Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 314 : Al laer stered
eur romant gand Loeiz Grall
Brud Nevez 314 :
taolenn ar pennadou
Pennad Fañch Broudic hag hini Youenn Gwernig a ginniger deoh amañ war o hed.
Daou damm euz romant Loeiz Grall a roer deoh ive da lenn amañ, deoh da gaoud eun tañva anezañ.
Evid gelloud lenn ar romant war e hed, gwelit izelloh penaoz kaoud anezañ war baper pe e stumm pdf.
Ar skrivagner hag an troer
Loeiz Grall
N'eo ket Loeiz Grall eur skrivagner a vicher, anad deoh ! Med skriva a zo eur blijadur hag eun dudi evitañ. Pevar romant e-neus bet embannet, e galleg o-fevar :
Gand an ti-embann Le Liogan e oant bet embannet. Deski brezoneg e-neus greet gand Andreo ar Merser e Brest. Skriva a ra e-barz Brud Nevez.
C'hoant e-neus bet e vefe troet e romant kenta e brezoneg. En em glevet eo evid se gand Marcel Diouris. Embannet eo bet eta e niverenn 314.
Marcel Diouris
Brezoneger a-vihannig eo Marcel Diouris hag anavezet mad e-neus bet Anjela Duval, pa oa an eil an amezegez nesa d'egile er C'hwerhed, e bro-Dreger.
E skol-veur ar Skianchou e Brest e-neus tremenet e vuhez-labour. Eur wech war e leve, eo eet war studi ar brezoneg, beteg tremen eur master e 2009 diwar-benn Anjela Duval, dres.
Embannet eo bet e studiadenn gand Emgleo Breiz dindan an talbenn "Une histoire de deuils impossibles".
Kemer perz a ra Marcel Diouris e bodad brezonegerien Kerbêr e Brest. Ingal e skriv er gelaouenn Brud Nevez.
Êrgelh eur vro, eun amzer 'zo bet
Daoust ha soñj ho-pefe beza bet klevet ano euz ar gelaouenn Bretagnes eur wech bennag ? Evel eun taol-kurunou e oa bet, pa oa bet embannet an niverenn genta pellig a-walh a zo, er goañv 1975-76. Paol Keineg a oa ar rener, anavezet a-benn neuze dija evel barz ha skrivagner peziou-c'hoari. Ne lake ket nag eñ nag e gamaladed (Kristian Keginer, Youenn Gwernig…) eun disparti etre lennegez ha politikerez. Bretagnes a skrivent el liester, "dre m'ema Breiz, emezo, e leh all hag emaom-ni amañ". Ar pez a gonte evito a oa "ganedigez eur vroad" ha "kroui eul lennegez".
E peseurt yez ? "Al lañgaj euz a Vreiz, o-doa int disklêriet en niverenn genta, forz pere ar geriou a gustumer ober ganto, a zo en oll vroiou kod on doare da intent ar bed, d'en em intent ni on-unan". Kaer a zo, war veteg eur varzoneg bennag eo e galleg nemetken e veze skrivet pennadou Bretagnes, da gomañs atao. N'eo nag eur rebech nag eun tamall, netra 'med gweled an traou evel m'emaint bet.
Rag komz, skriva ha lenn a ra peurvuia an nen ar yez ma hell hag an hini a oar, a-wechou unan all hag a vez diwar neuze yez e galon. En eur mod, e oa ar wirionez gand Bretagnes : an danvez hag ar skritur, toud pez a glask an nen diskulia en e skridou, se eo e-neus ar muia a bouez.
Goude eo deuet ar gelaouenn Bretagnes da veza eun ti-embann, dindan renerez Michel Kerninon. Gantañ eo bet embannet romant kenta Loeiz Grall, Le voleur d'étoiles, e 1987. Ar bloaz war-lerh e tape al leor kaoud eur priz digand Unvaniez Skrivagnerien Vreiz.
M'eo e galleg e-neus skrivet e romant avad, eo pa n'anaveze tamm brezoneg ebed d'an ampoent. Anaoud a ree avad kêriou ha korntroiou e vro evel ma oant a-raog an adlodenna. Ar pez a zo sebezuz eo penaoz eo deuet a-benn da renta an êrgelh a oa moarvad, pe marteze, hini eun terouar a Vreiz-Izel e tro ar bloaveziou 1900. Rag diwar anoiou an dud, reou ar hezeg, ar parkeier, ar hêriadennou, diwar a beb seurt munudou all, diwar red an darvoudou ha steuenn ar romant ive, e weler ervad emaer en eur bed brezoneg 'barz an istor a gont. Se eo ive, sur mad, ijin ar skrivagner.
N'eo nemed eun toullad bloaveziou war-lerh, adaleg 1999, e oa bet kroget Loeiz Grall da zeski ar yez. C'hoant e-noa a bell 'zo e vefe bet troet e romant e brezoneg, yez e galon-eñ a dra-zur. Greet eo bet.
F.B.
Ragskrid Youenn Gwernig
Mibien an noz eo ar Gelted, hervez ar gaoz. Ma ‘z eo gwir kement-mañ, ahanta, Loeiz Grall zo unan anezo, rag eur meulgan d’an noz eo e leor.
N’eo ket se nemetken a-dra-zur, med eur maill eo eñ da lakaad an noz war-wel en e leor, gand he strobinellou, he hevrinou, sklêriou al loar hag he redadegou dispak a-dreuz pradeier ha lanneier.
Santet eo bet ganet Paol, haroz al leor, diouz an noz kentoh eged diouz eur vaouez wir, ha buan a-walh e vriato an noz evel eur wreg kleiz…
N’eus netra nahuz aze avad, netra da weled gand kleñvejou loarieg. Leun a startijenn eo an noz, leun a droiou-kaer hag a gavadennou, o pourchas donedigez roueel Belenos…
Nerzuz eo al leor a-bez, nerzuz evel eur valeadenn war gern Menez Homm. Setu eun digarez da vond d'aveli e benn : n’eo ket bemdez !
Petra da lavared ouspenn, nemed ema ar Vro a-bez aze en he gwirionez plên. Sod eo Loeiz Grall gand e Vro ha kana anezi a ra dreist. Eeun, gwirion eo e gan, gand e-leiz a skeudennou.
Aze ema ivez, ha dreist-oll, ar spi : « Tudou kêz, piou a lavaro eo maro ar vro-mañ ? Piou a gredo laza ar mammennou, an avel hag ar mor ? »
Youenn Gwernig
Brezoneg gand Marcel Diouris
Pennad II (darn)
[…] « Mari-Anna », emezañ, ha kavoud a ree dezañ e oa ar wech kenta dezañ da gaozeal.
« Aze emaout », a respontas mouez klouar e vaouez.
Gweled a ree e oa-hi war he gwele, o hortoz, he broz hir troñset, eun dorn war he moudenn hag egile war he hov. Gweled a reas e oa ar bugel o vounta ha kov Mari-Anna o tigori. Lakaad a reas eur holhed pell-kerh dindan he hroazell hag alia a reas anezi da denna heh alan goustadig.
Daouarn Yann a zifree, c’hweza an tan dindan ar chaodouron, lakaad dour e-barz, distoka diouharr Mari-Anna an eil diouz eben. Ne baoueze ket da zelled ha da adselled ouz an takad-ze e korv e wreg a deufe ar vuhez dioutañ. Sorhennet ennañ e-unan, e-unan en e zigenvez hag en e follentez, Yann a oa taget an nozvez-mañ ha n’en em zivenne ket. A hrad vad e tigore an nor d’an dianao, d’ar bugel.
Neuze, evel e-noa gwelet ar rohell e douar ar prad, a welas penn ar bugel o tond war-wel hag ar hig o tigori.
A-zao eo chomet an amzer. En oaled, an tan o rohal, o taol sklêrijenn er gegin, ha war dremm Mari-Anna perlezennet gand ar c’hwezenn, war he hov ma tever eur bannah gwad bennag dioutañ.
Stanket eo diouskoaz ar mabig-den, dall eo ha kamma a ra e henou. Yann a lak e zaouarn ledan ha meudeg warnañ, sacha a ra goustadig evid sikour Mari-Anna, a vousc’hoarze, liou an treh warni.
Setu ma troh funig ar begel, ha ma lak ar bugel war e skoaz. N’e-neus ket ar bugel riou war skoaz e dad ; ne ouel ket ; krena a ra hag a-daol-trumm, reudi e gorv ; maro eo.
O tehed ema an amzer dizeblant. Tik-tak an orolaj, evel greun o koueza heb gwrahellad. Ouz c’hwezenn Mari-Anna, ouz boemerez Yann, hag ouz o zistridigez bremañ, an orolaj ne ra van. Ne wel ket ar banne rom a laka Yann war genou ar babig, med dihuni ne ra ket. En e hourvez en e gavell, e seblant beza manet kousket...
Bremañ eo eet pell-mat an amzer euz Rozaluz. Sioul, torfedour, leskel ra Yann ha Mari-Anna o-unan adarre.
Diflach eo chomet Yann. Selaou a ra, tro-dro an ti, spered ar bugel o roda, o tastornad, o vuzulia e rouantelez. Mud e chome Mari-Anna med goud a ouie Yann nag a boan a houzañve, a houzañve abalamour d’he Doue nemetañ ha pell, hag a laoske digarantezuz ar vugale hag eneou an tadou hag ar mammou da vervel.
Kuit dezi da baka riou, e tennas Yann an dillad-gwele warni, hag e stagas da vale a-hed hag a-dreuz er gegin.
D’ar mare-ze ne ouie ket hag-eñ o-devoa an doueed karantez pe dismegañs outañ, doueti a ree, ha krog e oa eur c’hoant kreñv ennañ, eur c’hoant da youhal se en noz tro-dro, evel eur haro o vlejal dindan al loar. Adarre e chome e-unan, gand e nerz, e labour hag e zorhennou. Ar bugel n’e-noa ket direnket anezañ.
Hogen, kresket a oa ar follentez ennañ eun tamm pelloh adarre. Ken e lavaras da Vari-Anna :
« Ez an da gerhad Penn Ru », hag ez eas er-mêz da vale en noz.
Kerzed a reas, hag en e spered e rene an noz ivez. Yenion ha sioulder, netra o fiñval. Yann a oa eun tammig den bihan, eur Herne, gloazet e galon evel e vro. E vro a oa eun tamm douar diêz da struja, gleb aliez, ma plege an den dindan ar behiou hag ar houmoul. Eun tamm douar gand kalz a dud da vaga, hag an tiegezou bihan tro-dro da Rozaluz a oa enno e-leiz a vugale ha tud-koz, evel ma oa e-leiz a anevaled e krevier Yann.
Yann a oa pinvidig er vro-ze, med e-unan e oa ivez. Hag abalamour ma oa pinvidig, e oa deuet e zigenvez da veza, war ar memez tro, e boan hag e ourgouill.
Bremañ e oa marvet an deiz, ha da netra oa eet dremmwel al lennvor. Med e-leiz a stered hag a spi a oa en noz. Heñvel ouz morgaouled teñval e rede ar houmoul war fas al loar, kaset gand aveliou-red diweluz.
Eun tenn a glevas Yann, unan all eur pennad goude hag eur strakadenn gand biñs-taol ar sioulder. Bezʼ e oa sur a-walh bigrierien, peotramant laeron-gezeg, o rei da gleved piou e oant ; dizale e strakas eun tenn all, hag unan all c’hoaz.
Neuze e voe, eun eilenn bennag, eur fuzuilladeg ken stank ken e oa heñvel stered bolz an neñv ouz plom alaouret.
Ne oa na bigrierien na laeron-gezeg.
Eun dra bennag all e oa, eur galv diouz an egor, eur strakadenn steredegou ; dond a ree euz ar vengleuz, nepell euz torgenn Trorki.
Evel eur hi o c'hwesa, Yann a stagas da glask tro-dro d'ar vengleuz.
D’ar poent-se dres e welas ; milliget e oa al leh, er vro e veze lavaret e oa aze toull an ivern, eur vengleuz dilezet e oa. Med eñ n’e-noa ket aon.
Gweled a reas eur vaouez astennet war eul leur vein gouez, hag en em zila a reas en he hichenn, e-touez an drez, ar mein hag ar gwez. En eur dostaad deuz outi e welas e oa maro. War he hov, gwarezet gand he dillad, eur bugel nevez-deuet war an douar o tifronka […].
Pennad XII (darn)
Bremañ e cheñche e gorv, marbleo du war e vuzell, ha moug e teue liou e vouez.
Ar strafuill braz a gleve ennañ e-unan a ree dezañ en em gavoud kabluz hag estren e-keñver e re. Aliez, pa zelle ouz e enebañs e poullou-dour an heñchou pe er feunteuniou, e chome souezet o weled e oa disheñvel diouz ar re a oa bet evitañ abaoe e hanedigez e aroueziou a nerz hag a zouster.
Eur jitan a oa anezañ gand e vleo du hag e fas treud-eskern, ken e ree e gamaladed-skol « an estrañjour » dioutañ, seul vui en e-unan pa ne gomze ket kalz Yann ha Mari-Anna. Aonig e kave anezo en e geñver, evel ma vije bet eun den dianao anezañ. Likentez ha feulster a zave ennañ, ha leski a ree e huñvreou gand skeudennou merhed, beajou ha maro.
Bremañ pa haloupe an oll nozveziou, pa oant deuet da veza e rouantelez, e anaveze anezo oll, kement korn ha digorn-bro, flemmet e veze gand an drein hag ar stered, heb ehan e valee atao dre an heñchou don.
Harzadeg ar chas, c’hwez kreñv an atanchou, ar hleuziou kromm, skeud teñval ar hoajou gwez-rousin, kement tra a lavare dezañ eun dra bennag, en eñvor e skiant e chome moullet kement tra. Dre nozveziou moug an hañv e teue ar haouenned da reza anezañ dre o nij, hag eñ, diwar lein e gein, a heulie hent kevrinuz ar birhirined-noz a oa anezo.
Plijoud a ree dezañ e vro dort, kuz, rannet gand tud all, ar vro-ze ma tifluke ar chapeliou en o hloziou sakr, ar halvariou mên-greun er hroaz-henchou, ar feuteuniou e traoñ ar prajeier, hag an atanchou e plegou an douar.
Butun hag heol a oa deuet an noz da veza evitañ. Bremañ pa anaveze ar chas e hwez, ez ee en atanchou evid kared mitizien ar gouerien. Ha miret e veze ar hwez anezañ gand foenn ar hreñj, ne oa nemed ar mitizien hag ar chas oh anavezoud anezañ.
Aliez e tremene dre draonienn ar feuteun, tost ouz mengleuz e hanedigez, jamez avad n’ez ee diwar e hent evit mond di, rag aze, a veze lavaret, e oa dor an ifern. Ne oa nemed an takad-ze, en e rouantelez, ma ne luhe ket e heol dezañ, a oa divennet outañ mond ennañ abalamour d’eur spont iskiz, a ree euz an andred-se unan hoalusoh eged ar re all.
Hogen, dre ma kreske e gorv hag e nerz, eh astenne e rouantelez beteg dond da veza eun impalaerez […].
Evid lenn "Al laer stered" war e hed…
E hellit, a-dra-zur, ampresti an niverenn 314 euz Brud Nevez digand eun amezeg pe en eul levraoueg bennag, med…
Ar gwella tra a hellfeh ober koulskoude eo prena anezi : 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou