Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 313 :
Ar pennadou kelaoui
Taolenn ar pennadou
Rei a reer deoh war ar bajenn-mañ eun tañva euz pennad Josiane Guéguen hg euz hini Jo Tanguy.
Hini Jean Lecoulant a vo en e bez, mar plij !
Kinniger a reer deoh ouspenn, pelloh, eur bonus a-feson diwar-benn ar plant hag al liorzou, a-drugarez da Jo Tanguy.
Romantou du Thomas H. Cook :
melkoniuz ha strobinelluz
Ar chañs e ranker kaoud fiziañs enni, dreist-oll pa laka dindan ho taoulagad eul leor-godell skrivet gand unan dianao deoh, Thomas H. Cook e ano. E 2005 e oa, hag e Les ombres de la nuit e oa kaoz deuz daou vreur piket o halon gand ar goantenn a oa deuet gand an otokarr beteg eur porz-mor bihan er Maine, ha dispariset ken trumm all an deiz ma oa bet drouglazet unan euz an daou vreur.
El leor-ze ema kement tra hag a blij e oberenn Thomas H. Cook : mond a ra don, ha soutil, en darempredou-famill, luziet ha poaniuz, en traou chomet kuz hag a lak eur gwall veh war buheziou an dud, beteg toulla e doull d'an drama, e-kreizig-kreiz eun êrgelh strobinelluz, gronnet gand eur zell truezuz war natur mabden […].
Eun ugent bennag deuz e romantou a zo bet troet e galleg beteg-henn, setu ez eus gand Thomas H. Cook lennerien feal hag a blij dezo ober plijadur d'ar re all o vrouda anezo da lenn e romantou […].
Josiane Guéguen
Thomas H. Cook : Le crime de Julian Wells, embannet ti Le Seuil.
A Esmorga : eur film ankeniuz,
e galisianeg
Ar pennad-mañ a oa chomet viou-koukoug ennañ e niverenn 313 Brud Nevez war baper. Ra vim digarezet gand ar skriganer koulz ha gand e lennerien er gelaouenn baper ! Ha setu perag e lakom e bennad amañ war e hed, da bep hini da helloud lenn anezañ evel m'eo dleet.
Paseet 'ma an hañv ba'n Espagn, 'h ôr ur staj 'vid ma studi, ha 'oan eet d'ar sinema da weled eur film ha 'vez greet A Esmorga deuhoutoñ. Ar film-mañ 'gont eun istoar a 'base ba'r Galis, eur hornad-bro doh hanternoz ar Spagn, ba'r blâvechou hanter-kant. Me 'oa bet o weled 'nehoñ pugur ouien lar 'oa kinniget 'vid ar Priz Goya, ar brudeta priz-sinema 'zo ba' Spagn. Ispenn 'm-a lennet lar 'oa estimet ar film-mañ ga kalz tud, du-hont, ba'r Galis. Med ba' Madrid, 'oan kajimant ma-hun' ba'r zal !
Ar Galis é ar vro ba-leh 'zigoue'ez o heda Hent Sant-Jakez, 'benn ema skeltr 'nehoñ ba'n neñv, ahe giz-se. Ar vro ba-leh 'vez greet ar pelerinaj war bez sant Jakez, ma 'peus c'hoant. Tud ar Galis 'na krouet ar Portugal o vrezeli 'neb an Arabed ha goude 'reont parti deuz ar Spagn, 'neunt derhet o langaj d'o-hun', tost doh ar portugaleg.
Eul leor 'oa difennet lenn 'neoñ 'n amzer Franco
Ha just a-walh, A Esmorga 'oa savet ga Ignacio Vilar e langaj ar Galis, doh ar romant ga Eduardo Modesto Blanco Amor 'zo memez titr 'veltoñ, ha 'noa-heñv skrivet ba'r blâvez 1959. Med difennet 'oa lenn ar leor-mañ 'pad diktatur Franco, pugur 'vize jujet lar 'oa eur leor pitou, lar oa ket 'med istoariou foñs ar bragou ha traou 'neb ar relijion skrivet war'nehoñ. Seulamant, diboe 'na chañjet an traou ba' Spagn, e galiteiou 'oa laket da ve'a aneet, ha bremañ 'vez studiet ba' toud skoliou ar Galis 'vel ar henta romant modern bet skrivet e galisianeg.
An istoar 'zo kontet ba A Esmorga 'bad peder eur warn-ugent, deuh eur mintin pé zivun Cibrán, eun ouvrier paour, beked ar mintin war-lerh. Med goûd a reer deuz penn-kenta ar film lar echuo fall an traou, kar toud ar péz 'zigouev 'barz 'vez kontet ga' mouez Cibrán, d'ar jañdarmed 'neus kaset 'nehoñ d'ar prizon.
Seto, war-lerh 'vez gwelet lar 'vo paket Cibrán ga' beg-e-dok, 'gomañs an istoar 'benn 'barti-heñv roud d'ar labour, ha lesken a ra ba' e di e vab ha Raxada, ar plah ema-heñv chorbet gati. Hennez 'so paour-du med 'neus-heñv an intañsion da labourad sterd, b'lam da jañj e vuhez ha heñi e famill. Ya, med an dra-he 'bad ket pell 'benn 'n om gav-heñv 'samez ga daou gamarad dehoñ 'zo me'o deja, doh ar mintin, ar mod-se.
Ar re-se eo Bocas ha Milhomes, an heñi kenta 'neus kalz arhant da zispigna med 'faot ket dehoñ kontinui e droiad ga Milhomes e-hun', ken divalô ê-heñv. Seto, an daou vombocher 'glask da lakad Cibrán d'ond 'samez gate. Ha goap 'reont deuhoutoñ 'benn lar-heñv lar neus aouen deuz klêd e jeu ga Raxada ma n'a ket da labourad. Med, 'benn ar fin, 'ta Cibrán ga e gamaraded ha komañset ar zahad ! Pugur ar zahad, an dra-he ê a zinifi A Esmorga e galisianeg.
An tri bombocher 'hond dé 'n om zistruja
Ha Cibrán 'ra ket 'med senti d'e gamaraded ar mod-se, 'hed an droiad. Heñv 'zo eun den divenn ha n'eo ket mired d'ond war-lerh Bocas ha Milhomes. Med, gras d'an dra-se, hennez 'so inter'santa personaj ar film, ma'had. Kar ar re all 'reflechisont ket. O zechou fall, n'eus ket 'med an dra-se a gont : chopinata pe gastaoua. Med Cibrán, heñv ra droug 'neb dehoñ hag 'oar-heñv lar n'eo ket brao ar péz vez greet ga e gamaraded. Med seulamant, 'neus ket-heñv tamm bolontez ebéd.
Boñ, n'an ket da gonto deoh toud ar péz 'zigouev ga'r re-se. Surtoud koneriou greet gate : lakad an tan war eur harrdi leh 'vez greet lambig, 'n om ganno ga gisti ba eur bordell, pe skoacha deuz ar jañdarmed ba eur gador-govez... Tamm-ha-tamm 'vez komprenet lar an tri bombocher 'zo 'hond dé 'n om zistruja o hond re war toud an traou. Hag ar film 'ta da ve' ankeniusoh-ankeniuz beked e fin trist ha feulz.
N'ouzon hag-eñv 'po voien da weled A Esmorga ba Frañs. Doh ar péz 'm-eus lennet, 'vo ket deusket 'med ba eun neubeud saliou, amañ gi-mañ. Ha domaj é an dra-he memestra, kar 'ma kavet lar 'lake-heñv da joñjal 'ziwar-benn teñvalijennou an ene. Hag ispenn, toud an dra-mañ zo deusket ga imachou 'gavan brao-kenañ. Añfin, interesant eo gweled lar eur film en eur langaj-rejion 'hall be'a estimet ga tud e vro ha ga tud ar prijou-sinema. Med boñ, 'gonsaillan ket 'nehoñ d'ar re 'zo techet da ambren !
Jean Lecoulant
A Esmorga a zo eur film galisianeg euz 2014, hag a bad 1 eurvez 51 munut. Troet eo bet gand Ignacio Vilar. Dizalia a reer anezañ d'ar re n'int ket 16 vloaz c'hoaz.
Eur meneg ispisial e-neus bet ar realizatour da geñver ar festival Cinespaña 2015 e kêr Tolosa, ha priz ar gwella perz e-touez ar baotred o-deus bet an tri gomedian Karra Elejalde, Miguel De Lira et Antonio Durán Morris (war ar foto).
Bez' e haller selled deuz A Esmorga e streaming war http://www.filmsgratuit.fr/a-esmorga-2014.html
Lavarit ho soñj 'ta diwar-benn ar film ! Peleh ? War al lehienn-mañ, 'ta ! Skrivit evid se da :
Ar plant hag al liorzou
Plant hag ardremez, hervez Jo Tanguy
Evel a lavar Anton ar Floc'h, liorzer domani Traoñaod e romant Yann-Fulub Dupuy, Milendall : “N’eus plantenn divalav ebet, n’eus ken met implijoù divalav anezho.” Reolennou zo a rankom douja outo evid kroui eul liorz : skeuliad, unvez, diskemm, kendon…
An doare da urzia ar stummou etrezo, an amplejou (evid kroui donder, c'hoari gand an heol hag an disheol…) zo pouezuz-kenañ evid lakaad an dud da zoñjal ez eo al liorz brasoh eged n'eo e gwirionez, evel ma ne vefe harz ebed dezañ. Arz al liorz a zo hini ar faltazi, gweled an diabell. Arabad eo dizoloi eul liorz en eun taol : brouda kuriusted ha kizigidez an arvester a ranker […].
Jo Tanguy
Unan deuz skolidi Ar Skol Vrezoneg eo Jo Tanguy, e Brest. E bennad kenta e oa dezañ da embann e Brud Nevez. Pennadou a vez gantañ ive war "Ya !".
Foto : Jeanine Bian.
Setu amañ dindan eur bonus diwar-benn an anoiou-plant hag al liorzou :
Hag anaoud a rit an anoiou plant ?
Anzao a rankom n'om ket oll re greñv en amzer hirio evid pez a zell an anoiou plant.
Neuze, n'ho-peus nemed eun dra d'ober : klika war ar bouton amañ dindan.
Kinnig a ra deoh Jo Tanguy eun daolenn deuz eun toullad anoiou plant e teir yez : brezoneg, latin ha galleg. Gwelit !
Liorzou da zelled outo
Reolenn an unvez : Brest, Bali Le Gorgeu
Ar vali, hir awalh, a zo fichet memez mod war he hed. Gwez-dero (9 spesad disheñvel) ha bokedou-koraiz e-leiz en nevez-amzer oh ambroug anezi. Evid rei eur fromadenn greñv.
Ober gand plant gouez evid kaoud eul liamm gand an endro
Gouenou : Foennog, straed ar Feunteun.
Eur vleuñveg divoutin gand plant gouez (elestr ar geuniou, geot flach, louzaouenn ar glaouer, radenn-onn, brulu, halegez, betonig,…) a zo bet krouet evid dispartia ar foennog nevesaet e 1997 (e leh ma kaver spesadou arouezel evel lin ar geun ha boked ar zakramant) deuz ar parkleh.
Beza kempoell gand an endro
Gouenou, Kroaz-hent-tro de Gaulle.
Gouenou a zo eur barrez kelhiet gand foenneier e-leiz, ar ster Penfell a dremen dre eno. Ar plant war ar hroazhent-tro ha war an tachennou tro-war-dro a ra d’an nen soñjal en eun endro gleb gand elestr ar geuniou, halegez, raden a beb seurt… Ha tamm-ha-tamm dre ma tostaer ouz kreiz-kêr, e kav plant al liorzou o flas.
Beza kempoell gand ar rummajou plant.
Gouenou, Liorz ar Feunteun.
Roz kaouled ha plant all al liorzou a zo bet staliet ouz ar voger dirag an illiz. Med al liorz-mañ a zegemer ivez plant gouez, a-hed ar waz-dour (halegez, raden-pesk, bual…) hag e-se e reont eul liamm gand ar foennog en em gav tost alese.
C’hoari gand an amplejou
Plougastell-Daoulaz, Kroazhent-tro Toull ar Ranig.
An amplejou, ar stummou a zo mesket evid ma vefe donder hag evid c’hoari gand an heol hag an disheol.
Awen an natur
Eur wenojenn e Plougastell-Daoulaz.
An doare ma ‘z eo reizet ar plant an eil re e-keñver ar re all en natur a zo dispar evel ma ne vefe tamm renkadurez ebed. N’eo ket difennet kopia anezi, ar hontrol eo kentoh.
Dibab eun tem : Plougastell-Daoulaz, Liorz Bobby Sands
Ar hempouez a zeu amañ (ha war ar foto da heul) deuz dibab plant a orin deuz diwar-dro ar mor kreizdouarel : roz-roh-elo, roumarin, lavand…
Liviou gwenn ha melen a gaver dreist-oll en nevez-amzer dre ma vez glaz al liou penna e-kerz an hañv.
Dibab eun tem : Plougastell-Daoulaz, Liorz Bobby Sands
Kenstaga ouz an endro : Plougastell-Daoulaz, straed ar Myosotis
Gwez (dero, bezo, spern gwenn) a zo bet plantet stank evid digas soñj deuz ar struj a zo en em staliet en tu-all deuz an hent hag evid damguzad savaduriou divalo takad an artizaned. Louzeier izel : bual, rouanez, bokedou-laez, greahel ruz… o palenna an douar dindanno.
Evid lenn ar pennadou a-uz war o hed…
Hag evid kaoud ar skridou lennegez, an oll anezo, e hellit atao, a-dra-zur, klask kaoud niverenn 313 Brud Nevez hag ar re all tu pe du, med…
Ar gwella tra a hellfeh ober koulskoude eo prena anezo ! Grit ! 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel. Hag evid se n'ho-peus nemed eun dra d'ober : Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou