Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 315
Per Trepos : "Lod all a varv"
"Annaïg e oa-hi, a dra-zur, gand he daoulagad braz, he bizaj koant, hag he bleo du ; koantoh c'hoaz eged m'e-noa soñjet ; ha yaouank-tre. O selled ouz Nouel e oa-hi".
Taolenn ar bajenn-mañ
Embannet eo bet "Lod all a varv" e niverenn genta ar gelaouenn Brud e-kerz an hañv 1957. Er memez niverenn e oa eun danevell all diwar dorn eur hamalad braz da Ber Trepos, Charlez ar Gall : "Eur zadornvez Pantekost".
Hini Per Trepos on-ije bet karet embann war he hed er gelaouenn da geñver tri-ugent vloaz "Brud". Dre ma ne oa ket tu, eo bet kinniget da lennerien ar gelaouenn baper dond da lenn anezi amañ, war al lehienn-mañ.
Sur n'o-devo ket keuz da veza deuet.
Per Trepos
Ginidig e oa Per Trepos (1913-1966) euz Plozeved. Bet eo bet kelenner war ar heltieg e Skol-veur Roazon da genta, hag e Brest goude. Bet eo bet kenta rener Skolaj-meur al lizerou e Brest.
D'an ampoent e oa anavezet Trepos hag Helias evel Gwillou Vihan ha Jakez Krohen. Ganto o-daou e veze bouetet ha kinniget an abadenn vrezoneg sizunieg a zo bet skignet war Radio-Kimerh war-lerh ar brezel, adaleg 1946. En em anaoud a reent ervad dre ma oant o-daou euz ar vro vigoudenn.
Meur a wech eo bet advoullet "Lod all a varv", an danevell nemeti bet skrivet gand Per Trepos, na pa ve ken en dastumad "Danevellou euz an amzer-vremañ", e 1980, e ti Brud Nevez, da heul testennou all gand Charlez ar Gall, Per-Mari Mevel, Job Abasq, My Skaouidig, Kaorantin Riou ha Remi Derrien.
Sed amañ eur arroud diwar ar raglavar a helled lenn el leor :
"Enno oll e kaver eun hekleo euz an darvoudou en em gavet abaoe tregont pe bemp bloaz ha tregont hag euz ar pez eo bet chalet an dud ganto abaoe. Distro ar brizonidi d'ar gêr euz ar brezel ? Ar gouerien oh en em lakad da vanifesti. An divroa, ar hêriadennou dilezet evel m'eo bet dilezet ar chapeliou en o hreiz, ar skrapadeg dizeblant war teñzoriou eur bobl. An troh etre ar re yaouank hag ar re goz, etre eur bed o vervel hag unan all o tiwan. An diêzamant da zigemer estrañjourien er vro. Ar re goz o-unan, e kêr pe war ar mêz…
Teñval e vo kavet an danevellou-mañ, marteze. Gwirion int ive, avad, ha forlmuz. Fromusoh a ze pa 'h int bet savet gand tud hag a oar petra eo brezoneg, ha gand tud akuit da skriva…"
Per Trepos a oa bet tennet e boltred dezañ ive (izelloh a-gleiz) er studio Harcourt e Pariz, unan euz ar re vrudeta e Frañs a-bez. Diellou ti-kêr Plozeved.
Lod all a varv
Nouel a grogas en eur brank dero, hag a bignas war ar hleuz.
En tu dehou dezañ e wele eun ti hihan, souchet en eun draonienn, hag, eun tammig pelloh, eur gêrig all e-touez ar gwez ; war e zorn kleiz e oa tri di, unan anezo a zaou estaj. Pehini a oa Kerspern ?
Eul lamm a reas en-dro, war an hent, en eur gleved trouz eur harr. Eun den a oa o tond, gand daou varh o sacha war eur harrad grouan. Nouel a dostaas, war e bouez.
- Tenn eo ar grehenn, a hopas-eñ.
An den a zavas e benn : « Ho! Ho ! » Eur hwezenn zu a zivere war grohenn lintruz al loened.
- Ya, tenn eo ; hag ar grouan a zo pounner…
- Ha pell ema Kerspern ahann ?
- Kerspern ? O nann ; re bell oh deuet, eun tammig. aze ema Kerspern, a lavaras ar charretour en eur astenn e skourjez. An hentkarr, du-ze, a dlefeh beza kemeret…
- Ha ya ? Ne oan ket evid gweled an hent, euz an hent braz.
- Nann, kuzet eo, gand ar gwez dero. Alle, dia ! Pichar, Louisette !… Ha treid ar hezeg a skrabas mein an hent en-dro.
- Ya, an hent-karr a zo aze, war an dorn dehou, a gendalhas an den.
Nouel a valee en e gichen ; hag ar charretour a zelle outañ, beb ar mare.
- Da Gerspern emaoh o vond, neuze ?
- Ya, da Gerspern.
- N' oh ket euz ar vro, hervez ho prech, ha peogwir oh kazimant kollet ?
- Nann ; ar wech kenta eo din da zond amañ.
- Ya, ya… Ha setu emaoh o vond da Gerspern…
An den a reas eur zell all, outañ.
- N'emaint ket o vond da werza Park ar Stank, koulskoude, e Kerspern ?
- Feiz, n'on ket evid lavared deoh.
An den a zellas outañ en-dro.
- Kaoz 'zo bet, er bloavez paseet. Me a zoñje din e oah eun noter, pe unan bennag o labourad e ti eun noter.
Nouel a hoarzas.
- Nann, n'on ket. Mikanisian on.
- Ha ya ? Mikanisian? Klevet em-eus Katell o lavared Annaïg he-doa c'hoant da brena eur mikanik da wriad. Êz eo en eun ti.
- Ya, êz eo sur, en eun ti, eur mikanik gwriad ; dreist-oll gand bugale vihan. An hent-mañ. Neuze, a ya da Gerspern ?
- Ya, an hent-se eo ; hag an ti kenta a gavoh eo Kerspern.
- Mad-tre ; ne vin ket kollet mui. Kenavo d'ar henta.
- D'ar henta… Alle Pichar !…
Ar charretour a roas eun taolig skourjez d'e varh, lorh ennañ abalamour e oa bet fin a-walh da denna euz an den-ze, gand e zillad sul piou e oa, ha d'ober petra e oa deut da Gerspern ; eun dra da gonta da Gatell e-pad mern-vihan…
Nouel a ziskennas en hent-karr, hag a hejas e skoaz : eur mikanik gwriad ! Gwell a ze, ma krede ar charretour evel-se. Diêz e oa lavared dezañ perag e oa deut da weled Annaïg, intañvez Per. Per Gadona, e gamalad, lazet en e gichen, er bloavez daou-ugent.
Tri bloaz 'zo bremañ, a zoñje Nouel, en eur vond, goustadig, gand e hent. Me dlefe beza bet skrivet dezi, a-raog dond.
N'e-noa ket bet kemeret amzer da skriva. Eur zizun a-raog e oa c'hoaz en eun treñ marhadourez, kuzet etre daou zahad avaloudouar. Disul en Oriant, da weled e vamm hag e hoar. Hag hirio, da greistez, e Kemper, o klask eun okazion da zond amañ, da weled intañvez e gamalad.
Paour-kêz Annaïg ! Intañvez, da zaou vloaz warn-ugent ! Pemp warn-ugent, bremañ. Hag ar paotrig ? Triweh miz e-noa, pa oa lazet e dad. Pevar bloaz hanter… An amzer a dremen, memez er sklav, a-dreñv an neud orjal dreineg, en Alamagn.
Annaïg… Eur wech e-noa gwelet he fatrom, gand Per. Eur vizaj koant, gand daoulagad braz. Petra 'lavaro dezi ? O ! e-pad ma oa en Alamagn, o karga bagoniou douar ha mein war linenn an hent-houarn, e-noa soñjet alïez er homzou e-nefe lavaret dezi. Ha bremañ e oa hi aze, tost, en ti a 'n em ziskoueze euz etre ar gwez dero.
KaIon Nouel a dridas eun tammig. Hirio ne jomo ket pell ; eun hanter-eur, marteze ; a-walh evid ober anaoudegez ; goude ze kavo eur gwele en eun ostaleri er bourg, ha warhoaz vintin e teuio en-dro ; sur a-walh e tebrfent mern asamblez, gand ar paotrig ; ha da bemp eur nemed pemp e tremen ar Satos war hent Kemper. Diwezatoh, marteze, e teuio c'hoaz euz an Oriant, eur wech an amzer. N'ema ket re bell an Oriant euz Kemper…
Ne oa ket braz an ti. Eun estaj, ha daou vañsart : gwennkann e oa, gand ar gwiskad dour-raz e-noa bet nevezig 'oa, hag an abavañchou a oa bet livet glaz a-nevez. War eur prenestr e oa daou bod jeraniom.
Eur paotrig a oa o c'hoari, el leur, gand eun irvinenn hoeñvet a sklape ouz moger ar marchosi. E benn a droas en eun taol, pa glevas Nouel o tond.
Patrom e dad, a zoñjas Nouel, en eur glucha e-kichen ar paotrig.
- Te eo Perig, n'out ket ? a houlennas-eñ.
Hag e kemeras an dornig bihan en e hini. Ar paotr a stouas e benn, ha ne respontas netra.
Perig… Heñvel-beo ouz e dad ! Nouel a zantas eur spillenn en e galon.
- En ti ema da vamm ?
Ar paotrig a glaskas tenna e zorn euz dorn Nouel, hag a zalhe e zaoulagad war e votou, heb respont.
Nouel a glevas trouz e pondalez an ti, hag en eur drei e benn a welas Annaïg war an treujou.
Annaïg ? Annaïg e oa-hi, a dra-zur, gand he daoulagad braz, he bizaj koant, hag he bleo du ; koantoh c'hoaz eged m'e-noa soñjet ; ha yaouank-tre. O selled ouz Nouel e oa-hi.
Nouel a zavas, hag a yeas d'he haoud.
- N'anavezit ket ahanon, emezañ, n'eo ket gwir ?
Annaïg a glaskas, en eur zelled piz outañ.
- Ma Doue, nann. Ne gred ket din em-mefe gwelet ahanoh c'hoaz.
Nouel a vousc'hoarzas.
- Eo ; eur patrom ; n'ho-peus ket soñj ? Eur sarjant, hag eun adjudant. En Alzas e oam.
Annaïg a vousc'hoarzas ivez.
- Ya, soñj am-eus bremañ ; med an adjudant e-noa eur varo zu.
- Trohet eo bet, abaoe… Ha setu c'hwi eo… eo…
- Nouel. Nouel ar Here ; soñj ho-peus ?
- Ya, bremañ e teu soñj din. Ma, deuit tre.
Ar paotrig peg en he dorn, Annaïg a yeas en ti, Nouel war he lerh.
- An amann on bet o veska, hag ar geusteurenn a zo chomet war an daol ; n'em-eus ket bet amzer da ziahubi…
Nouel a 'n em gavas en eur gegin, hag eur zell a ziskouezas dezañ e oa eur gegin evel ma weler e peb leh war ar mêz. El leh ma oa bet eur ziminal vraz gwechall e oa bremañ eur fourno glaz, gand eur gorzenn arhantet ; war ar veselier e oa plajou fleurennet glaz ha ruz o lintra, patromou, bolotennou gwer… Hag en he zao, etre ar veselier hag eur pres melen, e oa skoaset eun orolaj vraz, he momeder alaouret o vond hag o tond, heb ehan.
- Ma 'z an da gas an traou-mañ d'an ti-lêz… a lavaras Annaïg, en eur zamma dindan he breh eur vasinad amann.
An nor adreñv a zigoras, ha raktal e oa hi en-dro, eun torchouer en he dorn, hag e daou daol pe dri he-doa sehet al lêz hag an dour diveret war an daol.
- War ar mêz e vez atao labour d'ober, a lavaras-hi. Med, ne jomit ket en ho sao ; taolit ho pouez war eur gador.
Nouel a oa o selled ouz he dioujod ruz ha yahuz, hag he bleo du dalhet gand diou grib.
- O, n'on ket gwall skuiz.
Azeza a reas war ar gador astennet dezañ. Annaïg a dennas diou werenn euz an armel, hag eur voutaillad jistr hanter-leun.
- Mar karit 'po gwin? Marteze ne gavit ket mad jistr ?
- Eo, eo, jistr eo ar gwella.
Annaïg a leunias e werenn, hag a gemeras eur veradenn eviti he-unan. Nouel a zelle ouz momeder an orolaj, o vond hag o tond ; ne ouie mui petra lavared. Sevel a reas e werenn, hag e stokas anezi ouz hini Annaïg.
- Ha n'eo ket bet re denn deoh du-ze ? a houlennas ar vaouez, goude eur pennadig.
Nouel a lakaas e werenn dirazañ.
- Ma Doue, a lavaras-eñ, krog er skeul a oa astennet dezañ, diêz eo lavared. Naon am-eus bet, e-giz ar re all ; hag anoued ivez, dindan ar glao, hag an erh ; ha va daouarn a zo bet tarzet aliez, p'oan peg er bal pe er pig. Med n'em-eus ket gouzañvet muioh eged ar re all ; nemed, marteze, p'on bet paket en-dro, ha kaset da RavaRuska…
Nouel a vousc'hoarzas da Annaïg, en he sao en tu all d'an daol.
- Med seurt traou a vez dizoñjet buan. Gwelloh eo delher soñj euz an traou plijuz - ha bez ez eus bet ivez traou plijuz - ha selled dirazor…
- Gwelloh eo, sur, a lavaras Annaïg. Hag a-walh ho-peus d'ober, evid en em lakaad en hent en-dro, goude tri bloaz.
Nouel a stouas e benn.
- Ya, a-walh a gavan ; kalz a draou iskiz a welan, hag eo red din dond boazet outo.
- Traou iskiz ? Petra 'ta? Tikijou ?
Nouel a hejas e skoaz.
- Ba ! Sur a-walh e sellan re biz… N'eo ket an tikijou ; med an dud. Va mamm ha va hoar o-deus kontet din traou ez eur deut boazet d'ober, en deveziou-mañ, evid kaoud dillad, boued, hag evid gounid arhant. An dud a ra traou, bremañ, hag o-defe digaset dismegañs warno ha war o famill a-raog ar brezel. Daou zevez 'zo eur hamalad, a grede din a oa onest, a zeuas da ginnig din mond gantañ war 'n hanter en eur seurt kenwerz rojou gwetur dre dan, evid dastum bernadou arhant e daou pe dri miz… Laerez an dud, ha laerez ar gouarnamant…
Annaïg a zellas outañ.
- Hag ho-peus lavaret nann ?
- Nann am-eus lavaret ; ha marteze on bet re rust gantañ.
Nouel a gemeras e werenn en e zorn.
- Me a zo o tond euz eur seurt retred, leh or bro-ni, hag on dud-ni, a zeblante ken kaer…
Penaoz lavared d'ar vaouez-se pegen bihan e oa eet e galon, en eur weled traou ha ne gomprene ket ? Ha penaoz lavared dezi pegeid e oa bet o hortoz ar mare-mañ, o hortoz beza amañ, en he hichen, evid kaoud fiziañs en-dro en dud ? Ha bremañ e oa dirazi, gand eun dra bennag o pismiga dezañ e greiz.
Perig, peg e tavañcher e vamm, e lagad war Nouel pa ne oa ket eñ o selled outañ, a zavas e benn.
- Petra ' zo, paotrig ? a houlennas Annaïg.
- Mond a rin bremañ, mamm ?
- Ya, kerz bremañ ; med arabad dit chom re bell da hoari gand Lusi… Da gerhad ar bara da di ar bouloñjer ema o klask mond, a lavaras-hi da Nouel.
Nouel a zellas ouz ar paotrig, o redeg er-mêz.
- Brasaet eo Perig, a lavaras-eñ. Siwaz, an amzer a dremen ! Med chomet eo heñvel-beo ouz e dad ; ar memez daoulagad, ar memez beg…
- War peseurt foto ho-peus gwelet anezañ ? a houlennas Annaïg.
- N'ho-peus ket soñj euz ar foto-ze ? Dindan eur wezenn avalou ; ho-tri, hag eur hi du bihan.
- Ya, soñj am-eus. Lom a oa deut da weled ahanom hag e oa gantañ e dennerez.
- Soñj ho-peus ? An heol a oa o para war ho pleo, hag eun tu euz ho pizaj a oa du…
- Ma, gwelloh soñj ho-peus egedon-me, a lavaras Annaïg en eur vousc'hoarzin.
Hag eur pennadig goude-ze.
- Selled a rit ouzin evel ma ne vefen ket ar vaouez e oah o soñjal kavoud, hirio…
Nouel a jomas sabatuet : divinet he-doa hi ar pez na ouie ket e-unan.
- N'on ket heñvel ouz ar patrom ho-peus gwelet ? a gendalhas-hi.
Eo ; heñvel-tre e oa hi ; re marteze.
- O ya, heñvel oh ouz ar patrom-ze… tennet tri bloaz zo…
Annaïg a azezas war ar gador a oa he dorn warni.
- Mad ho-peus anavezet Per ?
- Ya, mad ; ne gred ket din eo gouest unan bennag da anavezoud eun den evel 'm-eus henn anavezet.
Ar vaouez a zavas he 'fenn.
- Marteze gwelloh ma 'z anavezen anezañ va-unan…
- 'Hellfe beza gwir. Rag eur hamalad mad a oar alïez muioh eged eur vaouez. Ya, alïez, a-raog ma tigore-eñ e veg evid lavared eun dra, e oa va respont prest ganin, rag gouzoud a reen petra 'oa en e benn ; hag a-wechou e chomem pell heb komz ; ne oa ezomm ebed da gomz ; gouzoud a reem petra edo egile o soñjal.
- E peleh ho-peus anavezet anezañ ?
- Er skol, evid beza is-ofiser.
Nouel a oa o c'hoari gand e bibenn.
- Ne gomzan deoh nemed euz ni on-daou. Ha koulskoude… N'ouzon ket penaoz lavared seurt traou-ze deoh… Ne oa ket eñ eun den da veza atao o komz diwar-benn e gêr, e wreg, e baotrig, hag o tiskouez fotoiou. Din-me, a-wechou, e komze… Hag eur foto am-eus gwelet…
Annaïg a vousc'hoarzas.
- Ma ! din-me, pa oa deut d'ar gêr evid eisteiz, e-neus komzet alïez euz e gamalad.
Nouel a zavas e benn.
- Setu e ouzit diwarnon ar pez a zo da houzoud ?
Annaïg a hoarzas.
- O nann ! Rag evidon-me, ha na anvezen ket ahanoh, ar geriou-ze a oa dizoñjet buan. Med leuskel a reen anezañ, peogwir e ree plijadur dezañ.
- Gwir eo. E-pad an deveziou-ze, beza en e gichen, selaou anezañ, heb kleved ar homzou… Ne ouie ket eñ ne oah o selaou nemed gand eur skouarn… Kontet e-neus din ar bermision-ze. Ha goude, soñj ho-peus euz ar bleuniou, kaset deoh gantañ, e miz mae ?
- Ar bleuniou ?
- Ya, en eul lizer ; louzou an hañv. Din e-noa lavaret e oa kustum da ginnig deoh ar bleuniou-ze, beb bloaz. Ha klañv e oa abalamour ma ne gave hini ebed el leh ma oam. Hag eur vintinvez, pa oan c'hoaz em gwele. e teuas d'am hambr, laouen. N'ouzon ket ped leo e-noa baleet a-raog kavoud ar bleuniou-ze, en eun draonienn. Soñj ho-peus anezo ?
- Ma Doue…
- Bleuniou ledan, gwenn, gand eun tammig glaz ? N'em-oa gwelet morse louzou an hañv ken brao. Soñj ho-peus ?
Annaïg a stouas he 'fenn.
- Tri bloaz a zo abaoe…
Nouel a zellas ouz e bibenn.
- Ya, tri bloaz 'zo… N'ouzon ket penaoz em-eus dalhet soñj, me ; marteze abalamour ma oan du-ze en Alamagn, o veva war an traou tremenet, hag an traou da zond.
Tenna a reas eur pakad butun euz e jakod, hag en em lakaas da leunia e bibenn.
- Gwelloh soñj ho-peus egedon-me.
Geriou ar vaouez a zeuas dezañ en-dro. Hejal a reas e skoaz.
- Traou tremenet. Traou displijuz, hag ivez traou plijuz. A-wechou e teuem a-benn da ziskenn e kêr…
Nouel a hoarzas.
- Ha pa ziskenn soudarded e kêr…
Annaïg a zellas outañ:
- Petra 'ta ?
Nouel a zavas e zorn.
- Ba !… evel bugale : c'hoarzin, eva, kavoud berr an amzer…
- Ha merhed ivez ?
Nouel a hejas e skoaz.
- Me zo paotr yaouank…
- Ha Per ?
Nouel a zellas ouz he bizaj, rusoh eged bremaïg.
- Petra lavarin deoh ?
- Gouzoud a rit mad. Ha dizoñjal ahanon a ree Per, a-wechou ?
Pibenn Per a gouezas euz e zorn, hag a ruillas war an douar.
- Ha petra lavarfeh ? emezañ.
- Ma Doue…
He 'fenn a stouas en-dro.
- Petra 'm-mefe da lavared ? Ha pa nefe tennet plijadur euz an nebeud deveziou a jome gantañ ?
An nor a zigoras, ha Perig a oa en ti, eun dorz vara gwenn gantañ dindan eur hazel. Annaïg a zavas en he zao, hag a lakaas ar bara war an daol.
- Mad-tre, paotrig. N'out ket bet re bell. Kerz da hoari, bre¬mañ.
Perig a zellas ouz Nouel, hag a yeas er-mêz, war e giz.
Nouel a zastumas e bibenn diwar an douar, hag a lakaas tan warni.
- Nann, emezañ ; n'ho-peus ket aon da gaoud. E-pad an ne¬beud deveziou e-noa c'hoaz da jom beo, n'oh ket bet dizoñjet gantañ ; morse ; na c'hwi, nag ar paotrig bihan… Hag eñ ? a houlennas, en eur zelled ouz an nor. Soñj e-neus c'hoaz ?
Annaïg a hejas he 'fenn.
- N'e-neus ket.
- Tamm soñj ebed ? Ha ne gomzit morse dezañ euz e dad ? Ha pa wel eñ ar fotoiou ?
Annaïg a azezas en-dro.
- N'oh ket evid kompren pegen tenn eo bet din, er miziou kenta… Perig, atao, o houlenn penn diwar e dad… Tad… E peleh ema ?… Pezavare e teuio d'ar gêr ?
He mouez a grene.
- N'hoh ket evid kompren pegen tenn e oa. Hag ar fotoiou am-eus kuzet en armel. Ha morse, goude, n'em-eus komzet dezañ euz e dad.
- Ha setu n'e-neus soñj ebed ?
- Soñj ebed… Ha gwell a ze…, a lavaras-hi, en eur zelled outañ, gand he daoulagad du.
Nouel a zavas.
- Ma… Ne grede ket din eun den a veze bet dizoñjet ken buan. Tri bloaz 'zo. Gwir eo, ar pez a lavaras Per din eun abardaez : « Ba ! ma vefem lazet ? Nann, ne varvim ket dioustu ; eur miz pe zaou, c'hoaz, pe dri, d'an hirra, gand ar re a gar ahanom ; ha goude, an amzer a dremeno ; an amzer a dremeno buan ; ha neuze e teuio an dizoñj, hag ar maro… » Ya, deut eo ar maro, warnañ.
Nouel a oa troet e gein gantañ d'ar prenestr, hag a oa o selled ouz an orolaj.
- Maro eo. Soñj am-eus, euz an nozvez-se ; e-giz pa vefe bet deh. Eul leor a oan eet da gas dezañ, d'an abardaez. Ne oa ket en e doull-skoach ; d' ober eun dro e oa eet, da lakaad ar hedourien en o 'flas… Eur hard-eur e oan bet o hortoz anezañ, pa 'm-eus gwelet daou zen o tond, daoubleget ; eñ, hag eur zoudard… Ha kerkent, taoliou fuzul ; pemp pe c'hweh Alaman, deut d'ober eun dro-noz. Ar zoudard a gouezas en eun taol ; Per a jomas eun tammig en e zao, ha goude…
Momeder an orolaj a yee hag a zeue.
- …War va hrab:anou on eet da gerhad anezañ ; neuze eo am-eus paket an tamm plomm-ze em skoaz… Pa 'z on erruet, e oant o-daou, war an douar… Maro… Per e-noa eun toullig bihan, e-kichen e skouarn gleiz, o wada…
Nouel a zistroas d'ar prenestr ; Annaïg a oa ganti he 'fenn war an daol, o leñva. Mouez Nouel a gouezas.
- N' on ket evid lavared deoh pegen diêz em-eus kavet… Ha diêz, ivez, abalamour ma soñjen en ho poan, amañ, pa ho-pefe bet ar helou, gand ar mêr, pe gand paotr al Iizerou…
Annaïg a leñve.
- Ma ouifeh… a lavaras-hi, ma ouifeh pegen…
He 'fenn a gouezas war an daol.
Nouel a zeuas en he hichen.
- Ma 'm-mefe gellet sikour ahanoh, da neuze… Beza en ho kostez… Lavared deoh em-oa poan, ivez… Rei deoh da houzoud e oan aze…
Annaïg a zellas outañ, en eur zehi he daerou.
- Ya, gouzoud a ran, a lavaras-hi, e hellen konta warnoh.
Nouel a lakaas e zorn war he skoaz.
- Ha bremañ ? Marteze n'eo ket re ziwezad… Dalhit soñj ho-peus eun amezeg, amezeg Per, e wella amezeg, prest da skoazia ahanoh ho-taou, Perig ha c'hwi…
Nouel a oa ivez daerou en e zaoulagad.
- N'ouzon ket petra on gouest d'ober evidoh… Med eun amezeg ho-peus. Dalhit soñj. Ha va mamm, ha va c'boar, a vefe ivez kontant da weled ahanoh, du-mañ…
Annaïg a jomas eun tammig heb komz, hag eur mousc'hoarz trist a zeuas war he muzellou.
- Trugarez, a lavaras-hi. Plijadur am-mefe, a dra-zur… Med an Oriant a zo pell. Hag ouspenn…
He mouez a grene.
- Dimezet on en-dro.
Nouel a zavas heb eur ger.
- …Ya, a gendalhas-hi, c'hweh miz 'zo…
- Dimezet oh en-dro ?
- Ya ; da Lom ; eur hamalad all da Ber.
Nouel a zellas outi. Petra lavared ?
- Ha Perig ? emezañ, gand eur vouez all. Perig a lavar tad dezañ, bremañ, neuze ?
- Ya ; bremañ 'neus eun tad… Ennañ em-eus soñjet pa 'm-eus kemeret Lom.
Nouel ne lavaras ger. He daoulagad a bare warnañ.
- N'emaoh ket o vond da rebech an dra-ze din, emichañs ? Ne gomprenit ket… Ne gomprenit ket, a lavaras-hi c'hoaz. O, gouzoud a ran, n'eo ket evid ar paotrig e-unan on dimezet en-dro… Pemp bloaz warn-ugent am-eus… Ha c'hwi a zo deut amañ, da rebech din beza greet va buhez en-dro…
Ne ouie ket Nouel petra lavared.
- Nann… ne rebechan netra deoh… Ha n'am-eus gwir ebed d'henn ober, ouspenn…
- Gwir ebed ? Eo ! Amañ emaoh, deut dre berz Per…
He 'fenn a gouezas en-dro war an daol.
- …Dre berz Per, da zigas soñj din, da rebech din beza kendalhet da veva, goude e varo… Ha koulskoude…
Da leñva en em lakaas en-dro.
- Eñ, e-nefe komprenet… Kared a ree ahanon… Ha c'hwi, abaoe ma 'z oh deut, a zo bet o klask ober poan din… Ar fotoiou, ar bleuniou, ar merhed fall… Hag… Hag e varo…
He difronkadennou a heje he diouskoaz.
Nouel a jomas hep fiñval, gand eun dra bennag krog stard en e galon. Gwir e oa. Pep hini euz e gomzou e-noa dibabet evid digas soñj dezi en-dro ; hag ar zoñj a ree droug dezi. Dond a reas en he hichen.
- Komprenit ahanon, ivez… Tri bloaz 'zo, gwir eo. Med evidon-me, an tri bloaz-se ne gontent ket… N'em-eus ket bevet… Nann, ne gontent ket, an tri bloaz-se. Ha Per, evidon-me, a varvas deh…
Annaïg a zavas he 'fenn, hag a zellas outañ.
- Ha setu perag oh chomet souezet en eur weled ahanon ? O soñjal kavoud eun intañvez e oah, gwisket e du, hag o leñva ?
Nouel a hejas e skoaz.
- Marteze… Komprenit… Evidon-me, Per a varvas deh.
Annaïg a zavas.
- Dizoñjal a reoh ivez, e-giz ar re-all ; ar vuhez a vo treh deoh, hag a zeuio etrezoh.
- Digarezit ahanon… Gouzout a ran bremañ pegen kriz on bet ganeoh ; ha mez am-eus.
Ar vaouez a gemeras eur zelviedenn, hag a drempas eur horn anezi en dour.
- Gwelloh eo din gwelhi va daoulagad, abalamour d'ar paotr, ha da Lom… Nann, a gendalhas-hi, n'ho-peus mez ebed da gaoud. Gouzoud a ran 'oah gwella kamalad Per. Hag eur gwall daol eo bet evidoh kavoud e intañvez dimezet en-dro…
Nouel a zellas outi, en eur vousc'hoarzin.
- Ya… Ha koulskoude, a lavaras-eñ, pa zoñjan mad er pez a oa em 'fenn, e kredan 'oan o vond da houlenn ahanoh da zimezi…
Annaïg a vousc'hoarzas ivez, hag a zellas ouz ar prenestr. Trouz eur harr a oa klevet, war an hent, hag eur pennadig goude e oa ar harr el leur ; ha mouez eun den a hopas : « Ho ! Robin ! Drr… ! Aze emaout, paotrig ? Te 'to anoued, azezet war an douar… »
Annaïg a droas ouz Nouel.
- Va gwaz, emezi, Lom ; o kerhad eur harrad melchon eo bet.
He mouez a oa plên, ha sioul, bremañ ; evel ma vije bet dizammet, pe c'hoaz dihunet mad, ha dizoñjet ganti he huñvreou displijuz. Nouel a zavas.
- Nann, nann, chomit azezet. Bremaïg e teuio Lom en ti.
Hag er memez amzer Nouel a glevas Lom, o komz ouz ar paotr, el leur.
- Ha ya ? Eun den ? Mad-tre, mad-tre. Tuchantig e vo gwelet. Deus ganin en ti ; yen eo bremañ.
E votou-koad a skiltras war simant an ale, hag an nor a zigoras.
- Tud 'zo, hervez ar mod ?
Nouel a welas eun den tregont vloaz, braz ha kapabl, liou ar yehed warnañ ; eur vizaj digor, ha plijuz.
- An den-mañ eo Nouel ar Here, euz an Oriant, a lavaras Annaïg.
Lom a astennas e zorn.
- Ha ya ? Penaoz ema ar bed ? Klevet em-eus hoh ano, gand Annaïg, ha gand Per. C'hwi a oa kamalad Per ; ha c'hwi a oa en e gostez pa oe lazet. Ya, klevet em-eus. Chomit azezet.
Azeza a reas Lom ivez, hag e houpas ar paotrig war e varlenn.
- Ya, soñj am-eus. Paour kêz Per ! Ma ! Er mod-se ema ar vuhez. Lod a vev koz, ha lod-all a varv, ez-yaouank…
Annaïg a lakaas eur werenn dirag he den, hag a ziskargas dezañ eur bannah jistr.
- Yehed mad, a lavaras Lom. Ha koulskoude n'oh ket deut espres euz an Oriant da weled abanom ?
Nouel a gemeras e werenn ivez, hag, heb gouzoud perag, a lavaras eur gaou, en eur hoarzin.
- O nann ! Digouezet eo din dond da Gemper ; hag eo deut ar zoñj din ober diou pe deir leo muioh, evid gweled ahanoh. Peogwir e oan deut ken tost…
- Penaoz ho-peus gellet dond beteg amañ ?
- Eur hamion am-eus kavet, bet e Kemper o kerhad marhadourez, hag o vond da Blozeved…
- Ha, ya ? Fañch Ansker, marteze ?
- Ya, dres. Sammet e-neus ahanon war blasenn Lokorn, e Kemper, hag eun hanter-eur goude on diskennet e penn an hent.
- Eun den tre, Fañch Ansker, eme Lom, hag eur poanier. Med me zoñje din e oah prizoniad ?
- Bez' e oan ; med gellet am-eus dond kuit a-raog ar re all.
- Ha ya ? Tennet ho-peus ho treid ganeoh ?
Lom a hoarzas ha Nouel a hoarzas ivez.
- Ya, tennet em-eus va zreid ganin.
- Ma, gwell a ze. A-walh a dud a zo chomet du-ze c'hoaz. Annaïg, ha prest eo ar hafe ? Kazi sur ho-peus naon, n'ho-peus ket ? a lavaras-eñ da Nouel. Deut eo mare mern vihan…
- Nann, nann ; ha kennebeud, n'am-eus ket amzer.
Eun taol-sell a roas d'an orolaj.
- Ma Doue ! Peder eur bremaïg… Poent eo din mond.
- O, homañ a zo atao eur hard-eur pe ugent munud re abred. N'eo ket c'hoaz muioh eged peder eur ha deg. Chomit azezet. Ar Satos a dremen da bemp eur nemed pemp ; ha n'ho-peus ket muioh eged eur hard-eur bale.
- Nann, nann, gwelloh eo din mond.
Lom a lakaas e zorn war an dorz vara.
- Ha koulskoude. a lavaras-eñ, n'eo ket en Oriant ho-peus bara gwenn e-giz-se. Diêz eo sur a-walh 'n em veva en Oriant, n'eo ket ?
- N' eo ket êz, nann. Hag amañ ?
Nouel a vousc'hoarzas.
- O, amañ, dond a ra unan da zioueri anezañ.
Lom a zellas ouz e vaouez.
- Annaïg, te 'teus mesket an dienn hirio. Lak eul lur amann d'an den-mañ 'ta ; peogwir e oa eur hamalad da Ber…
Annaïg a zellas ouz an daou zen, hag a yeas dre an nor a-dreñv, d'an ti-lêz. Ar paotrig bihan a ziskennas euz barlenn Lom, hag a daolas war he lerh.
- Ya, a lavaras Lom, en eur denna eur pakad butun euz e jakod, paour kêz Per… Maro eo… Tri bloaz 'zo bremañ… Maro… Ne dalv ket ar boan dispaha an traou tremenet, mond da duria douar ar re varo. N'eo ket yahuz…
Sevel a reas en e zao, evid mond da gemer eur hlaouenn, er ziminal.
- Nann, a lavaras c'hoaz, en eur ober eun tammig moged gand e zigaretenn, n'eo ket yahuz. Annaïg he-deus leñvet, 'ket 'ta ? Ruz eo he daoulagad.
- Ne ouien ket e oa hi dimezet en-dro, a respontas Nouel, en eur zelled outañ.
- Eo ; c'hweh miz 'zo ; ar gwella tra dezi d'ober.
Lom a azezas en-dro.
- Ya, emezañ, ar re varo a zo maro ; hag ar vuhez a dle atao mond war-raog… Ha, ha pouezet 'teus an tamm amann-ze ? a houlennas-eñ gand Annaïg, a oa o tond en ti en-dro, an amann en eun tamm paper ganti en eun dorn, hag eul loa goad en dorn all.
- Nann, emezi, n'eo ket pouezet. Med war-dro eul lur a zo 'barz, eun tammig muioh, marteze, hag e kemeras eur penn sifel ha paper rouz evid farda eur pakad.
Nouel a zankas e zorn en e jakod.
- Pegement eo al lur amann amañ ?
Lom a zavas e zorn.
- Nann, nann, netra… Evid eur hamalad da Ber !…
Nouel a vousc'hoarzas.
- Ma, trugarez braz. Ar merhed, du-mañ, a vo laouen. Ha bremañ eo poent din mond.
Lom a zavas ivez, hag a houlennas, e-pad ma oant o-zri o vond er-mêz.
- Peseurt micher a rit en Oriant ? Munuzer oh, n'oh ket ?
- Nann, mikanisian on ; med kazi sur bremañ emaon o vond da werza rojou otoiou, war 'n hanter gand eur hamalad.
- Ha ya ? Rojou otoiou ? Aferiou mad a zo bremañ d'ober, hervez ar mod, gand ar seurt traou-ze ; ha bernadou moneiz a hounezer buan.
Daoulagad Nouel a gouezas war re Annaïg, hag eñ a droas e benn.
- …Ma ! a gendalhas Lom, n'ho-peus ket muioh eged eur hard-eur bale, evid mond d'ar hroaz-hent. En eur vond a-dreuz ez afeh buannoh. Med gwelloh eo deoh kemer an hent braz, gand aon na 'n em gollfeh… Kenavo, eur wech bennag.
Ha Nouel a zantas eun dorn rust o starda e hini.
- Kenavo, a lavaras ivez Annaïg ; Perig, lavar kenavo 'ta, paotrig.
Med Perig a guzas e veg e tavañcher e vamm. Lom a hoarzas.
- Gouez eo eun tammig.
Ha Nouel a 'n em gavas war an hent en-dro. Kerzed a ree, buan ; ha geriou a oa o tañsal en e benn : « Ar Satos, da bemp eur nemed pemp… N'am-eus ket amzer da goll… » Ha geriou all, goude : « Ya, maro eo… Ar re varo zo maro… Ar vuhez a dle mond warraog… Kamalad Per… »
Chom a reas krenn, en e zao, o selled ouz ar pakad bihan a oa gantañ en e zorn. Hag en eur gemer e hent en-dro, en em lakaas da hoarzin.
- Eul lur amann… Peogwir e oah kamalad d'ar paour kêz Per !…
Enezenn an Dreneg
Pask 1950
Per Trepos
Bet embannet evid ar wech kenta e Brud
niv. 1
hañv 1957
Evid lenn oll bennadou Brud Nevez 315
war o hed
Ar gwella tra a hellfeh ober eo prena anezi :
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou