dud, evid ma kemerfe ar re-mañ perz en o aferiou dezo ; evid se e rank Rannvro Breiz goulenn e vefe roet dezi ar gwir da arnodi, evel ez eo skrivet e Bonreiz Bro-Frañs (rannbennad 72). […]
Paolig Kombod
Paolig Kombod a zo prezidant Ar Falz ha Skol Vreizh.
Lena Catalan Marcos :
Tech an dud wasket eo kaoud fiziañs
Pleiben* d'an 13 a viz c’hwevrer 2019.
Bureviou yen eur gevredigez servijou evid ar re goz war ar mêz. Ar zizun baseet e oa bet resevet eul lizer gand Soaz : « Convocation à un entretien préalable à une sanction disciplinaire pouvant aller jusqu’au licenciement ». Barzoniez uhel ar galleg melestradurel. Eul lizer erbedet, evel just, liziri ar helou fall, ar re a ranker mond d’an ti-post da gerhad. Petra 'hoarvezfe ma n’afen ket ? a zoñjez bewech. Ne ouezez ket. Mond a rez memestra.
Simpl eo al lizer. N’hallfe ket beza simploh. Eun deiz, eun eur. Na penaoz na perag. Da zevez an emgav e helloh beza ambrouget gand forz peseurt hinienn ezel euz an embregerez a vo bet choazet ganeoh. Petra an diaoul ‘m-eus bet greet ? ‘zoñjas-hi neuze. […]
Daou zevez war-lerh e teuas an eil lizer. Un eil lizer erbedet ennañ peder fajennad skridou. D’an devez-se eo e teuas Soaz d’ar sindikad.
Kalz re ziwezad e oa dija. Licenciement pour cause réelle et sérieuse.
59 vloaz eo Soaz.
Sur eo ne gavo ket labour ken. […]
Tech grevusa an dud wasket eo kaoud fiziañs. Bemdez e lavaran ar memez tra. N’eus respont ebed d’az koulenn.
Arabad kaoud fiziañs.
Lena Catalan Marcos
* Eun istor wir eo, med cheñchet eo bet anoiou an dud hag al lehiou.
Lena Catalan Marcos he-deus greet studiou war ar sokiologiez ha war ar brezoneg. Ema o labourad en eur sindikad.
Herri Gourmelen : C'hwervoni,
pa reer ar hontrol deuz digreizenna
« War kement tachenn zo e vez kemeret an divizou pouezusa e Pariz pe e leh all », setu ar pez a skrive bloaz zo Michel Urvoy, kazetenner Ouest-France, o venegi skweriou an SNCF, Arkea, NDdL, krenn an tiz war an heñchou, statud Korsika, skornadur ar skoazellou dleet d'ar humuniou, d'an departamañchou, d'ar rannvroiou.
Pep tra a-bouez divizet e Pariz hag e leh all, pa rank ar strolladuriou lehel pêa evid se ha, da genta poent, ar re bella deuz kreizenn ar galloud, a-fed politikerez kenkoulz hag ekonomiez. Pep tra troet war-zu Pariz pa z a frankiz-ober ar strolladuriou lehel war-ziskar dre ziouer a arhant hag a halloud. […]
E 2013, dre atiz ar strollad UDB, en-doa Kuzul-Rannvro Breiz savet eur raktres ennañ spered eun digreizenna gwirion, hervez poz J.-Y. Le Drian e-unan : digreizenna hirie a dlee beza rannvroela. Lared eo bet braz an dizouezadenn e-keñver ar pez a houlennem, hag a oa tu da hortoz pa oa bet lañset ar breujou, zo disterig tra.
Abaoe e houl ar Huzul-Rannvro e hellje, d'an nebeuta, tenna gounid euz ar gwir da arnodi en eun doare ledannoh eun tamm evid ar pez a vez asantet – gwall biz - gand ar Stad. Mad ha red eo goulenn ar gwir da arnodi, hag ar galloud-divizoud, hag ar yalhajou sañset dond da heul, med n'eo ket tra-walh pa z eus kaoz euz Breiz.
Herri Gourmelen
Herri Gourmelen a zo bet unan euz pennou UDB e-pad pell, kuzulier-rannvro ha kuzulier ti-kêr e Sant-Malo.
Denez Pichon : E peb leh hag e peb micher
ez eus tud a heller kaoud fiziañs enno
E petra kaoud fiziañs er mare a-vremañ ?
A-raog mond war an dachenn, mad eo gouzoud petra eo ar fiziañs hervez ar geriaduriou : da genta, "eun esperañs kreñv en eun den pe eun dra". Difetiz eo eta : eun “esperañs” eo. Evel ar garantez hag ar vignoniez, n’eus ket tu da weled ar fiziañs e gwirionez, he foueza war eur valañs, he muzulia gand eur reolenn. Padal, peb den a oar, don ennañ, petra eo, ha peb den a oar rei eur hevala a fiziañs d'egile. Roet e vez fiziañs hervez eur skeul. Ne weler ket an traou difetiz : n’eo nemed dre zinou dispaket en diavêz e vez gwelet live ar fiziañs roet gand eun den d’egile.
N’eus ket tu da brena fiziañs en a-raog : m'e-neus unan bennag disfiz ouzin, ne hellan ket mond davetañ goude prena eun tamm fiziañs da rei dezañ em heñver. Eun den a rafe evel-se a vagfe muioh a zisfiz c'hoaz en egile, evid m'e-nefe greet o chom sioul. […]
Amprou an amzer hag an oberennou eo ar bazenn ziweza evid peurechui prizia live ar fiziañs roet d’eun den. An hini ziêsa, an hini badusa, med an hini bonnera ivez. Pa bad an darempredou hag an oberennou, n’eus ket tu da cheñch priziadur ar fiziañs war ar prim : stabilloh-stabilla eo. An amzer a dremen, dizeblant, an dud a hell dizoñjal, med chom a ra santimant ar fiziañs, gand e dregantad stag outañ. […]
E petra kaoud fiziañs er mare a-vremañ eta ? Setu va zoñj, en urz :
Siwaz, er gevredigez, er mediaou – leh e ya an traou buannoh-buanna -, priziet e vez an nesa diwar eur zantimant kenta ha dister, pront da douella an dud.
Bremañ, pa daper gouzoud e petra/piou e heller kaoud fiziañs, digeri a ra war eur goulenn all : peleh ha penaoz kavoud anezo ? War a zeblant, n’eo ket er sistem politikel penna a-vremañ.
Denez Pichon
D’an 3 a viz meurz 2019
Denez Pichon a zo rener "Askorn Medical" e bro Roazon. Eun dezenn e-neus divennet diwar-benn ekonomiez ha brezoneg.
Kenstrivadeg ar bagadou e Brest :
nag a reuz !
Deuet e oa c'hwezeg bagad ar rummad kenta e Brest d'ar 17 a viz c'hwevrer paseet evid lodenn genta o henstrivadeg broadel. Daou zevez koñkour a vez aozet beb bloaz gand "Sonerien" (ano nevez BAS, pe Bodadeg ar Sonerien, abaoe n'eus ket pell 'zo), hag en Oriant e vo an eil, e penn kenta ar Goueliou etrekeltieg e miz eost.
Ma hell ar bagadou seni ar pez o-deus c’hoant en Oriant - gand ma vo liou sonerez ar vro war an toniou, memestra ! - e Brest e rankont douja d’eun terouer. Er bloaz-mañ eo ar broiou dardoub, chtou, Kalanel, bidar ha me oar-me pehini all a oa bet dibabet. En e jeu e oa Yann gavotenner moarvad ! […]
Buan e ranker ober da stalia pep tra a-raog na vije prest ar zonerien da boufa 'barz. Arabad d’ar bagadou mond en tu all da unneg munutenn pep hini, koll poeñchou a hellfent ma vefe re hir o frapad muzik.
War al leurenn e rank an deknisianed lakaad pep tra e plas dindan eiz munutenn, sañset. Êz eo da gompren, pa ouezer e pad an abadenn a-bez ouspenn… pemp eurvez !
Me 'blij din ar zonerez bagadou, med soñjit ‘ta, pemp eurvez diouz renk… ! En em houlenn a ran a-wechou penaoz e hell ober an daouzeg barner evid ma chomfe lemm o diouskouarn e-pad keid amzer. […]
Bernez Quillien
Bagad Cap Caval war leurenn ar C'houarz. Foto : Maureen Sicard.
Da lenn pennad Bernez Quillien war e hed er gelaouenn baper pe e pdf, gwelit amañ dioustu, izelloh.
Evid lenn an oll bennadou a-uz
(hag ar re all) war o hed
Prenit 'ta niverenn 317 Brud Nevez : 10 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 5 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, kilka war Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou