Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 315
Lodenn ar helaoui : Japan, ar repuidi, M. Madeg…
Iskiz ar zantimant a zav ennoh p’en em gavit e bro-Japan… Fin miz Ebrel 2017 on bet eno evid ar wech kenta. Eur veaj verr, med dedennuz ! Tost ha dihortoz en eun taol eo ar vro hag an dud. Braz, braz, braz, ledan hag uhel !
Taolenn ar bajenn-mañ
Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid gelloud lenn ar pennadou-mañ war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 315 a-bez war baper pe e stumm pdf.
Dorn-ha-dorn gand ar repuidi
Greet e-neus Paul Martin, a zo deuz Bro-Aostrali, eur gefridi c'hweh miz e Bro-Liban da zikour repuidi. Goude, e-neus divizet dond da Vrest da beurzeski galleg. Tiegez-digemer om evid seurt tud, ma famill ha me, ha deuet eo da jom ganeom. Eur blijadur hag eun enor eo bet tremen eur zizunvez gand eur paotr ken kizidig ha karantezuz. C’hoant 'm-eus bet d'atersi anezañ evid lennerien Brud-Nevez.
Maïwenn Morvan : Tremenet 'peus c'hweh miz e Bro-Liban evid sikour repuidi sirian. Kontit din petra a hoarvez du-hont, mar plij.
Paul Martin : Abaoe penn kenta ar brezel eo bet red da 5 million a Sirianed cheñch leh. Mond a ra eur halz deuz outo d’ar broiou nesa : en Turki, er Jordani, en Irak ha piou 'nefe soñjet e hellhje Irak beza eur repu ?! hag el Liban. Du-hont, eun den diwar bevar a zo bremañ eur repuad. Brokuz eo Bro-Liban, med pounner-tre eo evid ar vro, evel just. Labouret 'm-eus e traoñienn ar Bekaa evid Poellgor-Meur ar Broadou Unanet evid ar repuidi hag evid ar Groaz ruz. War-dro an hanter deuz ar repuidi o-deus kavet eul lojeiz. Med aliez e vezont o chom e lehiou diyah, en eur hraou pe en eun uzin goz bennag. Hag e kampou ema an hanter all o chom. Kampou bihan a zo 3 000 e traoñienn ar Bekaa !
Hervez lezennou al Liban, n’eo ket sklêr hag-eñ o-deus droed ar repuidi da labourad. Med kalz diouto a ra, dreist-oll e feurmou an draoñienn. Ne vezont pêet nemed 10 pe 20 % deuz ar gopr normal ! Ha digas a ra se kudennou d'ar re baourra euz Libaniz, diêsoh-diêsa deze kaoud labour dre ma koustont kerroh eged ar Sirianed. Ouspenn ze, eo diêz ar vuhez dindan teltennou er hampou, evel just. Tomm-tre en hañv, yen-sklas er goañv. Erh 'vez memez. Ha bugale o vervel diwar-goust ar yenijen…
Petra a rit evid sikour an dud-se ? Da skwer, petra e oa ho labour e Bro-Liban, resiz ?
Rannet e oa ma amzer etre daou. Da genta em-oa da gontrolli ar zervijou yehed war an dachenn, da lared eo gwiria labour an aozaduriou e-mêz-gouarnamant hag an implij a reer euz an arhant. Tremen mad a ra an traou dre vraz. Med kudennou 'vez eur wech an amzer. Prienti ar raktresou evid pez a zell an dour hag ar yehed a ranken ober ivez, ha resisaad ar strategiez evid 2017.
Petra 'neus roet deoh ar youl d'ober an oll draou-ze ?
D’am soñj o-deus ar broiou pinvidig eun tamm abetegez e-keñver ar bed a-bez. Daou vod disheñvel a zo evid sikour : rei arhant pe labourad war an dachenn. Ne faot ket din ober skol da zen ebed, med setu ar pez a zoñjan-me. Levezonet on bet a-vihannig gand traou am-eus bet klevet en iliz : "red eo sikour ar re all". Laouen on o weled e labour kalz ilizou Bro-Aostrali, ar re gatolik hag ar re brotestant, evid sikour ar repuidi […].
Komzou dastumet ha troet gand Maïwenn Morvan
Ober tro bro-Japan en eur 8teiz ?
Iskiz ar zantimant a zav ennoh p’en em gavit e bro-Japan… Fin miz Ebrel 2017 on bet eno evid ar wech kenta. Eur veaj verr, med dedennuz ! Tost ha dihortoz en eun taol eo ar vro hag an dud. Braz, braz, braz, ledan hag uhel !
Memez ekonomiez evid hini broiou ar Hornog 'zo du-hont, hini ar marhad. Kavet e vez staliou-labour, staliou-koñwerz dezo anoiou etrevroadel brudet : Toyota, Nissan, Panasonic, Chanel, Dior, McDonald, ha… Le Bihan. Bochadig tud a ya da vro-Japan da labourad, da zevel staliou a beb seurt.
Aze eo Le Bihan ano eur baraer lennet war eur skritell e lizerennou braz war eur pez mell savadur, war vord ar ster Sumida. E japaneg hag e saozneg aliez-mat e vez kavet titourou, e-giz war ar panellou-hent da skwer. ‘Spenn da ze e plij da Japaniz rei anoiou saozneg pe galleg d’o stal : “Les délices du palais”… N’oh ket evid boud kollet-mik neuze […].
Divennet butuni, nemed…
Memestra vez gwelet traou “a-dreuz” eun tammig ive. O vont da baka eur banne 'barz eun davarn vihan, dibabet dre zigouez e estaj kenta eur savadur, om bet mogedet gand butunerien. Divennet groñs butuni el lehiou boutin, med amañ eo e-giz er broiou all… Ha dre ma oa eur zizunvez “koñje” d'ar mare ma oam eno, e oa memestra tud o riboulad diouz an noz, sonerez uhel 'veze klevet, tud oh eva beteg re hag o flapad a vouez kreñv er strêdou…
Gand kement-se a dud e hellfe boud al lehiou louz ha divalo. Ket ! Souezuz ha plijuz evel just bale barz ar strêdou, ar parkou, er savaduriou heb c’hwez fall na loustoni enne. Padal e vez roet sehier plastik a-leiz ! Sur n’eo implijet ar “furoshiki” — an doare da holoi profou gand danvez lien — nemed er vuhez prevez. Er staliou vez lakaet paper tro-dro d’ar madou ha taolet 'barz eur zah plastik goude […].
Boutonou da strinka dour klouar war ho feskennou…
Ne hellan ket chom heb kaozeal euz ar priveziou. Du-hont eo red kemer e amzer evid mond d’ar priveziou ive. Eur wech echu hoh afer ganeoh, n’eo ket gand paper vez torchet ho penn-a-dreñv ganeoh, med… gand dour. Eur sistem-tredan zo gand boutoniou da boueza warne. Unan evid strinka dour klouar war ho feskennou ! Unan all evid an avelig sioul a zeha ho krohenn !
Ha ma ne blij ket deoh pa vez klevet trouz ho korv, ez eus tu da lakaad eun doare sonerez izel pe greñv da veza klevet ! Eur gador-uhel zo staliet douz ar voger, d’ar gerent da lakaad o babig e-barz 'benn beza sioul evid ober o feadra. Hag eur “rond” evid degemer an disglavier ! […]
Naig Daouphars
Taolit eur zell, amañ just dindan, deuz fotoiou Naig !
Eur geriadur all ?
E zoñj e-neus greet Mikael Madeg sevel eur geriadur euz brezoneg Leon. Eur geriadur c'hoaz, emezoh ? Seiz pajennad fonnuz a ra ar studi e-neus skrivet evid Brud Nevez 315. Da zikour ahanoh da intent euz a betra zo kaoz gantañ, setu amañ eil-titlou e bennad, e-noa skrivet e 2015. Ha war-lerh, eul linennou bennag diwar e bluenn.
N'eus geriadur ebed euz brezoneg Leon ?
[…] Digand ped "Leonad leoneger" 'm-eus bet tro da zeski tra pe dra ? Ha dreist-oll abaoe m'emaon e kreiz Bro-Leon, e Sant-Tounan, o chom, savet ti deom amañ e 1983. Desket da genta, aliesa, gand va zud-kaer, na veze nemed brezoneg etrezo. Eñ, Jean-Pierre, "Jañpi", Roue, ganet e 1925 e Plouedern. Hi, Anasthasie Berregar, ganet e 1927 e Gwineventer (ha beo 'tao p'emaon o skriva). Ouz taol, da lein vraz ar sul, 'pad bloaveziou, ne veze nemed brezoneg. Ha daou hant metr hepken 'zo etre an daou di.
E-giz ma ra, kalz pe nebeud, a-leizig a nevez-vrezonegerien, e notennen ar pez 'gaven kenteliuz ha bouetuz en o haoze. Muioh eged kalz, marteze, pa oan eun tamm yezour ha, dreist-oll, fonetikour. Ped a dud, etre toud, em-eus sevenet enklaskou yezel en o ser ? Dastumet diwar-benn lesanoiou, lehanvadurez, micheriou 'zo, mojennou… Moarvad kreñv da vil pemp kant, bet e kement parrez 'zo toud e Leon. Setu em-oa berniet notennou war dammou paper a beb seurt, urz ebed en o zouez.
Kenta difouchet, a-greiz-pep-kreiz e penn kenta 2015 eur mennoz droch nevez all diouz va boulienn, war-lerh na pedig all 'm-oa bet, lod eet an tenn er hleuz ganen abred pe ziwezad, lod all kaset da benn hag eet da garga peb a leor, pe veur a hini.
Daonet ! N'eus geriadur ebed euz brezoneg Leon !
Eo ! Sañset ez eus […]
Petra eo ar fal "ofisiel" ?
Petra eo va fal, goude beza sklêr ne vo ket tizet a-bez ? Sklêr eo e karjen e vije e-barz an oll heriou zo bet implijet dre gomz gand Leoniz. Sotad ha dibosuplad tra da zeveni, evel-just ? A-walh 'm-oa diskoachet geriou da vare enklaskou evid her gouzoud re vad va-unan. Na ped ger a vank er geriaduriou-ze eo dre eur gaoz pell diouz neb enklask war ze e oant bet klevet ganen. Penaoz, dres, diskoacha geriou na ouezer ket ez eus anezo ? Penaoz kredi, end-eeun, e heller digeoia an oll heriennou 'zo bet gouezet 'hed e vuhez gand eun den ?
Gwasoh c'hoaz, d'ar spered bernia ma z on, ar pal uhella 'vije kaoud an oll heriou-ze, tra dibosubl ma z eus, hag ouspenna peb a gartenn diwar o fenn da ziskouez penaoz e vezent distaget dre stumm an atlasou yez.
Dre ma oan krog, e-ser va mamm-gaer, da ober enklaskou siriuz, ouspenn an anad ma z eo pa z eer da duria en daou atlas 'zo dija, e teue war-wel din eo kalz luzietoh an danvez eged an disfi a hellen kaoud a-raog.
Setu neuze ar pal "ofisiel", brao ma hellin tostaad outañ diwar 50 % : an oll heriou, d'o heul notennou da frêsaad ster hag implij, diouz red, distagadur(iou), ar mod d'o flanta e frazennou, hag, erfin, an troiou-lavar e vezent kavet enno. Ouspenn an troidigez(iou) e galleg […].
Abaoe ?
Abaoe 1995 n'eo ket chomet va daou droad er memez botez. Gwelet ganen tremen 220 den e peb leh e bro Leon, ha c'hoaz e welin. Echu kriba geriaduriou 'zo ha bet meur a zouezadenn. An dipitusa ? Diwarno eo dibosubl beza peurzur peseurt geriou'zo eus Leon ha pere n'int ket.
Da weled bremañ eo pevar leoriad a rin ma mo amzer, nerz hag e se. Ouspenn ar geriadur bizet ganen da genta em-eus dija peadra da skriva, ha santimant klokaad :
Labour deg vloaz, 'skriven e 2015 ? Pe ouspenn…
Mikael Madeg
“Diwar an ero” :
ar prisiusa pladennou kan-ha-diskan
Deg vloaz zo eo eet Loeiz Ropars da anaon : da geñver an degouez-mañ ema Al Leur Nevez, ar gevredigez bet savet gantañ e-kerz ar bloaveziou 1960, oh embann enrolladennou prisiuz euz ar mare etre 1949 ha1967. Da genta, Roje ar Beon hag e-neus kanet « deuz » Loeiz e 1949, enrollet gand Claudie Marcel-Dubois euz mirdi an ATP, Pariz.
Da eil Katrin Gwern, unan euz ar gwella kanerezed a zo bet biskoaz e bro ar Meneziou, enrollet evid ar wech kenta e 1954 hag embannet ar bloaz war-lerh gand Mouez Breiz. Gavotte de Bretagne, eur bladenn 33 tro 30 sañtimetr, enrollet e Pariz e 1957, gouestlet penn-da-benn d’ar han e mod bro ar Meneziou, zo bet sur-walh an hini vrudeta, rag a-drugarez dezi eo deuet ar han-ha-diskan da veza anavezet eun tamm e peb leh, ha n’eo ket e kreiz Breiz-Izel hepken.
Kloka antologiez eun terrouer
Goude beza bet greet anaoudegez gand Jean-Michel Guilcher, a oa neuze o paouez souten e dezenn vrudet La tradition de danse populaire en Basse-Bretagne, eh embannas Loeiz teir bladenn 33 tro 25 sañtimetr (Mouez Breiz) gand ar ganerien ba’n dañs, ar pez a oa kalz gwelloh evid al liamm etre kan ha dañs.
Ouspenn ar re o-doa paket eun tammig brud araog, e oe klevet, e-touez reou all, Gwillou Rivoal, Frañsou Menez ha Pierre-Jean Motreff. Ken e heller en em houlenn hag-eñ n’eo ket pladennou Loeiz Ropars kloka antologiez eun terrouer resiz euz Breiz-Izel.
El leor, ennañ 48 pajennad, e kaver keñver ha keñver an testennou brezoneg war o hed hag an droidigez halleg anezo, eur pennad kenteliuz gand an etnologour Yves Guilcher, ha testeni fromuz Herri Gourmelen, bet diskibl ha diskaner da Loeiz Roparz.
Gilles Goyat
An 2 CD, klenket en eul leor a 48 pajennad, a goust 19,90€. Kavoud a heller anezo
E mod-all e hall lennerien Brud Nevez prena beb a skwerenn war-eeun diganeom heb mizou-kas ouspenn. Evid se, mond e darempred war-eeun gand Jefig Ropars
Brud a-nevez !
Sed amañ ar pennad e-noa kaset deom My Skaouidig, goude beza digemeret an eil diweza euz niverennou Brud Nevez. Diembann e oa chomet beteg-hen.
- « En em gavet eo, a-benn ar fin ! eme Job o weled niverenn 313 Brud Nevez war an daol.
- Me 'm-oa lavaret dit !
- O ya, te ‘poa fiziañs atao, kenañ. Petra eo ar relegou-mañ ? emezañ, en eur zelled ouz golo ar gelaouenn.
- Eur plah yaouank, emezo. Euz bro-Dreger.
- Unan goz, da weled, eme Job gand eur mousc'hoarz. Memestra, kement hag ober, o-dije gallet kavoud eun skeudenn laouennoh alato, evid an niverenn nevez. Ne gaves ket an dra-ze gwall-deñval ?
- N’em-oa ket soñjet en dra-ze.
- Alato…
- Nann. Me ‘m-oa lennet en deveziou araog, eur barzoneg skrivet gand Anthony Lheritier hag a ree kont euz unan bennag hag e oa « sonn en e arched », med ar barzoneg-se ne oa ket trist. Selaou (e galleg ema) :
Enterrons-nous les uns les autres
Enterrons-nous gaîment
Pensons à notre vieux copain
Au garde-à-vous dans le sapin.
- N’em-oa ket bet klevet an dra-ze c’hoaz, eme Job.
- Ha diwar ar barzoneg-se e oa deuet da zoñj din euz an interamanchou en Nouvelle-Orleans gwechall, gand toud ar vusisianed o heulia an arched en eur c'hoari a-greiz-kalon, en enor d'an hini maro. Hag e oan deuet d'en em houlenn ha bez ‘oa bet jeu ha muzik ive gwechall evid kas ar plah yaouank-se d'ar vered. Piou oar ? Setu n’em-oa ket kavet an dra-ze ken trist-se. Marteze ive abalamour ma oan kontant o weled Brud Nevez adarre war an daol ! »
Job a oa chomet da zelled diouzin hag e-noa hijet e ziouskoaz. « Forz penaos, relegou mad a zo mad da gavoud, kea », emezañ, en eur ziskouez din golo ar gelaouenn. Med diouz e vouzc’hoarz e ouien e-noa fiziañs e teufe Brud Nevez da vad en-dro.
My Skaouidig
2017
Startijenn :
n'eo ket dre zigouez o-deus dibabet o ano
Lida o ugent vloaz e-neus greet ar strollad Startijenn. Piou ar re-ze ? Tud yaouank o-doa greet anaoudegez an eil gand egile e skolaj Diwan ar Releg e-kichen Brest. Ne oant nemed trizeg vloaz d’ar poent-se, p’o-deus kroget da zeni asamblez. Tangi Oillo a oa ouz ar gitar, Youenn Roue ouz ar vombard, Konogan an Habask ouz ar biniou ha Tangi Ropars ouz an akordeoñs. Bloaz goude, e kemeras Tangi ar Gall-Carré plas an Tangi all ouz an akordeoñs. E 2004 e teuas Kaou Gwenn (mab unan euz paotred Storlok !) gand e vinviou skei, dreit-oll ar "h/cajon", eur vouest a ranker azeza warni da skei war he fenn a-raog.
E 2006 e teuas o fladenn genta er-mêz. Pemp all a vo da heul, unan anezo enrollet dirag an dud. A-hed ar bloaveziou o-devo bet digarez da vond da zeni e meur a vro, etre Slovakia, Alamagn, Spagn, Enez Borneo pe c’hoaz ar Chin ! Evel just eo bet cheñchet ar strollad eun tammig, C’hoant e-neus bet Kaou Gwenn d'ober traou all, dibabet e-neus Konogan an Habask sevel e strollad dezañ e unan, hag eo Lionel Le Page e-neus kemeret e blas ouz ar biniou hag an uillean-pipe.
Startijenn gand an oll, war leurenn an Avel-vor
Pa ‘z eo en em gavet Julien Stevenin ouz ar gitar-izel (pe iz-gitar, ma kavit gwelloh) eo bet cheñchet a-grenn doare ar strollad. Deuet eo ar ritmou da veza kreñvoh ha sklêrroh, da leskel plas d’ar gitar d’ober traou all. Energiez a zo gand ar baotred-se, n’o-deus ket choazet o ano dre zigouez, krebabl. Ouspenn eo eur strollad euz an dibab da lakaad an dud da zañsal er festou-noz. Rag n’eo ket toud ober krak-poum krak-poum, red eo ivez gouzoud penaoz e ya an dañsou endro a-benn gouzoud seni anezo, sikour an dañserien ha lakaad anezo en o êz.
Soñj am-eus euz ar youl hag ar c’hoant a oa ganto p’o-deus greet unan euz dibabou pouezusa o buhez : beva diwar ar muzik, ober eur vicher deuz outañ. Echu e oa abaoe pell ar bloaveziou deg-ha-tri-ugent ma oa êz gonid arhant en eur vond d'ar festou-noz. P’o-deus int dibabet mond war ar vicher e oa diêz dija d’ar zonerien kavoud labour. Pa veze nebeutoh a festou-noz, e veze gonezet neubeutoh ivez, diêsoh beza kemeret e karg gand an Assedic hag an hu war an "intermitourien".
Padal, war-raog int êt, o muzik dezo o-deus krouet, beo int chomet e bed ar muzik, ha beo-pesk zoken peogwir o-deus lidet ugent vloaz o strollad Startijenn e fin ar bloaz, warlene. Evel just e oa red hen ober war an ton braz, ha gand mignoned, mar plij ! En o zouez e oa gour-glazarded ar festou-noz : ar Sonerien Du. Pemp bloaz ha daou-ugent 'zo e lakont an dud da zañsal, hag embann a ra paotred Startijenn e rafe plijadur dezo padoud ken pell all…
Nozvez an ugent vloaz e sal an Avel-Vor e Plougastell-Daoulaz e oa startijenn ivez gand ar strollad Hiks ha ne vez ket gwelet aliez a-walh e kostez Brest siwaz, startijenn bepred gand ar vreudeur Guichen a lake on tud yaouank da huñvreal pell 'zo dija pa selaouent deuz strollad Ar Re Yaouank, a-raog ober ken brao hag ar re-ze. Strollad gwella Breiz-Uhel a oa ivez war al leurenn : Hamon-Martin Quintet, pemp soner dreist-ordinal a vez ganto eur muzik speredeg. Quintet bepred gand an daou Dregeriad Le Bour ha Bodros, ha ne vank ket startijenn dezo kennebeud, Plantec, David Pasquet Trio, toud ar re-ze a oa war al leurenn e Plougastell ar zadornvez-se. Hag ar merhed 'ta neuze ? Eo ! Deuet e oa Talec hag ar Brigant hag eur blijadur eo bet se, rag kana bravoh-brava a ra Rozenn Talec.
Sed a oa eta ugent vloaz ar strollad Sartijenn… Ha kosaad a rafen ivez, me ? Yehed mad dezo atao, ha kalon da vond pelloh !
Bernez Quillien
N'eus ket kalz a vrezoneg war lehienn internet ar strollad, a ranker lavared. Mond da weled anezi a ranker memestra : Ar strollad Startijenn
Poltred ar strollad "Startijenn", uhelloh a-gleiz : © Francois Le Naoures NAO.
Evid lenn an oll bennadou a-uz war o hed
Prenit 'ta niverenn 315 Brud Nevez : 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel.
Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, klika war Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou