Brud Nevez
ar gelaouenn a vez plijadur o lenn
Brud Nevez 313 :
Ar skridou lennegez
Taolenn ar skridou
Barzoneg François Kerrien a ginniger deoh amañ war e hed.
Hini Gérard Le Gouic a zo da gaoud er gelaouenn baper.
Daou all euz ar skridou a hellit kaoud amañ e stumm eun tañva.
A-benn lenn ar re-mañ war o hed koulz hag ar skridou all,
gwelit izelloh penaoz kaoud anezo war baper pe e stumm pdf.
Pez a blij eo ar glao, an eien, an avel
Pez a red ha pez a stroñs
Ar blijadur o chom dihun, pell, oh huñvreal
E sioulder meur on abardaez-noz.
Pez a blij eo ar han, an dasson
Barzoniez plên, geriou ar ru
An heol o vond da guz er mor souezuz
Aodou sioul ar bugaleaj noaz.
Hag ar joa kared, beza karet ha kredi
Ema an nen e-tal an dianao
Euz an disheol tre en heol kaoud soñj
E oa kaer an devez ma oa or fiziañs ennañ.
Sklêrijenn al loar war kalon ar brug
A hell dougen ar joa euz eun nozvez didrouz
N'eus ken med an noz hag a glev or pedennou
Trouz on eneou, gwechou zo, o nijal kuit.
François Kerrien
Brezoneg gand Brud Nevez
Ar jestr eo a gont
Danevell
Saig 'oa toullbahet. Greet en-doa traou euzuz diêz da zisplegañ amañ. En toull 'oa bet plantet evid eun toullad mat a vloaveziou. Kabluz, dilorh, ne felle ket dezañ gweled den ebed. Goulennet en-doa groñs ne deufe den da zireñkañ anezañ. Ne felle ket dezañ kuitaad e doull-kambr. Goulennet en-doa ne deufe den d’e weladenniñ, nag e gerent tost, na kennebeud eur gweladenner-prizon pe eun aluzenner. Klask a ree lenn memestra. Eun diwaller-prizon a zigase dezañ, beb an amzer, eul leor euz levraoueg an toull-bah. Ne veze komz ebed etrezo, pe nebeud. Saig a skrive dezañ war eun tamm paper peseurt leor en-dije c’hoant da lenn. Ne zigase ket bep tro an hini a oa skrivet war an tamm paper med eul levr all bennag, a zoñje dezañ a refe plijadur da Zaig. Dond a ree a-benn gwech an amzer.
Tammou traou bihan a skrive ivez Saig war eur haier-skol, eun dastumadenn stumm eun deizleor.
Eun dervez en-doa merzet Saig e oa merien en e doull-kambr […].
Marcel Diouris
Naig Rozmor
Eur gwiskamant seiz eo he barzoniez
Testeni Maguy Kerisit
Al leor diweza bet embannet gand Emgleo Breiz eo bet Barzoniez klok Naig Rozmor, dindan an talbenn "E donder va huñvre / Au cœur de mon rêve". Gand Maguy Kerisit eo bet prientet an embann, ha hi ive eo he-deus troet evid ar wech kenta he barzonegou e galleg. Setu amañ al linennou kenta euz ar ger a-raog he-deus skrivet, a heller kaoud ive e niverenn 313 Brud Nevez.
Pell zo e anavezan barzoniez Naig Rozmor : penaoz, ha me brezonegerez ha lennerez, ne vefen ket bet dedennet raktal gand heh oberenn ? N’eo ket puill ar barzezed en or yez, ha rouesoh c’hoaz ar re dezo an donezon a oa hini Naig. Eet eo da anaon e miz meurz 2015, ha red eo din lonka kerse rag biskoaz n’em-eus bet tro d’en em gavoud ganti e gwirionez. Pemzeg vloaz zo marteze, em-oa bet c’hoant da houlenn he chomleh digand Emgleo Breiz, da skriva dezi ha lavared trugarez evid ar from hag an eurvad a dañvaen gand he skridou. N’em-oa ket greet, dre lentegez muioh eged dre ziegi. Kerse, pa lavaren deoh […]
Tresadennou Myriam Coadou
Awenet eo bet Myriam Coadou gand barzonegou Naig Rozmor : ganti eo bet skeudennaouet al leor bet embannet gand Emgleo Breiz, "E donder va huñvre".
War golo al leor : unan euz he zresadennou.
Evid lenn ar pennadou a-uz war o hed…
Hag evid kaoud ar skridou lennegez, an oll anezo, e hellit atao, a-dra-zur, klask kaoud niverenn 313 Brud Nevez hag ar re all tu pe du, med…
Ar gwella tra a hellfeh ober koulskoude eo prena anezo ! Grit ! 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel. Hag evid se n'ho-peus nemed eun dra d'ober : Penaoz kaoud
© Brud Nevez
Menegou hervez lezenn / Mentions légales
Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive
Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou